Wikipedia:Kannadig ar verourien/Dielloù/2006-2011
Gant ar soñj lakaat ar gumuniezh da gompren ha da heuliañ gwelloc'h labour ar verourien eo bet krouet ar c'hannadig-mañ. Drezañ e c'hallo ar verourien reiñ keloù eus o labour p'o do c'hoant. Gallout a raint reiñ displegadurioù ha displegañ o c'hudennoù pe o zaolioù imor ivez. M'hoc'h eus kudenn pe gudenn pe c'hoant gouzout tra pe dra ent resis, trugarez da implijout pajenn gaozeal ar c'hannadig-mañ.
Heuliadoù an dilennadeg
Da-heul an dilennadeg kentañ bet dalc'het etre dibenn Genver ha deroù C'hwevrer 2006 ma'z eus bet dilennet 3 merour eo bet digoret ar gwirioù merañ da :
gant ur Penn-bras.
Kroget ez eus bet da labourat diouzhtu ha gwellaennoù zo bet degaset en devezhioù tremenet.
- Adlabouret ez eus bet war ar bajenn a-benn kinnig ur mont en-dro sklaer hag efedus.
- Kroget ez eus bet diouzhtu da skubañ un nebeud pajennoù kozh diezhomm, faziek, kamm, tort e doare pe zoare pe c'hoazh goullo. Ezhomm zo renabliñ ar patromoù, ar skeudennoù hag ar rummadoù diezhomm na servijont da bennad ebet.
Trugarez d'an holl da gemer ar boan da enskrivañ mat ar pennadoù da ziverkañ war Wikipedia:Pajennoù da nullañ.
Meur a zoare zo da gavout pajennoù da ziverkañ :
- Dre zegouezh (en ur glikañ war liammoù)
- en ur implijout ar pajennoù dibar (klikit war al liamm zo er marz kleiz) ; da skouer e c'haller klask e
- Rummadoù dizimplij (rummadoù bet krouet hep pennad ebet enno)
- Rummadoù hep rummadoù (rummadoù na gasont da neblec'h)
- Skeudennoù en o-unan (skeudennoù bet pellgarget na vezont implijet e pennad ebet)
Ur wech diverket ur pennad gant ur merour e vo renket el lec'h dleet gantañ hag implijet an arouez evit diskouez eo graet al labour goulennet.
Etrefas ar Wiki
Gwellaennoù zo bet degaset
- Graet ez eus bet ul lenn en-dro d'an holl venegoù evit lemel kuit ar vioù-koukoug hag ar fazioù tipo niverus a oa chomet.
- Klokaet eo bet an droidigezh ha kroget ez eus bet da dreiñ menegoù a oa chomet e saozneg. Un tamm brav a labour zo c'hoazh d'ober aze.
- Resisaet eo bet ster frazennoù zo.
- Gwellaet eo an droidigezh e meur a lec'h.
- Digammet ez eus bet un toullad menegoù chomet amsklaer.
Klokaat, gwellaat, bravaat
- Klokaet c'hoazh an droidigezh kalzik ha digammet frazennoù.
- Degaset liv er pajennoù evit dispartiañ seurtoù pajennoù disheñvel ar wiki evel er yezhoù all : pennadoù, pajennoù kaozeal, pajennoù dibar, pajennoù Wikipedia, pajennoù Skoazell...
- Ouzhpennet ur bloc'had kinnig sevel pajennoù nevez a zeu war wel pa vez kliket war ul liamm ruz pe ma vez graet gazek en ur goulenn Klask : Mediawiki:noarticletext
- Ouzhpennet arouezennoù dibar d'ar c'hembraeg (ŵ, ŷ) e bloc'had arouezennoù dibar ar prenestr skridaozañ --Fulup 23 C'hwe 2006 da 21:11 (UTC)
Taol-kurun disul (26 C'hwevrer 2006)
Ur pezh souezhadenn fall zo bet disul vintin a-boan dihunet ha luget an urzhiataer : divrezhonekaet ar wiki? salut fulup, n'oûn ket p'ra c'hoarvez hiziv met abaoe m'on luget eo deuet e saozneg adarre traoùigoù zo (my talk,, upload file, h.a.). ha gallout a ri mont da lakaat ur sell - n'oûn ket pelec'h emañ renket seurt traoù. trugarez dit --Neal 26 Feb 2006 da 09:50 (UTC)
- Ur spont ! Evit doare ez eus bet nevesaet kantadoù a gemennadennoù war un dro da 2 eur 39 er mintin-mañ gant ar reizhiad. Ret eo adober pep tra unan hag unan. Eurvezhioù labour ! N'ouzon ket petra zo kaoz, ne seblant ket bezañ c'hoarvezet gant yezhoù all. Marteze e oa koshoc'h hon etrefas deomp-ni ? Dre chañs n'eo ket aet kuit pep tra c'hoazh, gant ma ne c'hoarvezo ket en noz-mañ en-dro. --Fulup 26 Feb 2006 da 14:37 (UTC)
- Evit doare eo chomet ar c'hemmoù diwezhañ bet troet ganin nevez zo abaoe m'eus tapet ar statud merour. Moarvat peogwir e oa nevez ar c'hemennadennoù-se. Pebezh kaoc'h ! --Fulup 26 Feb 2006 da 14:39 (UTC)
- Setu, adlakaet em eus ar c'hemennadennoù a vez gwelet ar muiañ. Ranket em eus tremen ma endervezh war ar chanter brein-mañ. Gwiriet em eus an traoù war Meta. Nevesaet eo bet hon etrefas 5 sizhun zo ha cheñchet ez eus bet 1080 kemennadenn zo deuet en-dro e saozneg ! E-pad an noz eo bet hizivaet ar servijer ha pep tra zo bet cheñchet en un taol. Hir-daonet e vo adlakaat an traoù en o reizh. Me am boa troet an etrefas e-pad an hañv dre hanterouriezh ur paotr bennak eus SUA. Amzer kemer an traoù e kont gant ar servijer eo bet staliet deomp an etrefas nevez en diskar-amzer. Nevesaet ez eus bet ur bern traoù dibaoe met dre ma n'em boa ket gwirioù merañ ne oan ket evit heuliañ ar cheñchamantoù. Dre chañs c'hoazh emaomp o paouez dilenn hor merourien gentañ pe e vije bet ret gortoz mizioù en-dro a-benn adlakaat an traoù e brezhoneg. Pebezh lagenn me lâr dit --Fulup 26 Feb 2006 da 19:14 (UTC)
- ur mailh zo ac'hanout ken ma'z eus! ul labour ramzel (div wech ramzel e gwirionez!). trugarez vras da vezañ renket pep tra ha ken buan al - goût mat a ra pebezh torr-revr eo seurt labour. --Neal 26 Feb 2006 da 19:32 (UTC)
Mat goude an tamm barr-avel-mañ, emañ un tamm propoc'h an traoù fenoz met kemer a raio ur frapad amzer a-raok adkavout un endro brezhonek klok. A-benn ar fin eo bet dispartiet gant diorroerien ar Wiki kemennadennoù eus an droidigezh a oa bodet betek nevez zo en ur bloc'had treiñ hepken. Kement-se evit aesaat an eskemmoù etre ar wikioù evit ar servijerioù kreiz ma m'eus komprenet mat. Diwar-se ez eus bet adlakaet deomp un etrefas saoznek en emgefreek. Kement-se zo c'hoarvezet un un toullad yezhoù a-benn ar fin. Un dro gamm ma'z eus. Renket eo ar c'hudennoù deiziad a chome dec'h da noz, a gav din. Ar peurrest a glaskin adlakaat tamm-ha-tamm. --Fulup 27 C'hwe 2006 da 22:05 (UTC)
Prenestr kemmañ ar pajennoù
- Ouzhpennet ez eus bet ur bloc'had ennañ arouezennoù tipografek dibar evit ma vo aesoc'h hor wiki da embreger a-benn skrivañ termenoù estren.
Arouezennoù dibar : æ Æ à À â  ä Ä • ß · Č Ć Ç Š Ž č ć ç š ž · Ð ð đ Þ þ · € é É è È ê Ê ë Ë • Ā ā Ē ē Ī ī Ō ō Ū ū · Ǎ ǎ Ě ě ǐ Ǒ ǒ ǔ · ǖ ǘ ǚ ǜ · î Î ï Ï • ñ Ñ • œ Œ Ô ô Ö ö Ø ø Œ œ • Ù ù Û û Ü ü • ŵ Ŵ • Ý ý Ÿ ÿ Ŷ ŷ • "" {{}} [[]] “” • — – ’ | … ~ # @ ¹ ² ³ ⁴ ⁵ ⁶ ⁷ ⁸ ⁹ ⁰ ½
Diouzhtu e teuio war wel ar c'hemmoù lakaet ganeoc'h.
- Evit ober taolioù-esae, grit gant ar poull-traezh.
- Na chomit ket etre daou soñj evit krouiñ ha gwellaat pennadoù. Emañ ar gumuniezh en-dro deoc'h evit gwiriañ danvez ar pennadoù.
- Menegit an holl vammennoù er c'hemmoù lakaet ganeoc'h a-benn ma vo posupl gwiriañ ho labour.
- Sinit hoc'h evezhiadennoù war ar pajennoù kaozeal gant peder zildenn (~~~~).
Kemennadenn war an holl bajennoù
- Evel war wikioù all em eus ouzhpennet un nebeud devezhioù zo ur gemennadenn a zeu war wel bremañ war holl bajennoù ar wiki evit merkañ e teu ar pennadoù eus an holloueziadur digor Wikipedia.
Dizarbenn tagadennoù
- D'an 8 viz C'hwevrer eo bet taget hor wiki gant un implijer dianav en deus diverket ouzhpenn 30 pajennad skrid, en o zouez ar pajennoù skoazell hag ar bajenn degemer. Dre chañs eo bet merzet 7 munutenn hepken goude ma vije bet kroget an dagadenn ha gallet ez eus bet stankañ ar moned ouzh an istrogell fallakr-se. Da c'houde eo bet adsavet an holl bajennoù diverket evel ma oant a-raok.
--Fulup 11 C'hwe 2006 da 21:50 (UTC)
- Tagadenn all. Diverket eo bet ar bajenn degemer ha skrivet ez eus bet warni kunujennoù e galleg a-enep d'hor wiki ha d'hol labour a-berzh un difennour eus ar "gwir brezoneg" sañset. Aesoc'h eo plantañ reuz e galleg eget dont da skoazellañ ar re all e brezhoneg moarvat. Nag a gasoni ma doue ! --Fulup 21 C'hwe 2006 da 22:53 (UTC)
Bot kentañ
- Bot (diwar robot) a reer eus goulevioù stlenn a labour war ar wikioù a-benn sevel kefredioù zo en un doare emgefreek. A bep seurt botoù zo. Goulennet em eus digant Eskimo staliañ e vot Eskimbot war hor wiki evit sevel liammoù etrewiki. Labourat a raio ar bot evit ouzhpennañ liammoù en hor wiki a gas war-du yezhoù all.
- A BOUEZ : Evit ouzhpennañ liammoù war-du ar brezhoneg adal ar wikioù all eo ret e vije bet krouet da nebeutañ ul liamm war-du ar pennadoù e brezhoneg er wikioù all. Ouzhpennet e vo al liammoù all gant ar bot. --Fulup 24 Meu 2006 da 17:59 (UTC)
Keleier eus an etrefas ha raktresoù all
- Un hizivadenn vras hag hollek eus etrefas ar wiki zo bet graet hiziv. An holl raktresoù zo bet lakaet troidigezh o etrefas da glotañ an eil gant egile. Kalz dale a oa betek-henn gant etrefas ar raktresoù all e-keñver hini Wikipedia. Ur bern traoù na oant ket troet war ar raktresoù all. Bremañ emañ troet an darn vrasañ eus ar menegoù e pep lec'h. Labourus eo bet met a-benn ar fin em eus gallet adpegañ er mekanik. Kendalc'het e vo da dreiñ an etrefas.
- Lañs zo bet roet da droidigezh lec'hienn Mediawiki, lec'hienn ofisiel diorren ar meziant Wiki.
- Mont a ra war-raok ar Wikeriadur a-drugarez da labour pennek Yun. Da vat eo loc'het ar raktres bremañ ha prop-tre eo gant e etrefas brezhonek nevez. Kit da welet me ho ped ha kemerit perzh ma c'hoarzh ouzhoc'h. Fulup 14 Gen 2007 da 19:18 (UTC)
- Setu, echuet em eus peurdreiñ 1500 neudennad an etrefas hiziv ! Nag un ebat ! Argaset eo bet an troiennoù saoznek, gwellaet eo bet an troidigezhioù e meur a lec'h; klasket em eus eeunaat ar yezh hag unvaniñ an dibab termenoù (lec'h zo c'hoazh da wellaat). Goulennet em eus ouzh an diorrourien nevesaat ar reizhiad hiziv. Dleout a rafe ar stumm nevez dont war wel en devezhioù o tont. Nevesaet e vo an etrefas en holl raktresoù war un dro. Bremañ e chom da welet penaos degas war hor wiki dibarzhioù zo war ar wikioù bras all ha na zeuer ket a-benn da lakaat war wel amañ (lañserioù disachañ a ginnig lizherennegoù diouzhtu er prenestr skridaozañ, da skouer). Fulup 24 Gen 2007 da 21:41 (UTC)
Gwiskadur ar wiki
Kemmet em eus gwiskadur ar wiki (enborzhiet diwar an hini e saosneg) evit gellout sevel patromoù en un doare aesoc'h: amañ. E saosneg eo pep tra evit ar mare. Met diwall da chom hep treiñ an traoù n'int ket displegadennoù hep efed, mod all ne yo ket en dro ken lodennoù bras eus ar wikipedia (hag ar patromoù da skouer ;-): d'am soñj eo gwelloc'h derc'hel ar yezh informatek e saosneg dre ma chom kuzh, hag e vije luzhiet tre lakaat pep tra e brezhoneg... Benoni 30 Gen 2007 da 14:47 (UTC)
Implijerien faos
Kalz tud a c'hoari krouiñ ur c'hont war ar wikipedia brezhoneg just 'vit ober un dastumadeg kontoù, met hep kemer perzh gwech ebet: ne ouezont ket brezhoneg zoken. An hini diwezhañ : Implijer:Scooter. Daoust hag e vez dalc'het seurt kontoù faos? Pe daoust hag-eñ ne vije ket gwelloc'h o diverkañ?Benoni 3 C'hwe 2007 da 18:39 (UTC)
- N'ouzon ket. Evidon-me, e-keit ha ma ne blantont ket reuz, n'on ket gwall chalet. Petra a vez graet er wikioù all? Fulup 3 C'hwe 2007 da 21:13 (UTC)
- Ya, moarvat emañ ar gwir ganit...Benoni 3 C'hwe 2007 da 23:20 (UTC)
- Ya, a-du gant Fulup. Chalet n'on ket re gante, met souezhet ne lâran ket. Ne gomprenan ket perak e fellfe da unan bennak "dastum" seurt kontoù gant an aezet m'emañ hen ober. M'añfin, keit ha ma ne vez ket jeu gante e vefe gwell leuskel anezhe e peoc'h d'am soñj. Ouzhpenn-se, n'eus ket, me gav din, reolenn resis ebet o tennañ d'ar fed ma rankfe un implijer/ez gallout kompren brezhoneg d'an nebeutañ evit gallout sevel ur gont. Ret eo anzav ivez ez eus un nebeudig implijerion/ezed divrezhoneger bet krouet ur gont gante amañ evit gallout reiñ un tammig sikour gant troùigoù zo p'am bez soñj mat. Setu, a-du ganeoc'h-c'hwi ho-taou: diouzh un tu ne gavan ket reizh sevel kontoù toull a-seurt-se, ha diouzh an tu all avat ne welan ket perak o lemel kuit pe o stankañ keit ha ma chomfent sioul. Chaletoc'h e vezan me gant an dud hag a c'houlenn (e saozneg peurliesañ) bezañ troet ur pennad diwar-bnn o skol en ur gêriadennig e Pologn me me 'oar me, met un afer all an hini eo hennezh mac'hat.
--Neal (Kaozeal) 4 C'hwe 2007 da 09:20 (UTC)
Demat. Ranket em eus stankañ Bianchi-Bihan e pad an noz. Kroget e oa da gunujenniñ ac'hanon en davarn en un doare taer-tre: sellet amañ. Evel-just, dre ma 'z on me an hini taget ne dalv ar stankadenn-mañ nemet betek ma teuje ur merour all d'ober war-dro evit distankañ pe kadarnaat ar stankadenn (ur stankadenn 24h am eus lakaet evit ar mare). Ar wech gentañ eo din stankañ un implijer all... A galon, Benoni (Kaozeadenn) 4 Mez 2007 da 00:22 (UTC)
- Kudenn ebet evidon. A-du. Hiraet am eus ar stankadenn betek ur sizhun. Displegadebnnoù hiroc'h war e bajenn implijer. --Neal (Kaozeal) 4 Mez 2007 da 05:28 (UTC)
B-B adarre
Demat, ranket 'm eus stankañ e pad ur sizun Implijer:Kergidu hag Implijer:Bernez Bernioù, frioù faos da Implijer:Bianchi-Bihan. Kenderc'hel a rae da embann daoust bezañ bet stanket e pad ur sizun. Benoni (Kaozeadenn) 7 Mez 2007 da 12:02 (UTC)
Merour nevez
Merour nevez: Dilennet eo bet Kadwalan d'ar 19 a viz Mezheven (s.o. Diell ennañ disoc'hoù ar votadeg)
Neal (Kaozeal) 20 Mez 2007 da 07:25 (UTC)
Stanket Bianchi-Bihan adarre
Ranket em eus stankañ Bianchi-Bihan evit ur sizunvezh p'en deus kendalc'het gant e emzalc'h tagus diehan daoust dezhañ bezañ bet lakaet war evezh ganin, gant Neal ha gant Kadwalan. E emzalc'h a zo o tistruj wikipedia tamm-ha-tamm pa digaloneka an holl da genlabourat amañ. Ne oar ket eskemm, nemet skeiñ war an holl. Ma saves a-enep d'ar stankadenn-mañ e c'helles distankañ Bianchi-Bihan, pe hiraat ar stankadenn ma gav n'eo ket hir a-walc'h ar stankadenn. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 30 Eos 2007 da 11:41 (UTC)
Hiraet ar stankadenn
Kavout a rae din e oa re verr padelezh ar stankadenn bet lakaet gant Benoni dreist-holl pa soñjer er fed ma n'eo ket homañ ar wezh kentañ m'eo bet lakaet an implijer-mañ war evezh ha stanket e gont implijer outañ zoken abalamour d'e emzalc'h hiniennel ha d'e dagadennoù personel. Goude bezañ gwelet penaos e klask livañ gevier adarre em eus divizet hiraat ar stankadenn. Hiroc'h-hirañ e vo ar stankadennoù mar kendalc'h gant an hevelep emzalc'h ur wezh bet distanket e gont betek ur stankadenn didermen da vat mar bez ezhomm. Mat e vefe d'an implijer-mañ disklêriañ emañ a-du evit labourat a-stroll hervez ar reolennoù hag ar c'hendivizoù boutin ha chom a-sav da bismigañ ha da dagañ an dud dizehan evit an abeg-mañ'n-abeg. Merour (Neal) (Kaozeal) 1 Gwe 2007 da 13:59 (UTC)
- A-du ganit. Dipitus eo degouezhout da seurt "pinijadenn" gant ur wikipediour a c'hell labourat mat pa fell dezhañ, ha gantañ ur brezhoneg a-feson ouzhpenn-se, perzh re ral war ar wikipedia-mañ. Ar pezh a zo diaes amañ eo e ra van Bianchi-Bihan chom hep kompren ar pezh a vez rebechet dezhañ, hag e adkrog gant e dagadennoù diouzhtu pa dap en-dro e wirioù implijer. Ma sav Bianchi-Bihan un destenn evit diskouezh mat en deus komprenet ar pezh na ya ket en e emzalc'h, o goulenn digarez ouzh an holl re en deus taget, hag o prometiñ e teuio en-dro war wikipedia gant ur spered kenlabour ha doujañs, e vijen prest d'e zistankañ raktal. Benoni (Kaozeadenn) 1 Gwe 2007 da 14:31 (UTC)
Stanket da vat kont Tangi Gwegen: fri-faos
Stanket da vat ha da viken kont Tangi Gwegen diwar ali daou verour all (Kadwalan ha Benoni). Abeg: Fri-faos Bianchi-Bihan: difennet groñs eo margodenniñ -- Merour (Neal) (Kaozeal) 12 Gwe 2007 da 12:16 (UTC)
Stanket kont Bianchi-Bihan
- Stanket kont Bianchi-Bihan e-pad ur sizhunvez. Abeg: emdalc'h tagnous ha tagadennoù personel. Displeget hiroc'h war e bajenn gaozeal hag amañ
-- Merour (Neal) (Kaozeal) 27 Her 2007 da 09:23 (UTC)
Bianchi-Bihan hag e frioù-faos
Hiraet eo bet ganin stankadenn Bianchi-Bihan eus pemzekteiz evit bezañ krouet 11 fri-faos (d'an nebeutañ). Setu amañ ar frioù-faos a zo bet kavet dre ur wiriekadenn ip:
- Implijer:Bernez Bernioù
- Implijer:Tangi Gwegen
- Implijer:Shelley Konk
- Implijer:Alan Delo
- Implijer:Rufus
- Implijer:Nihil Obstat
- Implijer:Ab Ostol
- Implijer:Kergidu
- Implijer:Lola Kola
- Implijer:Alfoñs ar C'hlas
- Implijer:Alfoñs ar Werenn
An holl frioù-faos-se a zo bet stanket da viken evel-just, dre ma z'eo difennet groñs margodenniñ. Benoni (Kaozeadenn) 3 Du 2007 da 01:06 (UTC)
Etrefas
- Echuet em eus klokaat troidigezh kalonenn an etrefas (100 %). Dleout a rafe ar cheñchamantoù dont war wel a-raok pell. Krog on gant klokadenn an astennoù ivez. Echuet hiziv klokaat troidigezh rann ar rummadoù (CategoryTree) hag ar rann jedoniel (Blahtex). Fulup 16 Kzu 2007 da 18:52 (UTC)
Bianchi-Bihan war evezh
Lakaet eo bet ganin Bianchi-Bihan war evezh adarre, evit e emzalc'h dañjerus evit ar raktres dre vras. Displegañ a ran en un doare un tammig hiroc'h war e bajenn kaozeal. Tagañ a ra bemdez a ziou hag a gleiz (daoust ma n'em kinnig atav evel an hini taget), c'hoari a ra ar roñfl o lakaat ar merourien da goll amzer o rankout addisplegañ kant gwech an hevelep tra, na zouj ket d'ar c'hendivizoù reolata, hag all. Pa ya mat pep tra, e krou aferioù eus netra (da skouer: krouiñ ur rummad evned pa oar mat-tre ez eus ur rummad laboused - diverket en deus ar meneg rummad:laboused war meur a bajenn-, ha goude plantañ reuz peogwir e nac'h e vije kendeuzet ar rummad doubl krouet gantañ). Hag all, Benoni (Kaozeadenn) 20 Kzu 2007 da 17:30 (UTC)
Bianchi-Bihan stanket
Sellit ivez ouzh: [Kaozeadenn Bianchi-Bihan (rann) Neal (Kaozeal) 7 Gen 2008 da 11:33 (UTC)
Lakaet e oa bet BB war evezh dija evit an abegoù-mañ:
- Setu an abegoù, diazezet war Wikipedia:Politikerezh stankañ:
- Tagadennoù personel diehan a enep da implijerien all.
- Emzalc'h diseven ha negativel o krouiñ un aergelc'h displijus evit ar re all dre vras
- Lakaat reuz en un doare diehan war wikipedia evit abegoù personel.
- Pajennoù e kaoz (e-touesk kantadoù a pajennoù all):
- hag all (bemdez e gav un abeg nevez evit tagañ, enebiñ ha plantañ reuz)
- Wikipedia a zo ur gumuniezh kizidig diazezet war ar c'henemglev hag an doujañs etre ar c'henlabourerien. E emzalc'h a lak en arvar ar raktres a bezh.
Stanket eo bet ganin evit ur sizhunvezh evit bezañ bet kendalc'het gant an emzalc'h a veze rebechet dezhañ a-us, hag evit nac'h d'ar reolennoù savet a-stroll: war an digejañ (etre kromelloù) ha war treuzskrivadur an hen-gresianeg (Orest/Orestes da skouer). Ouzhpenn-se en deus klasket ober amañ evel ma vefe un tabut personel (s.o. ouzh e c'hemennoù war an davarn ha war pajennoù kaozeal Fulub ha Ch. Rogel), o c'houzout moarvat e oa aet re bell, ha gant ar pal moarvat chom hep bezañ stanket. Evit bezañ sklaer war ar c'hemennadoù bet kaset gantañ a-gleiz hag a-zehou: n'eo ket un afer personel, ne labouran e mod ebet war mojennoù Hellaz kozh, hag ingal eo din ar pezh a ra BB war an dachenn-se, gant ma vo holloueziadurel hag e toujo d'ar c'hendivizoù reolata. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 30 Kzu 2007 da 11:53 (UTC)
- Klask a ran chom hep tagañ den ha Bianchi-Bihan en o zouez. Atav e pouezan war ar fed n'ez eus aotrouniezh ebet gant ar verourienn nemet ma vez fiziet dezho ur c'hefridienn tennet diwar un emziviz.
- Siwazh deomp, n'omp ket niverus ha n'eo ket aes kaout divizoù ha labourat evit ar wiki. Meur a wech e skridaozan tra pe dra hep mont da welout peseurt diviz a zo er pajennoù arbennik.
- Klasket em eus kompren eus petra zo kaoz er mare-mañ :
- Rummad:Laboused pe Rummad:Evned
- Aes eo kompren eo reishoc'h ober gant laboused p'eo evn ur furm dibaotoc'h implijet e Bro-Dreger dreist-holl. :Muioc'h c'hoazh p'eo bet savet labourioù renabliñ (Roland ar Mogn, levrioù al Lanv), graet eo bet gant laboused bewech.
- N'eus ket amzer da goll gant an dra-se.
- BB en deus kinniget ma vo savet ur votadeg dwb ar margodenniñ war abeg ez on unan eus ar verourien. Pep a skridaozer a c'hell aozañ ur votadeg, BB en o zouez.
- Koulskoude, p'en deus den ebet estreged BB kinniget ma vo aotreet ar margodenniñ, n'eus ket mall sevel ur votadeg ha gwelet e vo ma vo kinniget sevel unan. Me gav e tle chom difennet sevel margodennoù evel ar wikioù all, nemet pa vijent aotreet ar wiki-se gant ur votadeg. Un estonn-bras din e vefe ma yafe ar vrezhonegerien e-enep ar skiant vat.
- Koulskoude e kavan alies skañv a-walc'h an abegoù roet evit stankañ BB, nemet afer ar margodenniñ a gavan dichek en hor c'heñver holl.
- Goulenn a ran digant BB ha digant pep hini
- arguzenniñ war ar pajennoù kaozeadenn
- paouez gant ar arguzenn : ne 'm eus ket amzer mont da welout petra zo be graet en-araok. N'on ket evit implij al lavarenn "arguzenn doull" adarre, met pa weler galloudusted ar benveg enklask, e komprener eo ur arguzenn plat, da lavared eo dieiltro enep an den a respont evel-se. N'eus ket da anvezout eo bet graet ur fazi bihan pe devel. (dereatoc'h an termen, Neal?). --Ch. Rogel 6 Gen 2008 da 19:24 (UTC)
Ret eo anzav ne gomprenan pep tra bet skrivet gant Ch. Rogel na pell alese maet klask a rin respont o reiñ da c'hoût pe hini resis eo ma ali-me war an afer stankañ-mañ. E berr gomzoù ne gavan ket skañv na tamm ebet an abegoù bet roet evit stankañ Bianchi-Bihan, er c'hontrol avat e kavan eo bet graet war e dro gant kalz muioc'h a basianted evit ma vije bet graet war an darn vrasañ eus ar wikipediaoù all a anavezan ha d'am soñj e vije bet stanket e gont outañ abaoe pell dija da vat ha da viken war meur a wikipedia all ablamaour d'e emdalc'h hiniennel ha tagnous o klask plantañ reuz bewezh ma sav unan bennak a-enep d'e dibaboù personel-eñ. N'eus netra da welet na gant e sav-poentoù eñ (savet on bet a-du gant lod anezhe ha kemmet eo bet gwezh ha gwezhall traoù war ar raktres-mañ evit klotaat gant e sav-poentoù-eñ ivez) na gant ar fed ma vez savet meur a bennad gantañ (an darn vrasañ anezhe mat-tre o ferzh), rak n'en deus ket muioc'h a wirioù ur c'henlabourre bennak hervez an niver a bennadoù ma vez savet gantañ. Stanket (meur a wezh) eo bet evit an abegoù-mañ:
- Kunujennoù ha tagadennoù personel (anavezet gantañ pe get, ne vern). Ha profitañ a ran amañ evit reiñ da c'hoût ma vo stanket gnin da vat ha da viken diouzhtu adal bremañ n'eus forzh peseurt kenlabourer/ez a gav mat dezhe kununjenniñ kenlabourerion/ezed all - ma dever eo evel merour m'z on (eveldout ivez evel-just) lakaat an holl da blegañ d'ar pennaennoù ha d'ar reolennoù mont-en-dro diazez evit ma c'hell an hol labourat e peoc'h hep bezañ taget - hag ar verourion en o zouez;
- Chom hep doujañ da reolennoù ha kendivizoù bet tizhet dre votadeg pe dre genemglev en un doare diehan seul wezh na blij ket dezhañ disoc'h ar c'henemglevioù-se hag en desped d'ar fed m'o anavez mat-tre. Kollet eo bet ur bern amazer spontus ganin o kemmañ-digemmañ pennadoù bet savet gantañ evit o lakaat da glotaat gant kendivizoù war dachenn an daore da envel pennadoù;
- Sevel pennadoù doubl en desped d'ar fed m'eo bet lâret outañ m'o difennet ha m'eo bet goulennet outañ chom hep hen ober meur a wezh ha nueze klask cheu p'eo bet ranket kenteuziñ seurt pennadoù doubl;
- Margodenniñ, da lâret eo sevel hag implijout lieskontoù a-ratozh-kaer evit mont e-bioù d'ur stankadenn. Diouzh un tu eo difennet groñs (evit abegoù anat d'an holl) sevel lieskontoù evit plantañ reuz ha/pe evit mont e-bioù d'ur stankadenn (ha ret eo sklaeraat ar fed ma fell dezhañ ma vefe leusket an dud - da lârete eñ, rak ne vez kt graet gant implijer/ez ebet all - da vergodenniñ dre drougkemmeskañ ar gwir da svel lieskontoù...). Ha diouzh an tu all e ranker ivz derc'hel soñj eus ar fed ma oa bet stanket urzhiaterezhioù skol-veur roazhon dre ma oant bet implijet gantañ evit sevel seurt lieskontoù a-ratozh-kaer evit mergodenniñ. Hervezañ, evel-just, e oa dre faot ar verourion bet stanket gante an IPoù implijet gantañ evit mergodenniñ... souehusat arguzenn! Trawalc'h e vije bet an emdalc'h mat evit ma vije bet stanket e gont outañ da vat ha da viken war meur a wikipedia all.
Klemm a ra bewezh na vez ket lakaet e plesutr an erbedenn "assume good faith" en e geñver, met ret eo anzav eo diaes-tre hen ober pa anavezer pe hini eo bet emdalc'h betek-hen.
N'eo ket trawalc'h dezhañ klask lakaat an dud da grediñ eo bet taget gant ar verourion en un doare personel dre glask lakaat an holl arguzennoù da vezañ arguzennoù ad hominem - pa glasker un tammig e kaver fedoù fetis a-leizh a laka a wel d'an holl pe hini eo e emdalc'h war ar raktres-mañ. ha mr fll da unna bennak lnn ar pezh a soñj kenlabouererion "neptuoc'h" evidon diwar-benn e emdalc'h hag ivez an doare ma respont B-B ouzh an neb a skriv un dra bennak a-enep d'e emdalc'h n'eus ket met lenn ar pezh a skrivas Ronan amañ
Aet on skuizh-marv gant e emdalc'h hag a laka ac'hanon ha tud all da goll ur bern amzer o respont dezhañ o lâret hag adlâret ar memestra gwezh ha gwezh all hag o vezañ taget bewezh ma klaskan lakaat anezhañ da doujañ ouzh an hevlep reolennoù ma vez doujet oute gant an holl re all.
Marteze e vefe ret en em c'houlenn un tamm perak eo bet stanket ken alies all, rak war ar raktres-mañ ne vez stanket kaze den ebet. Marteze (hervezañ sur a-walc'h) peogwir ez eus daou verour spontus ac'h a war e lerc'h diehan (hag ez an, evel-just, bewezh ma klask mont e-bioù d'ar rolennoù) pe marteze a-walc'h peogwir n'eo ket deut a-benn da gompren mont en-dro a-stroll ar wikipedia ha klask a ra e lakaat d'e bark peuriñ personel war digarez an niver bras a bennadoù bet savet gantañ kentoc'h evit klask labourat a-skipalh evel an holl r all o toujañ d'r c'henemglevioù a-stroll ha d'ar pennaennoù ha d'ar pnnreolennoù diazez.
A galon, Neal (Kaozeal) 7 Gen 2008 da 11:32 (UTC)
- Pa lavaran skañv e menegan an dooare eztaoliñ ar rebechoù : gwelout a ran ez eus tagadennoù dichek ha diabeg en da geñver ha hini Benoni ha ma ne baouez ket BB hen ober e vo dija un abeg evit ar stankañ. Me zo a-du gant ar vanniel "war evezh" evit an ampouent, met ret eo kaout un diviz a-raok mont pelloc'h. Ha mont buan ivez.
Met goulenn a ran ma vo eztaolet klaer ha berr an abegoù ma 'z eus evit stankañ kont un implijer dindan stumm ur roll ha ma vo goulennet da bep merour ha da bep implijer reiñ un ali evit lakaat war evezh ha, goude ur frapad amzer, kinnig ar stankañ. Pa vo pep implijer prest da evezhiañ ha da reizhañ ar pezh a zo berzhet pe dichek e-keñver ar gumuniezh, ne vo ket mui d'ar verourien da reizhañ ha da adlakaat : graet e vo gant ar gumuniezh. Pa vo ur seurt roll an traou difeson silet gant BB pe un all e c'hellin kregiñ gant an difaziañ ha reiñ ma ali war ar stankañ.
A-hend-all m'eus ket mui soñj eus penaos lenn ar chomlec'hioù IP? Me zo prest da chaseal ar margodennoù ivez. --Ch. Rogel 9 Gen 2008 da 00:01 (UTC)
- Kroget ganin a-is. Leuniet e vo an doser tamm-ha-tamm... Mod all, n'eus den ebet war ar wikipedia brezhonek gouest da lenn chomlec'hioù ip: ret eo mont war meta evit kement-mañ ha sevel ur goulenn. Benoni (Kaozeadenn) 15 Gen 2008 da 00:35 (UTC)
Bianchi-Bihan hag ar patrom "war evezh"
Bianchi-Bihan a oa bet lakaet war evezh ganin evit e emzalc'h. Aet e oa Neal a-du ganin: Kaozeadenn_Implijer:Neal#Bianchi-Bihan_war_evezh. Teir gwech dija avat en deus klasket Bianchi-Bihan kuzhat e oa war evezh: [1], [2], [3]. Adlkaet eo bet an evezh ganin bewech. Ar wech a zeu ez on ali stankañ anezhañ evit kement-mañ. Petra soñjit? War n'eus forzh peseurt wikipedia all e vefe bet stanket evit kement-mañ dija. Benoni (Kaozeadenn) 8 Gen 2008 da 12:26 (UTC)
Doser Bianchi-Bihan
Evit respont da goulenn Ch. Rogel a-us, e vo listennet a-is ar c'hudennoù pennañ savet gant emzalc'h Bianchi-Bihan. Dibosubl e vo listennañ pep tra dre m'eo e emzalc'h pemdeziek dre vras a zo e kaoz, met klasket e vo reiñ ur sell al ledanañ posubl d'ar c'hudennoù savet gant an implijer-mañ, hag a lak dazont ar wikipedia brezhonek en arvar. Krouet am eus ar rannbennad-mañ, met an holl merourien a c'hell e leuniañ evel-just. Is-rummadoù a savan evit ma vo sklaeroc'h an traoù. Benoni (Kaozeadenn) 15 Gen 2008 da 00:24 (UTC)
Tagadennoù diehan a-enep d'an implijerien all (ha dreist-holl d'ar merourien)
- Lakaat da gompren e vefe "naziek" emdalc'h merourion 'zo dre dindan [6]
- Amañ ivez e laka da grediñ ne labour merourien zo nemet hervez o froudenn. --Kadwalan 30 Gen 2008 da 14:34 (UTC)
- Amañ e ra gant kunujennoù. --Kadwalan 13 Her 2011 da 17:21 (UTC)
Lakaat reuz en un doare diehan war wikipedia evit abegoù personel
- Nac'h a ra Bianchi-Bihan dalc'hmat lakaat ar patrom {{digejañ}} war ar pajennoù digejañ. Ret eo atav da Neal ha da vBenoni en lakaat. Ret eo gouzout hag hep ar patrom-se e vez kollet ar robotoù a lak liammoù etrewiki, hag e vez kollet kalz amzer. Un dek gwech bennak dija ez eo bet goulennet seven digant Bianchi-Bihan lakaat ar patrom-se gant ar merourien. Ur wech ouzhpenn en deus nac'het. P'en deus kredet Benoni lakaat ar patrom-se o lavar sklaer e oa aet skuizh en ober, e sav reuz Bianchi-Bihan : en davarn [7] ha war ar bajenn savet gant Bianchi-Bihan evit klemm a-enep d'ar merourien [8].
- Kaozeal:Caligula: Kas reuz pa oar mat-tre eo difennet margodenniñ. E emzalc'h war ar bajenn kaozeal-mañ a zo dedennus evit kompren e doare da blantañ reuz war wikipedia: kas kemmoù dre chomlec'hioù ip (amañ), mont a-du gant ar chomlec'h ip ha tagañ dre falstamalloù un implijer all (amañ, amañ hag amañ). Seurt istorioù a c'hoarvezh reoliek siwazh evit wikipedia.
Emzalc'h diseven ha negativel o krouiñ un aergelc'h displijus evit ar re all dre vras
- Kaozeal:Olympos
- Kaozeal:Emilia-Romagna
- Kaozeadenn Wikipedia:Margodenn
- Kaozeal:Cyrenaica
- Kaozeadenn Rummad:Evned
- [11]
- Kaozeadenn Rummad:Sent katolik hag ortodoksel
- Amañ ivez --Kadwalan 30 Gen 2008 da 14:35 (UTC)
Chom hep doujañ d'ar c'hendivizoù, ha dre vras d'ar reolennoù kenvevañ war wikipedia
- Kendivizoù reolata a vez nac'het gantañ heuilhañ reoliek:
Da skouer, un lodenn eus ar pennad bet ranket adnvel war e lerc'h: [12]
- Sevel pennadoù doubl evit gallout ober gant un titl a blij muioc'h dezhañ evit un titl all bet implijet evit sevel an hevelep pennad, peurliesañ o klask mont e-bioù da gendivizoù, d.s. [[13]
Da skouer (adarre): Kybele. Savet ur pennad gant B-B gantañ da ditl Kibele hep doujañ ouzh ar reolenn envel war an dachenn-mañ ha neuze e oa bet savet ur pennad doubl dre ma oa bet savet dija ur pennad gantañ ar stumm reizh Kybele. Ret neuze kenteuziñ, diverkañ hag adenvel. Nag a mazer gollet adarre dre ma ne fell ket dezhañ doujañ d'ur reolenn envel bet degemeret ha lakaet da ofisiel dre votadeg. Neal (Kaozeal) 16 Gen 2008 da 14:36 (UTC)
- Sevel pennadoù doubl abalamour ma tisplij dezhañ ar pezh a oa graet en ur pennad bet savet gantañ peurliesañ, da-heul ali ar muiañ niver zoken. diverkañ a ra an adkas da skrivañ eno danvez ar pennad a-raok ar c'hemmoù e-lec'h degas kemmoù war ar bajenn e lec'h m'emañ istor ar c'hemmoù. Da skouer eno eno, hag eno c'hoazh.--Kadwalan 13 Her 2011 da 17:21 (UTC)
- Plantañ reuz ha brezelioù embann o sevel pennadoù diwar penngerioù a sav diaesterioù diwar-benn o implij en ur pennad savet gantañ hep klask kavout un diskoulm da gentañ o kaozeal gant ar re a ra veneg eus ar gudenn. Sellet Amañ. --Kadwalan 30 Gen 2008 da 14:40 (UTC)
Margodenniñ
- Difenn a ra B-B ar gwir da vargodenniñ dre glask lakaat an dud da grediñ e vefe ar meme tra evit ar gwir da gaout ha da implijout lieskontoù[14]. ha [15]. Difennet groñs eo margodenniñ ha daoust ha ma c'hell difenn ar pezh en deus c'hoant ne c'hell ket terriñ seurt reolennoù difennet gantañ pe get.
Setu a-is ul lodenn eus ar margodennoù implijet gant Bianchi-Bihan:
- Implijer:Bernez Bernioù
- Implijer:Tangi Gwegen
- Implijer:Shelley Konk
- Implijer:Alan Delo
- Implijer:Rufus
- Implijer:Nihil Obstat
- Implijer:Ab Ostol
- Implijer:Kergidu
- Implijer:Lola Kola
- Implijer:Alfoñs ar C'hlas
- Implijer:Alfoñs ar Werenn
Kudennoù all
Troidigezh an etrefas
- Echuet hiziv nevesaat ha klokaat troidigezh an etrefas. Troet eo 100 % bremañ ha difaziet ar menegoù a oa bet degaset cheñchamant enno er mizioù tremenet. --Fulup 7 Eos 2009 da 19:21 (UTC)
Etrefas
- Emeur o tegas cheñchamantoù brazik da etrefas ar wiki er mare-mañ. Kinniget ez eus dija un endro nevez dre ur beta a c'hall an implijerien dibab ober gantañ pe get (sellet ouzh ar c'hinnig e laez ar pajennoù). N'ouzet ket c'hoazh hag-eñ e vo lakaet ar beta-se dre ret d'an holl er mizioù a zeu pe hag-eñ e chomo un dibab personel. Troet eo bet ar menegoù anezhañ e brezhoneg evit ar re a garfe ober gantañ. Meur a wellaenn zo bet degaset d'ar prenestr skridaozañ gant ar beta-se. A-barzh pell e teuio ur cheñchamant war ar mod da verañ ar pajennoù kaozeal war ar wiki ivez. Emaon c'hoazh o treiñ al lodenn nevez-se. Evit kemer perzh ingal el labour treiñ ha nevesaat etrefas ar wiki, lakait hoc'h anv amañ. --Fulup 17 Gwe 2009 da 12:13 (UTC)
Merañ klemm Meven
SELLIT OUZH AN DIELL-MAÑ EVIT GOÛT HIROC'H
Evel merour ma'z out e vefe mat dit reiñ da soñj diwar-benn an afer-mañ. Grevus-tre e c'hellfe an traoù dont da vezañ war a welan. A galon, Neal (Kaozeal) 25 Her 2009 da 17:51 (UTC)
- Evel am eus bet tro da zisplegañ e lec'h all e kav din emañ kudennoù ar wiki brezhonek da vezañ meret war ar wiki brezhonek. Kavout a ra din ivez n'emaomp ket diwar re a implijerien oberiant. Diwar se e kinnigan lezel an traoù da sioulaat e-pad ur frapadig amzer, 15tez lakaomp ha, m'emaoc'h a-du, mont e darempred gant Meven goude-se evit gwelet hag-eñ ez eus tu da zistankañ e gont gant ma asanto en em ober diouzh ar mont en-dro stroll. Dre an eskemm etre an implijerien e rank an tabutoù bezañ diskoulmet (gt ur vot diouzh un dro), n'emañ ket ar wirionez rik gant den ebet morse. --Fulup 26 Her 2009 da 16:00 (UTC)
- Salud. Lennet da gemennadenn. Mat eo din ma vo siouloc'h an traoù er wikipedia brezhonek, anat dit. Kalonek e kavan e kinnigfes mont e darempred gant Meven a-benn lakaat plaen(oc'h) an traoù met goude bezañ e welet ha goude bezañ klevet kaoz eus e emzalc'h e-keñver obererezhioù / aozadurioù brezhonek all n'on ket sur e vefe un dra vat e tistrofe. Pegeit e pado ar pennad sioul? Den ne oar. Ouzhpenn dibaboù yezh e sav kudennoù abalamour d'e emzalc'h, amañ hag er vuhez wir. Din-me e rankfe diskuizhañ. Ha penaos disoñjal en deus kredet mont e darempred gant tud a hañval bezañ e-touez enebourien washañ hor yezh? Taget on bet gantañ, hervezañ e vijen bet ki bihan Bianchi-Bihan, n'ouzon ket penaos en deus gallet ijinañ un dra bennak evel-se. Ma komprenan e c'hall an dud bezañ tapet gant traoù all (din e c'hoarvez ivez) e rankan anzav ivez e kavfen dereat ma vefe doujet da zisentezioù Neal, e-pad ur pennad mat eo bet ar merour nemetañ o plediñ gant an afer-se. A galon. --Ex-Smith 26 Her 2009 da 16:10 (UTC)
- Ne rin netra hep kaout soñj Neal ivez. Ret eo d'ar verourien bezañ a-du war an afer-se. Neal en deus goulennet ouzhin reiñ ma soñj, setu e klaskan un hent, un diskoulm. Ne goller netra o klask renkañ an traoù nemet un tammig e c'haller koll e amzer evel-just. Ma vez aotreet Meven da zistreiñ ha ma trenk ar soubenn en-dro, aze e vo sklaer ar jeu. Marteze ne asanto ket Meven distreiñ forzh penaos, n'ouzon ket petra soñj e gwirionez. --Fulup 26 Her 2009 da 16:20 (UTC)
- Gwall daget on bet, gant meur a hini all, gant ar Meven-se, ha meur a wezh e oa bet lakaet war evezh abalamour de emzalc'h ha n'eo ket abalamour d'e divbaboù yezh, evel-just, daoust d'ar pezh mar fellfe dezhañ lakaat an dud da grediñ. Ken gwir all eo avat ma ra diouer a dud ar raktres-mañ. REt e vefe kaozeal gantañ ha laat an traoù sklaer-kenañ a-raok soñjal e leuskel anezhañ da distreiñ, rak ur riskl bras e vefe ma adstagfe adarre gant seurt emzalc'hioù. Ret e vefe pouezañ an daou du: koll ur c'henlabourer pe koll kenlabourerion all abalamour dezhañ ha lakaat ar raktres en arvar da vat. Sklaer eo ar fed m'eo prest da vont betek penn ha klask skoazell enebourion ar brezhoneg ouzhpenn ar c'hunujennoù personel hag ar gevier evit lakaat e sa-poent personel-eñ da dalvezout a-us da vad ar gumuniezh. Kaozeal 'zo mat, evel-just, ha digor on atav da glevet ar pezh o deus an holl da lâret, met eñ an hini eo en deus klasket kas an traoù an uhelañ posubl a-raok bezañ klasket un diskoulm dre gaozeal war-eeun gant merourion all ar raktres-mañ. Un tammig etre daou 'on... Neal (Kaozeal) 26 Her 2009 da 17:59 (UTC)
- Deoc'h da lavaret din neuze. Ret eo bezañ a-du mat a-raok fiñval. Evit poent e chom stanket Meven da viken evel m'eo bet lakaet gant Neal. Ne rin netra ma kav deoc'h eo mat chom evel-se, n'on ket bet oberiant a-walc'h er mizioù tremenet evit santout an traoù eveldoc'h ha kemer un intrudu na vefe ket sammet gant an holl. An dalc'h eo, hag-eñ e kav deoc'h en deus degaset Meven danvez talvoudus en holloueziadur en tu all d'an tabutoù yezh pe tud ? Talvezout a ra ar boan klask kaozeal evit ma tistrofe pe get ? --Fulup 27 Her 2009 da 16:04 (UTC)
Ali ar verourion (embannet war ar wiki e galleg)
Ali ur merour (Ch. Rogel)
- Je suis un administrateur provisoirement dormant du Wikipédia en breton et un ancien contributeur du Wikipédia en français. Je reviendrai sur l'un et l'autre quand j'en aurai à nouveau le temps.
Je ne peux que souligner les points suivants :
- Si Bianchi-Bihan ou quelqu'un autre fait du vandalisme, c'est l'affaire de chaque Wikipédia
- J'ai toujours dit que les administrateurs n'ont pas beaucoup plus de pouvoir que le contributeur de base, sauf de bloquer, et que leur légitimité à bloquer découle de leur capacité à se concerter et faire passer des règles de comportement claires et admissibles
- J'ignore ce que Meven a écrit, mais je vais essayer d'aller voir
- Quand j'étais actif, je prônais la manière douce vis-à-vis de Bianchi-Bihan quelles que soient les remarques à faire sur sa manière de contribuer
- Neal a plutôt été très engagé et l'a bloqué temporairement assez souvent
- Neal est un administrateur actif et compétent dont l'apport au Wikipedia breton est très important. Pour différentes raisons, et entre autres, son lieu de résidence habituel, il n'est pas partie prenante de nombre de querelles plus ou moins mesquines qui ont cours en Bretagne.
- J'ai malheureusement loupé les péripéties des dernières élections. J'espère qu'il y aura de plus en plus d'administrateurs et que les points de vue s'auto-équilibreront. C'est normal que le petit monde des brittophones connaisse des tempêtes ridicules. La jeune génération, formée dans les filières d'enseignement en breton, apportera un grand bol d'air. Un peu de patience ! Ch. Rogel 26 octobre 2009 à 23:29 (CET)
Ali ur merour (Fulup)
Je suis également administrateur du wikipédia de langue bretonne depuis plusieurs années et, en l'occurrence, je partage l'avis de Neal sur ce sujet. Il s'agit en fait surtout, comme bien souvent, de conflits terminologiques et d'éditions qui ont dégénéré entre certains utilisateurs. Meven a été bloqué du fait d'une attitude agressive et, pour le moment, je pense que c'est la meilleure solution, le temps que chacun reprenne ses esprits, et que le calme revienne sur un wiki qui autrement progresse plutôt bien et qui vient de passer les 30 000 articles aujourd'hui. La wikipedia de langue bretonne n'a pas trop d'utilisateurs actifs et personnellement je n'aime donc pas en perdre. Si les autres administrateurs sont d'accords pour une médiation je me propose de rentrer en relation avec Meven pour voir s'il est possible d'envisager à moyen terme un lever du blocage quand l'orage se sera calmé. Fulup