Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 05 bloaz 2008

Eus Wikipedia

28/01/2008 — 03/02/2008

skrivañ un dra bennak er pempvet sizhun eus 2008 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Karl Veur, Karl Voal, hag ar re all[kemmañ ar vammenn]

Ali on ganit evit a sell implij an anv-gwan. Keñveriañ gant ar c'hembraeg "Hywel dda". --Kadwalan 30 Gen 2008 da 14:06 (UTC)[respont]
Pa 'm eus graet gant Karl Veur ha Charlez ar Moal em eus klasket petra vez desket d'ar skolidi (levrioù TES). Poellek eo pa vez graet eus Karl Veur, un unpenn germanek ha Charlez ar Moal un unpenn henc'hallek. Perak klask lakaat pep tra a-blom? N'eo ket poellek ar yezhoù ha n'eo ket da dud ar Wikipedia d'o kompouezhañ. --Ch. Rogel 10 C'hwe 2008 da 23:41 (UTC)[respont]

Aesoc'h c'hwezañ an tan eget kaozeal[kemmañ ar vammenn]

Poent gervel ar bomperien: unan bennak a c'hallfe bezañ o klask c'hwezhañ an tan.
Pa lavarez ez eo te an hini en deus kroget ar brezelig-se o kemmañ ar c'heriaoueg implijet hep ober kinnig ebet war ar bajenn kaozeal hag o chom hep respont d'ar pezh a ginnigen war pajenn kaozeal ar pennad-se evit renkañ ar gudenn. Hag ouzhpenn e ledez ar brezel a savez hep klask kaozeal ur munut o krouiñ pennadoù all gant ar gerioù a save kudenn diwarno. Plijout a ra dit plantañ reuz hep klask renkañ ar gudenn da gentañ. An holl amañ a anavo da zoareoù ober kustum. Ma ne baouezez ket plantañ reuz e lec'h kaozeal en un doare sirius e vo stanket ouzhit. --Kadwalan 30 Gen 2008 da 03:24 (UTC)[respont]

Ar fedoù hag ar gourdrouz[kemmañ ar vammenn]

Istor:

  1. savet ur pennad ganin, implijet ganin ar ger sofour
  2. ne blij ket ar ger da Gadwallan, lakaat a ra sofist
  3. adlakaat a ran sofour, ha lavarout ne oa abeg ebet d'ober ar c'hemm graet hep kaozeal.

Ar peurrest a weler en istor ar pennad Lucius Flavius Philostratus‎, yec'hed dezhañ. Din eo sklaer piv a ra brezel.

  • Teurel a ran evezh ouzh un draig: Hag ouzhpenn e ledez ar brezel a savez hep klask kaozeal ur munut o krouiñ pennadoù all gant ar gerioù a save kudenn diwarno. Tamallet ez eus din krouiñ pennadoù. Petra eo pal wikipedia 'ta? Krouiñ pennadoù holloueziadurel? Pe difenn ouzh an dud da ober pa ne reont ket gant ar ger "sofist"? Setu petra eo plantañ reuz (sic). An doare arguzenniñ -se eo ar sofouriezh just a-walc'h. Pe ur seurt anezhi.
  • Er pennad prederouriezh eo bet implijet sofour gant Rogel ivez. Abaoe 2005! Tri bloaz zo dija! N'eo ket kemmet gant Kadwallan c'hoazh. Bianchi-Bihan 30 Gen 2008 da 03:46 (UTC)[respont]
Abalamour d'an tagadennoù personnel disol a rez ouzhin evel merour o lavaret adarre e ran reizhadennoù hervez ma froudenn, o lavaret e tifennan ober gant ur ger pa ouzez ervat n'eo ket gwir, o lavaret e tamallan ouzhit krouiñ pennadoù pa n'eo ket gwir, hag abalamour d'az emzalc'h heg ha kontrol d'ar c'henlabour zo da hini abaoe mizioù e-keñver ar verourien e stankañ ac'hanout e-pad un devezh dit da zistanañ. Lakaat a rez an dud da goll energiezh hag amzer evit netra. --Kadwalan 30 Gen 2008 da 04:29 (UTC)[respont]

Ar fedoù hag al lenn person(n)el anezho[kemmañ ar vammenn]

Respont a garfen d'al linennoù uheloc'h. D'am soñj n'eo ket brav komz eus "tagadennoù perso(n)nel" pa n'eus hini ebet. Ma vije, e vije aes diskouez anezho. Pelec'h emaint?

  • Me avat a denn kentel eus frazennoù an hini a skriv Hag ouzhpenn e ledez ar brezel a savez hep klask kaozeal ur munut o krouiñ pennadoù all gant ar gerioù a save kudenn diwarno. Lakaomp n'eo ket un tamall:petra eo neuze?
    • N'eo ket sevel brezel pediñ an dud da zont d'ober anaoudegezh gant ar pennadoù, ha reiñ o ali ma fell dezho, ha reiñ eno, el lec'h mat, ha n'eo ket amañ.
    • Hervez wikipedia: Politikerezh stankañ Difennet-groñs eo stankañ implijerion/ezed evit klask bezañ trec'h war un tabut. Ne c'hell ket ar verourion stankañ implijerion/ezed m'emaint o tabutal gante diwar-benn danvez ur pennad pe ur politikerezh bennak. Mar sav ur gudenn a seurt-se, ret eo d'ar merour mont e darempred gant ar verourion all ha goulenn o ali digante. N'eo ket tamall a ran, met 'm eus aon eo bet torret ar reolenn Difennet-groñs . Klaoustre e vo skañv da gastiz. Bianchi-Bihan 31 Gen 2008 da 08:51 (UTC)[respont]
Ar stankadenn am eus divizet n'he deus mann da welet gant an tabut zo diwar-benn choaz ur ger evel ma skrivez. Divizet eo bet abalamour da'z emzalc'h. skañv e oa rak n'eo ket ar wezh kentañ e sav kudennoù a seurt-se ganit. Gwelloc'h e vefe gouestlañ hon energiezh hag hon amzer d'ar c'hudennoù fetis a sav hag en doare "pozitivel". Evidon eo echu ar gaoz war ar c'hraf-mañ.--Kadwalan 31 Gen 2008 da 09:44 (UTC)[respont]
  • Sur on evel just, ken ez on, n'eus mann da welout. Pa vez tamallet traoù ken dispis hag "emzalc'h", "kudennoù a seurt-se", hep resisaat netra, e vezan troet da soñjal ne gaver netra da resisaat.
  • Ma ne vije ket graet brezel d'ar pennadoù a savan (hir eo al listenn!) ne vije ket kollet amzer. Bianchi-Bihan 31 Gen 2008 da 10:15 (UTC)[respont]
Evito da vezañ dispis dit em eus aon az teus komprenet mat-kenañ eus petra e oa kaoz. Gwell a se dimp holl. Ne ran ket brezel da'z pennadoù na dit-te. --Kadwalan 31 Gen 2008 da 10:55 (UTC)[respont]

Ne gomprenan ket (ur wech c'hoazh) perak en deus cheñchet Kadwallan ar ger sofist, rak n'en deus aotrouniezh ebet evit e ober. Ar pezh a c'hell ober a zo skrivañ er pajenn gaozeadenn ne seblant ket dezhañ eo reizh ober gant "sofour" ha goulenn ali ar re all. Ar droad a oa gant Bianchi-Bihan adlakaat sofour pa ne oa ket tud o klemm diwar ar fed-se. Gwareziñ ar pennad a oa direizh toud. AR VEROURIEN N'O DEUS AOTROUNIEZH EBET WAR AR YEZH (NAG AN HINIENNOÙ ALL). Dezho eo da vroudañ an dud da zivizout war an dislavarioù pennañ, reizhañ traouigoù direizh (e-keñver ar ster koulz hag an doare-skrivañ). An aotrouniezh war furmoù ar gerioù a zo gant an holl wikipedourien. Ret eo kaout reizherien c'houiziek, prest da zegas o alioù fur ha fetis, gant ma ne 'z aint ket da vistri dibleg ar yezh.
Ret eo kompren ne vo ket stabilet furmoù'zo bloavezioù-pad ha diwar alioù ur bern wikipedourien. Atav e vo ur brezelig etre glanyezhourien ha tud ar brezhoneg etrebroadelet. E pep yezh e vez kavet an enebiezh-se. N'eo ket un afer. Cheñch a ra ar yezhoù bemdez. --Ch. Rogel 11 C'hwe 2008 da 00:10 (UTC)[respont]

Pedet oc'h da reiñ hoc'h ali. Trugarez. Benoni (Kaozeadenn) 2 C'hwe 2008 da 22:16 (UTC)[respont]