Lamia (euzhvil)
Lamia (Λάμια e henc'hresianeg) pe Sybaris (Σύϐαρις e henc'hresianeg) a oa rouanez Libia, ha dont a reas da vezañ un euzhvil, hanter sarpant, a zebre bugale.
Taolenn |
[kemmañ] Skridoù
Er skridoù nevesoc'h eo lakaet hec'h anv el liester, lamiai e gregach.[1]
N'eo ket ar vaouez nemeti kinniget evel euzhvil e mojennoù Hellaz: an empusa, ar mormo zo ivez. N'eus nemeti avat he dije hantergorf ur vaouez, ha hantergorf ur sarpant.[2] Laimos a larer e gregach eus ar gorzenn-voued, ha debriñ bugale eo a rae Lamia. .[3]
[kemmañ] Mojenn
Merc'h e oa Lamia d'an doue Poseidon ha da Libia ,[4] a oa deneladenn ar vro anvet Libia. Rouanez Libya e oa , ha karet gant Zeus.[5]
Hera a glevas an an doare hag a laeras bugale Lamia. Da-heul kement-se e troas Lamia en un euzhvil konnaret hag a grogas da lazhañ bugale. Evit he sioulaat e roas Zeus dezhi ar galloud da ziouganañ ha da dennañ he daoulagad [6] Pe e voe troet gant Hera en un euzhvil, pe e teuas davezañ goude lazhadeg he holl bugale (war-bouez Skilla), pe e oa Hecate's brood.[7] Hervez Ploutarc'hos [8] e c'halle lemel he daoulagad eus o foulloù hag o adlakaat en o lec'h . Diwezhatoc'h e voe kontet e oa un donezon deuet a-berzh Zeus, ha diwezhatoc'h c'hoazh e veze lavaret e oa bet taolet warni ur mallozh hag abalamour da hennezh n'halle ket serriñ lagad ebet ken e wele he bugale lazhet dizehan.
[kemmañ] Lennadurezh
- Antoninus Liberalis, Metamorfozoù,
- Karl Kerényi, 1951. The Gods of the Greeks pp 38–40. Thames & Hudson, 1980, ISBN 0-500-27048-1.
[kemmañ] Notennoù
- ↑ Ar gens roman Lamiae, kar d'ar gens Aeliae( Horatio, Odes 3.17, da Aelius Lamia) ha tost da Formiae, n'he doa darempred ebet gant an anv gresianek.
- ↑ Theoi Project: "Lamia"
- ↑ Aristophanes, Ar Gwesped, 1177.
- ↑ Diodorus Siculus, Levraoueg Istorel xx.41.
- ↑ Aristophanes, Peoc'h.
- ↑ Bell, Women of Classical Mythology, drawing upon Diodorus Siculus 22.41; Suidas 'Lamia'; Plutarch 'On Being a Busy-Body' 2; Scholiast on Aristophanes' Peace 757; Eustathius on Odyssey 1714) (Mythology dictionary C20th)
- ↑ Odyssey12.124 ha scholia, hervez Karl Kerenyi, Gods of the Greeks 1951:38 notenn 71.
- ↑ Plutarch, De curiositate, 2.
[kemmañ] Munudoù
Kemeret e oa bet an anv Lamia gant Thyraud de Vosjoli e-pad an Eil Brezel-bed. Kaoz eus e droioù a zo en e levr Lamia, hag er film Topaz, e 1969.