Paotr

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ur paotr zo un den a zo gourel e reizh. Gallout a ra bezañ:

  • ur bugel, hag a-wechoù ur mab;
  • ur mevel, un den o labourat: paotr-al-lizhiri, paotr ar gêr;
  • un den n'eus forzh pe oad dezhañ, pa vez lavaret paotr yaouank pe paotr kozh

Paotr ha plac'h[kemmañ]

Peurvuiañ e vez enebet ar ger paotr ouzh ar ger plac'h, evel e-barzh:

  • ur paotrig (e-skoaz ur plac'hig)
  • ur paotr yaouank kozh ( e-skoaz plac'h yaouank kozh)


Koulskoude e vez lavaret aliesoc'h paotred ha merc'hed eget paotred ha plac'hed.


Paotr ha mab[kemmañ]

A-wechoù e talv paotr kement ha mab, nemet n'eo ket alies. Lavaret e vo: *ma faotr bihan gant un tad pe ur vamm, evel ma mabig;

  • paotred Fañch: e vibien.

Paotr ha gwaz[kemmañ]

  • Ur paotr a c'hall bezañ ur bugel, ur gwaz zo un den deuet. Nemet e c'haller lavaret: Ar paotr bihan -se zo ur gwaz!
  • Paotr a c'hall bezañ ar gwaz, ar pried (evel den ivez), ha lavaret e vo "Ma faotr" gant ur vaouez o komz eus he gwaz.

Paotreta[kemmañ]

Paotreta, a zo klask paotred. Komz a c'haller eus paotretaerezh ivez. Kement-se a vez graet evit gwalc'hiñ ezhommoù reizhel,

Paotredigoù[kemmañ]

Pa vez klasket paotredigoù, e vo lavaret paotredigaoua, a zo kement ha lubaniñ paotredigoù, a zo berzet gant al lezennoù en darn vrasañ eus ar broioù. Koulskoude e ouzer e ya karradoù-nij a Europeiz da vroioù tramor da ober eno pezh n'hallont ket ober en o bro. Gw. : Pedofiliezh

A bep seurt paotred[kemmañ]

  • paotr al lizhiri
  • paotr ar gaoter: ar c'heginer;
  • paotr ar gêr
  • paotr e gof
  • paotred Mari-Robin
  • paotred-an-tan
  • paotr-kozh
  • ar paotr-saout, a ziwall ar saout
  • paotr-darbar
  • ar paotr-moc'h, a ziwall ar moc'h pe a ra war o zro
  • paotr-enor
  • paotr-marc'h, paotr-kezeg
  • paotr-micher
  • paotr nevez : ar gwaz nevez (enebet ouzh ar plac'h nevez ), gwelout eured.

Gerioù deveret[kemmañ]

  • paotredigoù, a zo paotred vihan
  • paotrez, a vez graet eus ur plac'h
  • paotreta, a zo klask paotred, a vez graet gant merc'hed zo pe gant paotred zo kenkoulz all,
  • paotredigaoua, a zo kement ha lubaniñ paotredigoù, a zo berzet gant al lezennoù
  • paotretaer, ur paotr a vez o paotreta
  • paotretaerez, ur plac'h a ra kemend-all.


Hag ouzhpenn

  • paotred vras: pennoù bras
  • ar Paotr Kozh, Paolig, an diaoul
  • ur paotr-kozh, lesanv ar penn-glin
  • paotred-kozhioù, ar binvioù a zalc'h ar stalafioù-diavaez digor, dezho pennoù tud.
  • ur raspaotr, zo ur plac'h dezhi doareoù ur paotr, ur yourc'h, pe yourc'henn.

Gerioù kar dre ar ster[kemmañ]


Liester[kemmañ]

  • Paotred a vez lavaret, paotredoù ivez. Gwelout merc'hedoù, tudoù.
  • Paotrig a ra paotredigoù.

Troioù-lavar[kemmañ]

  • Ober, c'hoari e baotr
  • Bezañ paotr a-walc'h: bezañ rust un tamm, sec'h, kalet, un tamm drouk. Gwelout: Bezañ plac'h a-walc'h.

Skeudennoù[kemmañ]