Medea
- Ur pennad Medea (disheñvelout) zo ivez.
Medea (Μήδεια / Mếdeia e gregach, Medea e latin) a oa merc'h da Aetes, roue Kolc'his, e mojenn ar maoutken aour. Hudourez e oa, evel he moereb Kirke (a vefe c'hoar dezhi, hervez oberourien zo, hag int ganet gant Hekate). Kalz muntroù a reas, betek lazhañ he bugale. Hiziv e komzer eus kemplezh Medea, a grog er maouezed a ra droug d'o bugale dre zroug ouzh o gwaz.
Taolenn |
Ar vojenn : a Golc'his da Golc'his [kemmañ]
Teñval ha kriz eo mojenn Medea, muntroù a-leizh enni, tec'hadennoù ha beajoù.
An Argonaoted e Kolc'his [kemmañ]
Kregiñ a ra istor Medea gant donedigezh Jason hag an Argonaoted da Golc'his, rouantelezh he zad. Emaint o klask ar maoutken aour a zo e dalc'h ar roue Aetes, diwallet noz-deiz gant un aerouant dihegar. Prometiñ a ra ar roue leuskel ar maoutken burzhudus ganto, war-lerc'h m'o devo graet un toullad troioù kaer pe gaeroc'h, dreist galloud den ebet.
Medea a oa orgedet ouzh Jason d'ar c'hentañ gweled. Ar paotr avat, mar plije merc'h ar roue dezhañ, a blije muioc'h c'hoazh he galloud hud, a gave talvoudus evit teurel e grabanoù war ar maoutken diwallet mat. Prometiñ a ra dezhi pezh a gar, dimeziñ, rouantelezh ha bugale, pa vint en-dro gant ar maoutken en Hellaz. Gant skoazell ar briñsez hudourez eta e teuont a-benn eus kement amprouenn zo roet dezho. Hag int kuit gant ar maoutken.
Ar roue avat a oa droug ennañ, rak biskoazh ne oa bet en sell da lezel ar maoutken da vont gant Jason. Hag eñ war o lerc'h.
Medea a zo o tec'hel gant Jason, hadegaset he deus he breur Absirtos ganti. Pa wel he zad war o lerc'h e lazh Absirtos, e tispenn e gorf, hag e taol e izili unan hag unan war hent ar roue evit e spontañ hag evit ma paouezfe da zont war o lerc'h, e-keit ma vije o tastum an tammoù. Hervez mojennoù all koulskoude e oa bras Apsyrtos, hag eñ an hini a oa o kas war-lerc'h an dec'herien ken e oa bet lazhet gant e c'hoar.
Distro da Iolcos [kemmañ]
Pa voe distro Jason da Iolcos e welas ne oa ket bet kollet e amzer gant ar roue Pelias, e eontr: lazhet gantañ tad Jason, ha kaset e diegezh kuit. ha setu Medea da aozañ un dro-widre biskoazh spontusoc'h da gas an dorzh d'ar gêr da Belias.
Mont a reas da balez ar roue evel belegez Artemis ha dirak e verc'hed e yaouankaasur maout goude bezañ e lakaet da virvién en ur gaoteriad louzoù ; lakaat a reas anezho da gredién e c'hallent ober kemend-all gant o zad , nemet ne ro dezho nemet louzoù diefed.
Ha setu penaos e voe lazhet an tad roue gant e verc'hed.
Harlu e Korint [kemmañ]
Mojenn Medea en Eleusis [kemmañ]
En oberennoù arzel [kemmañ]
Muntroù a-walc'h a oa e mojenn Medea evit awenañ arzourien a bep mare. Anaout a reer:
- Medea en Eleusis, cratère à volutes apulien diwar zorn Livour Darius ;
- Medea, opera gant Pascal Dusapin, komzoù gant Henri Müller
Lennegezh [kemmañ]
- Medea, trajedienn c'hresianek gant Euripides ;
- Medea, trajedienn latin gant Seneca ar Yaouankañ ;
- Médée, trajedienn c'hallek gant Corneille ;
- Médée, trajedienn c'hallek gant Hilaire de Longepierre (1694) ;
- Medea: Stimmen, romant alamanek gant Christa Wolf e 1996 ;
- Medeamaterial, pezh-c'hoari alamanek gant Heiner Müller .
C'hoariganoù [kemmañ]
Livadurioù [kemmañ]
- Médée, taolenn gant Eugène Delacroix ;
- Medea, gant Anthony Frederick Augustus Sandys
- Medea, gant John William Waterhouse
- Medea, gant Evelyn De Morgan
- Médée, skritell gant Alfons Mucha ;
Filmoù [kemmañ]
- Medea (1969 film), film italian e 1969 gant Pasolini ;
- Medea (1988 film), e 1988 gant Lars von Trier
- Médée (2001 film), e 2001 film gall
- Medea (2009 film), e 2009 film rus
Lennadurezh [kemmañ]
- Apollodoros , Biblioteka (I, 9, 23-28),
- Apollonios Rodos Patrom:ApoÉpi (I, 4 ; V, 5).
- Patrom:ApoArg (III, 248).
- Patrom:DioBib (IV, 45, 3 ; IV, 53, 2 ; IV, 55, 7).
- Patrom:EurMéd (passim).
- Hesiodos , Teogonia (v. 962).
- Patrom:HygFab (XXV).
- Ovidius , Metamorfozoù (VII, 1-424).
- Patrom:PauDes (II, 3, 8-9).
- Patrom:PinOde (Pythiques, IV, 9).
Levrioù [kemmañ]
- (en) Emma Griffiths, Medea, Routledge, New York, 2005 (ISBN 0-415-30070-3).
- Alain Moreau, Le Mythe de Jason et Médée. Le Va-nu-pied et la Sorcière, Les Belles Lettres, coll. « Vérité des mythes », Paris, 1994 (ISBN 2-251-32420-8).