Izaag Asimov

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask
Ar pennad-mañ a zo ul lodenn eus ar rummad
Skiant-faltazi
Skrivagnerien Skiant-faltazi pennañ
Jules Verne-George Orwell

Isaac Asimov-Philip K. Dick

H.G. Wells-Arthur C. Clarke

Clifford D. Simak-Frank Herbert

Anthony Burgess-A. E. van Vogt

H. P. Lovecraft-Aldous Huxley

Ray Bradbury-René Barjavel

Michael Crichton-Dan Simmons

Kim Stanley Robinson

Ursula K. Le Guin

Bed ar skiant-faltazi
Skrivagnerien - An SF er BT
An SF er Sinema
Temoù an SF
Rummad:Skiant-faltazi


Izaag Asimov (2 genver 1920 - 6 ebrel 1992) a zo ur skrivagner hag ur skiantour amerikan ganet et Rusia. Brudet eo dreist holl evit e romantoù skiant-faltazi hag e levrioù poblekadur. Muioc'h eget 500 levr en deus skrivet, diwar-benn hogozik tout an danvezioù estreget ar brederouriezh.

Evel unan eus ar skrivagnerien skiant-faltazi brasañ eus ar mare klasel e vez-eñ barnet. E oberenn vrudetañ a zo an Heuliad Diazezidigezh met anavezet eo ivez evit Heuliad an Impalaeriezh C'halaksiek hag Heuliad ar Robotoù. An daou heuliad-mañ en deus liammet ouzh Heuliad Diazezidigezh e fin e vuhez.

Un ezel eus Mensa e oa ha prezidant an American Humanist Association.


Taolenn

[kemmañ] Buhez

Izaag Asimov yaouank
Izaag Asimov yaouank


E bro-Rusia, er shtetl Petrovichi en oblast Smolensk e oa bet ganet Izaag Asimov. E gerent, Anna Rachel Berman Asimov ha Judah Asimov a oa milinerien. Divroet o doa d'ar Stadoù Unanet pa oa-eñ tri bloaz. Tremen a reas e yaouankiz e Brooklin hag ar yidicheg a oa e yezh-vamm. E gerent o-doa ur stal vihan ma veze gwerzhet dastumadennoù pulp. Enno e tizoloas ar Skiant Faltzi. Kregiñ a reas da skrivañ pa oa unnek bloaz.

Studiañ a reas e Skol-veur Boston ma tapas ur P.h.D (doktorelezh) war ar kimiezh ar vuhez e 1948. E-pad an Eil brezel bed e labouras en ur ehanlec'h-arnodiñ e Filadelfia. Servijañ a reas er lu amerikan e-pad nav miz goude fin ar brezel.

Goude bezañ tapet e zoktorelezh e labouras e Skol-veur Boston evel iskelenner ("associate professor"). Paouez a reas da gelenn e 1958 evit mont da skrivagner - muioc'h e c'houneze gant e levrioù eget gant e c'hopr kelenner dija. Un ezel eus ar Skol-veur e chomas avat hag e 1979 e voe anvet kelenner.

Dimeziñ a reas gant Gertrude Blugerman ( 1917 - 1990) d'ar 26 miz gouere 1942. Daou vugel o deus bet : David [g. 1951) ha Robin Joan (g. 1955). Dibriediñ a reas-eñ e 1973 hag gant Janed O. Jeppson e addimezas en hevelep bloaz.

Marvet eo d'ar 6 ebrel 1992. Dek vloaz goude e varv e tiskulias e eil gwreg e oa marvet gant an HAZA. E dapet e dije da-heul un treuzwazhiadur. Skrivañ a ra Janed Asimov e gourfenn he emvuhezadur It's been a good life en doa soñjet diskuliañ e oa klañv met e vezeg en doa e gendrec'het ne zlee ket en ober.

[kemmañ] Esped

Livadur Asimov war e dron gant Rowena Morrill
Livadur Asimov war e dron gant Rowena Morrill

Esped Izaag Asimov a c'heller rannañ etre meur a varead. Etre 1939 ha 1950 e skriv skiant faltazi dreist-holl. Paouez a ra goude embannadur The Naked Sun ("Face aux Feux du Soleil") e galleg ha betek 1982 en em ouestlas d'ar poblekadur skiantel dreist-holl. Ne skriv nemet pevar romant skiant-faltazi e-pad ar maread-mañ. Goude 1982 e embannas Izaag Asimov un heuliad nevez a romantoù skiant-faltazi a oa o fal liammañ e levrioù kentañ en un hollad kenstag.

Teir zermen ijinet gant Izaag Asimov a zo tremenet er yezh voutin : robotik, psiko-istor ha pozitronik, daoust ma vez implijet an eil gant ur ster disheñvel diouzh an hini a veze roet dezhi gant Asimov.

[kemmañ] Skiant-Faltazi

E 1939 e embannas Izaag Asimov e zanevell skiant-faltazi kentañ : "Marooned Off Vesta". E 1941 e skrivas Nightfall, hag a vez graet anezhi unan eus an danevelloù gwellañ en istor ar skiant-faltazi.

Heuliad an Diazezidigezh a grogas gantañ e 1942. An danevelloù-se, hag a vo dastumet e teir levrenn Foundation (1951), Foundation and Empire (1952), ha Second Foundation (1953), a liv diskar hag adsavidigezh un impalaeriezh c'halaksiek en amzer da zont. E oberenn vrudetañ eo gant heuliad ar robotoù. He c'henderc'hel a raio goude 1982 gant Foundation's Edge (1982), Foundation and Earth (1986) Prelude to Foundation (1988) ha Forward the Foundation (1992).

E zanevelloù a-zivout ar robotoù a grogas d'an hevelep poent. Un darn vras anezho a vo, diwezhatoc'h, dastumet e I, Robot. Enno e liv Teir Lezenn ar Robotik o do ul levezon vras war skrivagnerien ha soñjourien arall.

[kemmañ] Levriennadur

Heuliad ar Robotoù:

Heuliad an Impalaeriezh C'halaksiek:

Heuliad Kentañ Diazezidigezh:

Eil Heuliad Diazezidigezh:

[kemmañ] Romantoù arall

[kemmañ] Dastumadoù Danevelloù


[kemmañ] Romantoù-polis

[kemmañ] Danevelloù-polis

Black Widowers and others

[kemmañ] Poblekadur Skiantel

Dastumadoù pennadoù e Magazine of Fantasy and Science Fiction

  1. Fact and Fancy (1962)
  2. View from a Height (1963)
  3. Adding a Dimension (1964)
  4. Of Time, Space, & Other Things (1965)
  5. From Earth to Heaven (1966)
  6. Science, Numbers and I (1968)
  7. The Solar System and Back (1970)
  8. The Stars in Their Course (1971)
  9. Left Hand of the Electron (1972)
  10. The Tragedy of the Moon (1973)
  11. Of Matters Great & Small (1975)
  12. The Planet that Wasn't (1976)
  13. Quasar, Quasar, Burning Bright (1977)
  14. Road to Infinity (1979)
  15. The Sun Shines Bright (1981)
  16. Counting the Eons (1983)
  17. X Stands for Unknown (1984)
  18. The Subatomic Monster (1985)
  19. Far as Human Eye Could See (1987)
  20. The Relativity of Wrong (1988)
  21. Out of Everywhere (1990)
  22. The Secret of The Universe (1990)

LEVRIOÙ ARALL

[kemmañ] Notennoù

[kemmañ] Liammoù diavaez (e saozneg)