Yom ha-Shoah

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ur c'houlaouenn-goar enaouet e koun unan bennak bet lazhet da vare ar Shoah evit Yom ha-Shoah

Yom Hazikaron laShoah ve-laG'vurah ((he) יום הזיכרון לשואה ולגבורה‎, ger-ha-ger 'Devezh Koun ar Shoah hag an Harozegezh'), anavezet kentoc'h en Israel hag er bed dindan an anv Yom ha-Shoah (יום השואה), Devezh ar Shoah, eo un devezh gouel dalc'het en Israel e koun ar 6 milion a Yuzevien lazhet e-pad ar Shoah da vare an Eil Brezel Bed gant an nazied hag e koun ar Rezistañs yuzev. Savet e oa bet e 1951 a-raok bezañ kadarnaet dre lezenn gant ar C'hnesset e 1959. Degouezhout a ra d'ar 27 a viz Nisan (e miz Ebrel pe e miz Mae) met ma vez d'ar Chabat e vez daleet pe araokaet eus un devezh.

Lidet e vez en Israel gant lidoù ha prezegennoù a bep seurt, a gomañs da noz an deiz a-raok e kreizenn Yad Vashem ha kenderc'hel a ra an devezh-pad gant ur prantad kreñv da 10 eur ma son siren ar sistem difenn ha ma chom an holl a-sav gant ar pezh emaint oc'h ober (ha pa vije bleniañ) evit chom en o sav e-pad 2 vunutenn. Lidet e vez ivez gant ar c'humuniezhoù yuzev er bed a-bezh gant bodadegoù, prezegennoù, lidoù enaouiñ goulaouennoù-koar pe lenn anvioù ar re zo aet traken.

E 2020 e oa bet dalc'het d'ar 21 a viz Ebrel pa vo d'an 8 a viz Ebrel e 2021.