John Collier

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Tannhäuser In the Venusberg

John Maler Collier (27 a viz Genver 1850 e Londrez11 a viz Ebrel 1934) a oa ur skrivagner hag ul livour breizhveuriat rakrafaelour.

John Collier a voe ur poltredour brudet. Mab Lord Monkswell hag a oa barner hag arzour amatour e oa. E skolaj Eton hag e skol-arzoù Slade e studias gant Edward Poynter. E Pariz ivez e studias, gant Jean-Paul Laurens hag e München. Daoust ma ne zeskas ket ganto e voe broudet ha levezonet gant Lawrence Alma-Tadema ha John Everett Millais.

Collier a voe e-touez ar 24 den a grouas Royal Society of Portrait Painters, ha bezprezidant e voe. Ezel e voe ivez eus Royal Institute of Oil Painters. 130 livadur diwar e zorn a voe diskouezet er Royal Academy ha 165 er Royal Society of Portrait Painters, hag ivez e diskouezvaoù Breizh-Veur hag e broioù all.

[kemmañ] Oberennoù Collier e mirdioù Europa

16 livadur gant John Collier a c'haller gwelout en National Portrait Gallery e Londrez, 2 en Tate Gallery hag un emboltred (1907) a zo e mirdi an Ofisoù e Firenze.

Gallout a reer gwelout ivez e boltred eus Earl of Onslow (1903) e Clandon Park (Surrey) hag e boltred eus Sir Charles Tertius Mander en Owlpen Manor, Gloucestershire. Ul livadur bras eus Klytaimnestra a zo er Guildhall Gallery e Londrez. Eilennoù livadurioù alla c'haller gwelout en John Collier box en National Portrait Gallery Heinz Archive and Library, hag un dibab oberennoù a gaver e-barzh The Art of the Honourable John Collier gant W H Pollock (1914). Oberennoù John Collier a voe diskouezet ivez da-geñver an diskouezadeg anvet Great Victorian Pictures aozet e 1978.

Lady Godiva, gant John Collier, 1898
The Land bady, gantJohn Collier, 1899

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

[kemmañ] Liammoù diavaez

Poltred Sir William Huggins war lec'hienn National Portrait Gallery Poltred Thomas Huxley war lec'hienn National Portrait Gallery Poltred Charles Darwin war lec'hienn National Portrait Gallery

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all