Femme fatale
Ar femme fatale zo un anv gallek, adkemeret e kalz yezhoù all, a vez graet eus un dudenn el lennegezh, hag a zo ur vaouez a zegas ar marv d'an dud, hag a c'hallfe bezañ matezh an Ankou e brezhoneg neuze, pe da vihanañ droukchañs d'ar wazed hoalet ganti.
Kavet e vez e mojennoù an holl vroioù hag a-hed istor al lennegezh, gwech evel morganez, pe sunerez-gwad, diaoulez pe sorserez, gwech evel soudardez, spierez, ha micherioù all c'hoazh. Sachañ a ra gwazed dinerzh daveti, paket e rouedoù ar c'hoant.
Unan eus penntudennoù al lennegezh hag an arz eo eta, abaoe hor mamm Eva. Galloudoù hud he deus, teogiñ a ra he freizh, ur gwaz eta, evel pa vije un diaoulez tec'het eus puñs an ifern, o c'hoari gant he c'hened , gant he hoal, ha gant ar c'hoant c'hwezhet er wazed, da gas he mennozh kuzh da benn-vat.
Met ouzhpenn gant he c'horf e oar c'hoari ha mont a ra betek livañ gevier ha mont dre nerzh. Gant kontell pe kontamm e oar ober
A-wechoù avat ne vez nemet ur paourkaezh plac'h paket e rouedoù an tonkadur.
Taolenn |
[kemmañ] Mojennoù hag istor
En amzerioù kozh ec'h anavezed
- an doueez Ishtar, e Sumer,
- Eva, Lilith, Delilah, Salome er Bibl
- Afrodite, e mojennoù Hellaz, ha Kirke, Kallipso
- Kleopatra, en istor Roma, a lubanas daou bolitikour roman, Julius Caesar, ha Marcus Antonius.
- Carmen, en oberenn Prosper Mérimée, hag er c'hoarigan.
- Milady de Winter, e romant Alexandre Dumas, Les Trois Mousquetaires, a denn un tamm da Mata Hari.
[kemmañ] E Breizh
E Breizh e kaver Dahud, Mari Vorgan, ha korriganezed.
[kemmañ] Film
- Femme fatale (film) zo ur film aozet gant Brian de Palma e 2002.
[kemmañ] Notennoù
[kemmañ] Lennadurezh
- Toni Bentley (2002) Sisters of Salome.
- Bram Dijkstra (1986) Idols of Perversity: Fantasies of Feminine Evil in Fin-De-Siecle Culture, (1986) ISBN 0-19-505652-3.
- Bram Dijkstra (1996) Evil Sisters: The Threat of Female Sexuality in Twentieth-Century Culture, (1996) ISBN 0-8050-5549-5
- Elizabeth K. Mix Evil By Design: The Creation and Marketing of the Femme Fatale, ISBN 978-0-252-07323-6.
- Mario Praz (1951) The Romantic Agony. See chapters four, 'La Belle Dame Sans Merci', and five, 'Byzantium'.
[kemmañ] Liammoù diavaez
- No Place for a Woman: The Family in Film Noir
- High Heels on Wet Pavement: film noir ha femme fatale
- Marling, William: Characteristics of Hard-Boiled Fiction:The Femme Fatale
- PERSONALITY DISORDER AND THE FILM NOIR FEMME FATALE by Scott Snyder
- The Greatest Femmes Fatales American Movie Classics Filmsite