Degemer
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Deuet mat oc'h war Wikipedia, holloueziadur digor, digoust, frank a wirioù, liesyezhek hag a c'hall bezañ gwellaet gant an holl
| Breizh Pennad Breizh — Brezhoneg — Istor — Douaroniezh — Lennegezh ha Lennegezh vrezhonek — Keltia hag ar Broioù keltiek |
|
Darvoudoù ha keleier diwezhañ ar Wiki * War-raok atav. D’an 10 a viz Genver 2008 e oa bet tremenet an niver a 18 000 pennad gant an holloueziadur brezhonek. Ha derc'hel a ra o niver da greskiñ bemdez abaoe ! Labour a chom avat evit kenderc'hel da grouiñ pennadoù hag evit kempenn ar pennadoù zo bet savet : an holl anezho pe dost o deus ezhomm bezañ adwelet, reizhet, kempennet ha klokaet. Ar 55vet yezh eo ar brezhoneg evit an niver a bennadoù bremañ, e-touez raktresoù holloueziadur Wikipedia. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr * Raktresoù all, kar da Wikipedia, zo ivez : ar raktresoù Wikimammenn (un diellaoueg e brezhoneg, enni testennoù klok hag en o furm orin) ha Wikiarroud (un dastumad arroudoù e brezhoneg), hag ar Wikeriadur. Ur geriadur e meur a yezh, ha bremañ e brezhoneg ivez eo hemañ. * Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek hag adkavout ar Wikipediourien all e c'hallit mont d'ober un dro betek an An davarn. * Evit gwellaat ar pennadoù e c’hall pep hini teurel ur sell ouzh roll ar fazioù stankañ, ur roll a c'hallo bezañ klokaet evel-just... * E-touez ar pennadoù liesseurt a zo bet savet e-pad ar sizhunvezhioù diwezhañ e kaver traoù a bep seurt : timbroù Batoum, timbroù Danzig pe re Fiume, pennadoù diwar-benn istor kozh Bro-C’hall, evel Neustria, Aostrazia, Pepin Grenn, pe diwar-benn livourien italian evel Caravaggio. Aet eo an niver a bennadoù diwar-benn Mojennoù Hellaz war-raok ivez gant pennadoù diwar-benn Delwennoù Afrodite pe Gwener. Er rummad C'hoarierien mell-droad ez eus bremañ kalzik a bennadoù diwar-benn sportourien a c’hoari e kluboù mell-droad Breizh. Un tamm tro dre ar bed a c’haller ober ivez, dre gêrioù eus Afrika, evel Nairobi, pe dre gumunioù Belgia, hag ober anaoudegezh gant savadurioù evel Ramz Rodos, mastabaoù Ejipt pe Delwenn ar Frankiz. Ha goude-se ne vo nemet mont d’ober anaoudegezh gant aktourien evel Woody Allen pe Amitabh Bachchan. Lennadennoù mat deoc’h holl ! |
Doare ar 16 a viz Mae 2008 ha Keleier ar vro
Pennad ar sizhun : Kafe
Bleunioù plant-kafe (Coffea arabica) - Brazil
Hervez ur vojenn arab eo bet diskoachet perzhioù ar c'hafe dre zegouezh en Abisinia (Etiopia, hiziv) war-dro ar c'hentañ milved. Evit kenderc'hel da lenn : Kafe |
|||||||||||||||||||||||||
|
Ur raktres eus diazezadur Wikimedia eo Wikipedia. Meur a raktres Wiki all, liesyezhek, digoust ha frank a wirioù zo ivez :
|
||||||||||||||||||||||||||

