Hürrem Sultan

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Roxelana
Poltred Roxelana, , XVIIIvet kantved

Hürrem Sultan, pe Roksolana, a oa gwreg ar sultan Suleyman I, en Impalaeriezh Otoman, hag ur Valide Sultan war-lerc'h e varv, e Turkia ar XVIvet kantved. Brudet eo abalamour d'he buhez souezhus ha d'he levezon war politikerezh Turkia. A orin ukrainat e oa.

Anavezet eo ivez evel Roxelana, Roxolana, Roxelane, Rossa, Ruziac, pe Hürrem (eus خرم - Khurram e perseg, "an hini a c'hoarzh "; hag ivez evel Karima, eus كريمة en arabeg, "an hini a renk uhel"), (war-dro 1510 - 18 a viz Ebrel , 1558) [1][2]

N'eo ket e skridoù ar XVIvet kantved e kaver hec'h anv plac'h yaouank. Met kalz diwezhatoc'h, en XIXvet kantved, e koñchennoù ukrainek ha polonek dastumet neuze e vo anv eus Anastasia (pe Nastia); hag e poloneg Aleksandra Lisowska.

Yaouankiz[kemmañ]

Hervez skridoù eus dibenn ar XVIvet ha deroù ar XVIIvet kantved, evel re ar barzh polonek Samuel Twardowski, a eas da Durki da glask gouzout hiroc'h, e oa ganet Hürrem e ti un tad a oa ur beleg reizhkredennour ukrainat , pe rutenat, e kêr Rohatyn , ur 68 km er gevred da Lviv, ur gêr vras eus Galicia hag a oa e Pologn da neuze , hiriv en kornôg Ukraina. Prizoniet e voe gant Tatared Krimea

Lennadurezh[kemmañ]

  • Thomas M. Prymak, "Roxolana: Wife of Suleiman the Magnificent," Nashe zhyttia/Our Life, LII, 10 (New York, 1995), 15-20. Ur pennad skeudennaouet kaer gantul lennadurezh.
  • Zygmunt Abrahamowicz, "Roksolana," Polski Slownik Biograficzny, vo. XXXI (Wroclaw-etc., 1988-89), 543-5. Ur pennada zoare e poloneg gant un arbennigour anaoudek eus istor Turki.

Liammoù diavaez[kemmañ]

Patrom:Commons2