Kaozeadenn Wikipedia:Margodenn
mergodenn, margodenn, merc'hodenn? roit o sonj --Neal 10 Kzu 2006 da 17:10 (UTC)
- Er yezh lennek e tiforc'her peurliesañ merc'hodenn (muñeca) eus margodenn (títere pe marioneta). Fulup 10 Kzu 2006 da 18:00 (UTC)
- gwelloc'h "margodenn" amañ neuze d'am soñj. Trugarez.--Neal 10 Kzu 2006 da 18:38 (UTC)
Ar pennad-se n'eo nemet ur bajennad soñjoù personel. E wikipedia eo ar c'henemglev ar reolenn diazez. Bianchi-Bihan 28 Du 2007 da 10:15 (UTC)
Troidigezh (???)
[kemmañ ar vammenn]- Gwir eo pezh a lavar Benoni diforc'h) (ist) . . Wikipedia:Margodenn; 10:23 . . (-44) . . Benoni (kaozeadenn | degasadennoù) (Un droidigezh eo ar bajenn eus ur bennaenn boutin d'an holl wikipediaoù) .
- Gwir eo, hag ar memes tra a vo kavet en holl wikipediaoù, sklaer evel lagad an naer!
- Pa seller mat koulskoude, e weler ne gaver ket ar memes tra en holl wikipediaoù.
- Neuze, mar deo un droidigezh evit gwir, e vo lavaret deomp diwar pe hini eo troet hag e vo gwelet pegen mat eo an droidigezh.
- Goude e vo goulennet soñjoù an holl.
- Ha da c'hortoz, peogwir n'eus ket reolennoù personel, na reolennoù kiloberius, n'hall ket bezañ ur reolenn, sklaer evel lagad an naer. Bianchi-Bihan 28 Du 2007 da 10:47 (UTC)
- Troet eo bet diwar ar saozneg: sellet ouzh istor ar bajenn. Benoni (Kaozeadenn) 28 Du 2007 da 11:50 (UTC)
Troidigezh ha reolenn
[kemmañ ar vammenn]- Da c'hortoz gwelout ar c'hemmoù etre ar skridoù saoznek, brezhonek, hag all, n'hall ket ur skrid bezañ lakaet da reolenn nemet gant an asant an holl: kenemglev eo reolenn diazez ar wikipedia, ne gredan ket e vije bet goulennet ali an holl: un emglev etre daou n'eo ket kenemglev.
- Daoust hag asant an holl eo lakaat ur reolenn da vezañ kiloberius? Un nevezinti a bouez e vije. Bianchi-Bihan 28 Du 2007 da 14:18 (UTC)
Displegadenn berr-ha-berr
[kemmañ ar vammenn]Bezo pe vezo, ha kaer em eus klask, ne deuan ket a-benn da gavout tamm abeg ebet evit leuskel an dud, n'eus forzh pesuert hini e vefe, da grouiñ lieskontoù evit margodenniñ, da lâret eo evit mont e-bioù d'ar pennreolennoù, d.s. evit kalsk mont e-bioù d'ur stankadenn war o c'hont-implijer, evit klask votiñ an hevelep den meur a wezh dreist-holl. Difennet eo margodenniñ rak ne dalvez nemt da blntañ reuz ha difennet eo plantañ reuz... Diouzh an tu all avat, e oa bet lakaet e plesutr meur a reolenn a seurt-mañ (ne lâran ket honnezh resis met dre vras) kalzig amzer 'zo ha ne oa ket ur voaz votiñ pep tra evel ma c'houlennez te. N'haller ket mont war gil o klask votiñ reolennoù mont-en-dro boas abaoe keit all war digarez ma n'emañ ket a-du gante an implijer-mañ-'n -implijet degouezhet war ar raktres-mañ da c'houde (ne lâran ket te, lâretr a ran dre vras). Hag ur gudenn resis ez us hervezout gant ar reolenn-mañ? Ne vefe ket fall lâret pe hini resisoc'h evit gallout kas un tamm kaoz en-dro diwar he fenn Neal (Kaozeal) 28 Du 2007 da 16:36 (UTC)
Respont berr-ha-berr
[kemmañ ar vammenn]- Skrivañ a rez: ne deuan ket a-benn da gavout tamm abeg ebet evit leuskel an dud, n'eus forzh peseurt hini e vefe, da grouiñ lieskontoù evit margodenniñ,
- Un ali talvoudus eo, met ret eo goulenn digant an dud hag-eñ eo o ali ivez a-raok lakaat an dra-se da reolenn.
- Dre vras, war Internet, ar reolenn nemeti eo ar frankiz. Ret eo bet bevenniñ ar frankiz-se gant reolennoù, e wikipedia hag e meur a lec'h all. Met difenn al lieskontoù n'eo ket ar reolenn.
- Daou dra zo: lieskontoù (ha n'int ket difennet er wikipedia dre vras) en un tu, ha lakaat reuz, dizurzh en tu all. Fellout a ra dit meskañ an daou. Marteze ne vez ket mesket gant an holl?
- Reolennoù zo bet savet etre daou zen, homañ evel ar re all, a c'haller kaozeal diwar o fenn, gwir pep kenlabourer eo, ha lakaat votiñ warno, peogwir e lakaer votiñ diwar-benn traoù skiantel, evel anvioù pibien ha rouaned, ha me oar petra c'hoazh.
- N'on ket troet gant votiñ, nemet pa vez ezhomm. Lavarout a ran ez eus ezhomm pa vez lakaet savpoent un den pe zaou da reolenn. Ma vez a-du ar gumuniezh e vo reolenn ar gumuniezh. Diwar neuze, ha n'eo ket a-raok. Hag evit gouzout n'eus nemet votiñ.
- Un ali talvoudus eo, met ret eo goulenn digant an dud hag-eñ eo o ali ivez a-raok lakaat an dra-se da reolenn.
- Skrivañ a rez: N'haller ket mont war gil o klask votiñ reolennoù mont-en-dro boas abaoe keit all war digarez ma n'emañ ket a-du gante an implijer-mañ-'n -implijet degouezhet war ar raktres-mañ da c'houde
- D'am soñj emañ aze kreizig-kreiz an traoù.
- A-wechoù e lavarez ne ra forzh, kemm a c'haller gant ur vot all diouzh ezhomm, hag amañ n'haller ket mont war-gil
- Votiñ n'eo ket mont war-gil!
- Pep kenlabourer en deus gwirioù, hag ar gwir da c'houlenn votiñ evit tra pe dra, ha kemm boazioù kozh. A-hend-all n'eo ket ur gumuniezh, met ur berc'henniezh prevez. Kenlabourat en ur ober a-stroll, zo skrivet en un tu bennak. Bianchi-Bihan 29 Du 2007 da 03:17 (UTC)
- A-wechoù e lavarez ne ra forzh, kemm a c'haller gant ur vot all diouzh ezhomm, hag amañ n'haller ket mont war-gil
- N'eo ket an internet an dra-mañ: ar wikipedia an hini eo, kaset en-dro gnt ur servijer kreiz ha gantañ reolennoù ma ranker doujañ oute ha zoken pa ne vezer ket a-du gante. evel-se emañ an traoù h pa grog pep hini da genlabourat e rank bezañ bet komprenet ar reolennoù-se gantañ/i. Ret eo ivez klask kompren. gwir eo e c'hell bezañ start a-walc'h, an diforc'h etre "lieskontoù" diouzh un tu (meur a gont diheñvel dindan perc'henniezh an hevelep implijer/ez, erbedet outñ/i disklêriañ pe hini eo perc'henn pep hini eus ar c'hontoù-se dre evel em eus graet ma ma-unna gant ma c'hont evel implijet boutin h ma c'hont ispisil evel merour...) ha "margodennoù", da lâret eo krouiñ lieskontoù dizanv a-ratozh kaer evit gallout plantañ reuz pe evit klask mont e-bioù 'ur reolenn pe d'ur stankadenn bennak. Hag un abeg a c'hllez reiñ evit plantañ reuz pe klask mont-ebioù da reolennoù resis? Evel-just en deus/he deus pep kenlabouer/ez gwirioù hag ivez deverioù (doujañ d'ar reolennoù keit h na vefont ket bet kemmet...). N'eo ket plantañ reuz e-touez gwirioù an implijerion/ezed avat... gwir eo e c'hell pep hini klemm, evel ma ouzez mat-tre, ha goulenn ra vefe kemmet tra pe dra, reak evel-se ec'h eus graet hag out o'ch ober - met pedet e vez reiñ arguzennoù ha kompren n'eo ket peogwir e vo klemmet ganit (un den) ma vo kemmet an traoù (bet savet gnt daou den, pe muioc'h, ne vern...) a displij dit dre ret. Keit ha na vo ket bet kemmet reolenn pe reolenn e vo laket da dalvezout gant ar verourion, rak o dever an hini eo. war a welan, betek-hen n'eus nemedon out bet chalet gnt ar fed ma vez difennet ouzh an implijerion/ezed implijout lieskontoù evit plantañ reuz ha/pe mont e-bioù da reolennoù ha stankadennoù, ha p'm bez sonñj mat ec'h eo te an hini nemetañ betek-hen, pe dost, bet implijet mergodennoù gantañ ha ken alies all... Neal (Kaozeal) 1 Kzu 2007 da 16:12 (UTC)
Spered kumuniezh ar genskridaozerien
[kemmañ ar vammenn]D'am soñj eo mat embann eo difennet sevel margodennoù. Dija e kavan iskiz pa ne welan ket muioc'h a dud o skrivañ dindan o anvioù gwir. Reiñ laosk da grouiñ margadennoù a vije kontrol d'ar spered a dlee bezañ e kumuniezh ar genskridaozerien.
Evel m'en deus displeget Jimbo Wales e savfe ur gudenn ma veze aotreet margodennoù kuzh pa vez votadegoù. Marteze e c'hall un den sevel ur vargodenn ofisiel evit un abeg splann (n'on ket evit ijinañ unan evelato). Ne c'hellfe beza~un dra kuzh, met displeget fraezh war ar bajenn bersonel gentañ.
Ma 'z eus reolennoù evit difenn margodennoù kuzh lakaet war wikioù all, n'eus ken da tennañ frouezh diouto. --Ch. Rogel 3 Kzu 2007 da 18:33 (UTC)
- Un hengoun zo e bed ar re a skriv brezhoneg da ober gant anvioù-pluenn, abaoe Kervarker da vihanañ.
- N'on ket enep ur vot tamm ebet diwar-benn an afer-se: goulenn a ran unan. Hag ar merour Rogel a c'hallfe goulenn hag aozañ anezhañ ivez. Hag echu goude. Bianchi-Bihan 3 Kzu 2007 da 19:19 (UTC)
83.41.59.148 1 Kzu 2007 da 15:57 (UTC)
Troidigezh
[kemmañ ar vammenn]Lavaret e oa bet din e oa un droidigezh eus ar pennad saozneg. Sklaer eo n'eo ket. N'eo nemet soñjoù personel. Ha kement-se a oa kuzhet ouzhimp betek-hen.
- Sklaer eo pa geñverier ar yezhoù.
- Damanzavet eo pa lenner uheloc'h gant saver ("troer") ar pennad: ne deuan ket a-benn da gavout tamm abeg ebet evit leuskel an dud, n'eus forzh peseurt hini e vefe, da grouiñ lieskontoù evit margodenniñ.
- Saourusoc'h eo c'hoazh pa ouzer ez eus daou gont gantañ, unan anvet Merour, unan all anvet Neal.
- Brav eo sevel reolennoù evit tud all, hep goulenn o ali, ... reolennoù ha ne dalvezont ket evit an holl.
Bianchi-Bihan 1 Kzu 2007 da 07:05 (UTC)
- N'eo ket "Merour" ur margodenn pa z'eo lakaet sklaer war ar bajenn eo Merour an hevelep implijer ha Neal, savet gantañ evit ober e labour merour. Mod all, dibaoe an droidigezh en deus kendalc'het da emdreiñ ar bajenn saosnek, setu tout. Benoni (Kaozeadenn) 1 Kzu 2007 da 10:28 (UTC)
- An dra-se a zo martezeadenn hag ali personel all pe un dra sur ha prouet?
- Feiz ya! Bez ez eus wikipediaoù ma c'hall an dud kaozeal, reiñ o ali, ha pa vez kemeret divizoù e vezont diazezet war ar c'henemglev, ha n'eo ket war un ali personel hepken. Bianchi-Bihan 1 Kzu 2007 da 10:53 (UTC)
- Ur wezh all, a-raok tagañ an dud dre heg, e vefe mat dit kompren an diforc'h etre ar fed m c'heller implijout lieskontoù (erbedet disklêriañ piv eo perc'henn warne) hag ar fed ma implijet lieskontoù dizanv evit plantañ reuz (margodenniñ). Neal (Kaozeal) 1 Kzu 2007 da 16:14 (UTC)
Tammoù "ankouaet" treiñ:
[kemmañ ar vammenn]Ra vin dislaret ma fazian: kavout a ra din-me n'eo ket bet troet espes-kaer al linennoù ne oant ket a-du gant soñjoù an troer. Ma klaskfen en istor skouerioù eus an doare -ober se e kavfen aes a-walc'h.
- troet diwar ar saozneg, ar galleg, ar galizeg? pe hini eo an destenn orin a fell dit gwelet troet? peuzheñvel n'int ket holl an eil re ouzh ar re all... ppe hini a ra evel ma c'hell. Neal (Kaozeal) 3 Kzu 2007 da 14:22 (UTC)
Skouer splann ha sklaer evel lagad an naer
[kemmañ ar vammenn]Lakaomp ar skouer-mañ: Jimbo Wales has said: "There's no specific policy against it, but it's generally considered uncool unless you have a good reason," and " ... multiple usernames are really only a problem if they are used as a method of troublemaking of some sort. For example, to generate an appearance of consensus, or to vote more than once, or to hide from public scrutiny." Peogwir eo bet "ankouaet "e vo troet ganin. Gant nebeutoc'h a varregezh a dra sur, met gant fealded da vihanañ:
- Lavaret eo bet gant Jimbo Wales: "N'eus tamm politikerezh ebet enep da se
- (sklaeroc'h n'haller ket bezañ!) ,
- met peurvuiañ ne vez ket kavet "cool"
- (pezh n'eo ket "cool" n'eo ket difennet, ha difenn un dra bennak dre vras n'eo ket "cool" ivez)
- nemet un abeg mat a vije
- an abegoù personel a zo abegoù mat a-walc'h evit dibaboù personel seurt-se, gant ma ne glasker ket o lakaat da reolenn d'ar re all hep o asant evel just
- ha... kontoù lies ne vezont kudennoù nemet pa vezont un doare da lakaat dizurzh giz pe c'hiz. Da skouer, da lakaat da grediñ ez eus kenemglev, pe da votiñ meur a wech, pe da guzhat diouzh selloù an holl.
- sklaer ur wech all.
Neuze
[kemmañ ar vammenn]- Ur reolenn a vo pa vo degemeret gant ar gumuniezh.
- Ur reolenn diazezet war ali personel un den n'hall ket bezañ lakaet da reolenn d'ar gumuniezh.
- Ali un den Jimbo Wales zoken, n'eo ket bet lakaet da relijion er wiki saoz, kaoz zo eno diwar e ali, ha diwar ali ar re all: brav e vije heuliañ ar skouer vat-se, a oa bet kuzhet ivez betek-hen.
- Da c'hortoz n'eus reolenn ebet, ha dreist-holl hini ebet hag a c'hallfe bezañ kemeret evel digarez da serriñ kontoù tud zo ha n'o deus graet pec'hed ebet nemet krouiñ pennadoù. Bianchi-Bihan 1 Kzu 2007 da 10:53 (UTC)
- YAWN! YAWN!: c'hoazh hg adarre: n'eo ket difennet implijout lieskontoù, difennet eo plantñ reuz avat h difennet eo neuze implijout lieskontoù evit plantañ reuz - margodenniñ a vez graet eus ar fed ma implijet lieskontoù evit plantañ reuz. Stanket e c'hell bezañ kont un implijet/ez bennak peogwir eo bet plantet reuz gantañ/i ne vern e pesuert mod - en o zouez drougimplij lieskontoù. Neal (Kaozeal) 1 Kzu 2007 da 16:16 (UTC)
Neptuegezh
[kemmañ ar vammenn]- Len a ran pizh ar pezh a zo skivet, c'hoazh hag adarre: n'eo ket difennet implijout lieskontoù, difennet eo plantñ reuz avat:
- pa ne oa reuz ebet prouet evit an 11 kont (tamallet tagadennoù ha ne oa ket anezho, tamall hag a zo bet diverket nevez zo a-benn ar fin evel ma oa reizh) e tlejent bezañ addigoret. Sklaer evel lagad an naer.
- lenn pizh a rez ar pezh a fell dit lenn. evel m'eo bet displeget dit gwezh ha gwezh all eo difennet margodenniñ, da lâret eo implijout lieskontoù evit plantañ reuz ha/pe mont e-bioù da stankadennoù. evit a sell ouzhit e oa bet savet meur a lieskont evit mont e-bioù da stankadennoù. Neal (Kaozeal) 3 Kzu 2007 da 14:20 (UTC)
- margodenniñ a vez graet eus ar fed ma implijet lieskontoù evit plantañ reuz.
- Margodenniñ a vo graet en deiz ma vo dibabet ar ger gant ar gumuniezh, da c'hortoz ne welan nemet unan oc'h ober gant ar ger, en ur pennad savet gantañ, sañset un droidigezh ha n'eo ket un droidigezh.
- nann n'eo ket un droidigezh ger-ha-ger... ha neuze? ha gant pesuert kraf reis n'out ket a-du? ha gallout a rafes spisaat un tammig? marteze e vefe kalz aesoc'h dont a-benn da reizhañ fazioù ha mankoù a bep seurt. met abaoe bloaz out te an hini nemetañ bet chalet gant ar politikerezh-se - marteze a-walc'h peogwir eo bet stanket ouzhpenn 10 lieskont bet savet ganit evit mont e-bioù d'ur stankadenn, pezh ne vez gket graet gant ar re all. "margodenn" pe "fri-faos" - ingal eo din pen-da-benn, met me gav din n'emañ ket aze an dalc'h. Neal (Kaozeal) 3 Kzu 2007 da 14:20 (UTC)
- N'eo ket a-walc'h komz eus reuz, ret eo prouiñ. Mar deo gwir n'eo ket diaes dispakañ prouennoù: gortoz a ran gwelout liv blevenn unan.
- evit a sell ouzhit e oa abalamour da vezañ bet savet lieskontoù evit mont e-bioù d'ur stankadenn. aes-tre da brouiñ dre ober un tamm enklask IP... evit a sell ouzh plantañ reuz, n'eus ket mont da lakaat da soñjoù war ar c'hraf-se el lec'h dereat. d'am soñj ec'h eo reizh difenn ouzh an dud plantañ reuz, m'añfin faziañ a c'hellan... Neal (Kaozeal) 3 Kzu 2007 da 14:20 (UTC)
- Stanket e c'hell bezañ kont un implijet/ez bennak peogwir eo bet plantet reuz gantañ/i ne vern e pesuert mod - en o zouez drougimplij lieskontoù.
- Ur gont ne c'hall bezañ serret n'eus forzh peseurt mod! Ret eo kaout un abeg bennak, ha ret eo kaout ur merour neptu.
- ya, serret lieskontoù peogwir e vezont implijet evit mont e-bioù d'ur stankadenn. "neptu" ne dalv ket "a-du gant oberoù Bianchi-Bihan". Pa damaller unan bennak da vezañ chomet hep bezañ neptu e vefe mat degas ar prouennoù ma plij dit kaozeal kemendall diwar o fenn. Neal (Kaozeal) 3 Kzu 2007 da 14:20 (UTC)
- Perc'henn ur gont serret a rank kaout gwir d'en em zifenn: amañ n'en deus tu ebet pa vez serret ar gont. Ha se zo aes da brouiñ, hag a vo graet, ha gant da skridoù-te. Bianchi-Bihan 2 Kzu 2007 da 18:24 (UTC)
Fedoù
[kemmañ ar vammenn]- Lakaet eo bet ar pennad-mañ da bolitikerezh ofisiel gant Neal, hep goulenn ali ar gumuniezh: (red) (diwezh) 10 Kzu 2006 da 11:20 Neal (kaozeadenn | degasadennoù) (lañs - troet vo)
- Mar gall ur merour divizout e-unan petra eo ar politikerezh ofisiel, n'eus ket a gumuniezh.
- Mar deus ur gumuniezh, eo dezhi da zivizout he folitikerezh, ha n'eo ket da un den e-unan.
Bianchi-Bihan 3 Kzu 2007 da 13:12 (UTC) Bianchi-Bihan 3 Kzu 2007 da 13:12 (UTC)
- YAWN! ha tud all a gav dezhe direizh ar politikerezh-se estregout? Abaoe bloaz ("mall" hervezout...) eo bet embannet ar politikerezh-se heñvel ouzh ar politikerezh a gaver war an holl wikipediaoù all ha n'eus ket bet enebiet outañ betek-hen. Ha n'eo ket ganin m'eo bet savet ar politikerezh-se: troet ne lâran ket. Bezomp sklaer - ma displij kemendall dit ar politikrezh-mañ eo peogwir e laka ac'hanout da doujañ ouzh ar pennreolennoù all dres evel ar re all kentoc'h evit klask sevel ouzpenn dek lieskont a-ratzozh evit mont e-bioù d'ur stankadenn. O c'hortoz on c'hoazh ma vefe degaset un abeg poellek evit sevel a-enep d'ar fed ma vez implijet lieskontoù evit plantañ reuz ha/pe mont e-bioù da stankadennoù. A galon, Neal (Kaozeal) 3 Kzu 2007 da 14:07 (UTC)
Yawn e saozneg, bazailhat e brezhoneg
[kemmañ ar vammenn]- Respont ebet d'am arguzennoù.
- Troet eo bet an tammoù a blije, laosket ar re ne blijent ket.
- Bazailh (barailh e yezh Anjela Duval) n'eo ket doujañs. Bianchi-Bihan 3 Kzu 2007 da 14:23 (UTC)
- YAWN! YAWN! bazailhat a ran pa vezan skuizh evel ar re all ha skuizh on et, skuizh-marv ha skuizh-divi o skrivañ hag adskrivañ an hevelep tra gwezh ha gwezh all. n'eo ket un afer doujañs an hini eo, un afer skuizhder ne lâran ket. Neal (Kaozeal) 3 Kzu 2007 da 14:26 (UTC)
- Ur respont kaer d'am arguzennoù adarre. Bianchi-Bihan 3 Kzu 2007 da 14:30 (UTC)
Gwir eo e blantez alies reuz B-B, ne ouezan ket ma 'z eo te pe ar re all, hogen gwellet a ran ez out atav e-barzh. Ar pezh a zo dipitus ez eo an amzer a lakaez da glemm n'eo ket implijet da sevel pennadoù (ha pennadoù a ouezez sevel mat padal)... Ne weler ket ac'hanon ken war wikipedia dre ma 'z on aet skuizh gant ar brezelioù diabarzh e oa warnañ. Pa vo sioulaet (ha komprenet ez eus ezhomm en em glevet evit kas war-raok ur raktres ken bras), neuze o pezo muioc'h a dud prest da labourat war ar raktres-mañ. Ne gortozan respont ebet. --Ronan 3 Kzu 2007 da 17:50 (UTC)
- Ur bajenn gaozeal eo homañ, evit kaozeal eus an danvez meneget en titl. Sañset.
- Darn a sav un toullad pennadoù ha darn a ra muioc'h, hag ober a ran ma c'hont bemdez. Ne ran ket labour ar re all, ha den ebet ne ra ma labour.
- Darn a sav o c'hont a bennadoù bemdez hag a gav n'emañ ket pep gwir gant ar re all, ha gwir ebet gante, hag a lavar o zamm, ha gant arguzennoù dalc'hmat (hag hep ober fae gant barailhoù).
- Darn a zisplij ar c'haozeadennoù dezho, hag a lavar o soñj memes tra.
- Darn a gav gwelloc'h tevel eget komz: pep hini zo lipr.
- Darn a lavar eo ober reuz komz eus ar c'hudennoù : a viskoazh eo bet evel-se, er wikipedia evel er vuhez. Darn a implij an arguzenn-se zoken da lakaat ar re all da devel. Bianchi-Bihan 3 Kzu 2007 da 18:22 (UTC)
... (Darn evel ma lavarez a labour ha ne c'hellont ket labourat war wikipedia, siwazh dezho, hag e kavont skuizhus an talabao a sav alies evit abegoù toull...)--Ronan 3 Kzu 2007 da 18:34 (UTC)
Abegoù toull
[kemmañ ar vammenn]N'eus ket pell zo e oa savet Neal war e elloù peogwir e oa bet kaoz eus abegoù toull ivez gant ur merour all: sur mat e raio kemend-all en-dro adarre.
- Sede pezh a skrive: ... Me da bed ivez, keit ha m'emeur ganti, chom hep lâret ec'h eo "toull" un arguzenn bennak dre ma n'out ket a-du ganti - bez' e c'heller bezañ a-du pe a-enep pe degas ur sav-poent hag arguzennoù disheñvel hep rankout implijout gerioù a seutrt-se evit komz eus arguzennoù ar re all. A galon, Neal (Kaozeal) 29 Her 2007 da 06:59 (UTC)
Gant un tamm chañs ne vo ket serret da gont e-pad pemzektez evel a zo c'hoarvezet ganin evit kalz nebeutoc'h. Bianchi-Bihan 3 Kzu 2007 da 19:03 (UTC)
Piv en deus aotre da gemm?
[kemmañ ar vammenn]- Peogwir ne oa ket bet degemeret ma c'hemmoù neptuekaat d'ar bajenn savet gant Neal (e bajenn bersonel marteze, pe un astenn dezhi) ,
- ha war-lerc'h gwelout kemmoù degaset nevezik zo gant Fulup,
- e kav din e vije poent ober (hag embann) listenn an dud o deus aotre da gemm ar bajenn evit ma vije sklaer an traoù d'an holl. Bianchi-Bihan 8 Kzu 2007 da 20:01 (UTC)
- N'eo ket ret embann al listenn: ma vez gwarezet ur bajenn bennak e rank bezañ embannet war ar bajenn ar gwarezadur-se hag an abeg ha neuze n'hallo nemet ar verourion he c'hemmañ betek ma vo bet diwarezet. Neal (Kaozeal) 10 Kzu 2007 da 10:02 (UTC)
Divin
[kemmañ ar vammenn]- Lenn a c'haller: Daoust ha ma vez erbedet ouzh an implijerion/ezed chom hep krouiñ meur a gont (lieskontoù) n'eo ket difennet en ober. Difennet eo implijout lieskontoù evit kas da benn oberoù hag a savfe a-enep da reolennoù ha pennaennoù mont-en-dro diazez ar Wikipedia avat.
- Ha piv a zibab hervez e imor pegoulz e vije oberoù hag a savfe a-enep da reolennoù ha pennaennoù mont-en-dro diazez ar Wikipedia avat? Divin hag ez po an hanter. Bianchi-Bihan 8 Kzu 2007 da 20:06 (UTC)
- Piv? Ar verourion, bet dilennet dre votateg gant ar gumuniezh, dres evel war an holl wikipediaoù all. Dres evit kas da-benn al labour-se int bet dilennet hag aotreet dre ar votadeg-se etre kefridioù all. Bez' e c'hell mont e darempred gant ar verourion ivez kenlabourerion/ezed all evit kemmen dezhe ar fed m'eo aet ur c'henlabourer pe ur genlabourerez bennak a-enep d'ur reolenn resis ha goulenn ma vefe graet war o zro. Kevrin ebet. Neal (Kaozeal) 10 Kzu 2007 da 10:00 (UTC)
Baraiherien
[kemmañ ar vammenn]Doujañs ha resped evit an implijerion/ezed all. Ul labour a-stroll eo ar wikipedia ha ret eo doujañ da savpoentoù ar re all, nemet ma savfent a-enep da bennaennoù diazez ar raktres. Ret eo chom seven, hep tagadennoù ha kunujennoù personel ha klask tizhout dont a-benn da diskoulmañ kudennoù dre en em glevet seul wezh ma c'heller; Bianchi-Bihan 9 Kzu 2007 da 02:15 (UTC)
Perak eo ar margodenn a-enep da spered wikipedia
[kemmañ ar vammenn]Ur skouer sklaer evit diskouezh perak eo dañjerus ar frioù-faos: Kaozeal:Loeiz_XIV_(Bro-C'hall). Kavet e vez Shelley Konk, Kergidu, Bianchi-Bihan ha Bernez Bernioù o reiñ o soñj, pep hini d'e dro! Hag hep lavar evel-just n'eus nemet unan bennak a dreñv ar c'hontoù-se! Peadra da lakaat lenner ar bajenn da grediñ ez eus 4 implijer o vont war an hevelep tu! Bianchi-Bihan a gred zoken skrivañ da Gadwalan: "Un nebeud tud o deus skrivet ne oant ket a-du ganit. Kontet em eus tri. Pevar ganin"! Hag eñ war-lerc'h o komz eus doujañs hag eus resped??? Benoni (Kaozeadenn) 10 Kzu 2007 da 15:03 (UTC)
- Ma fell dit c'hoari komz eus doujañs n'on ket sur out an hini gwellañ: soñj mat am eus eus da evezhiadennoù war labour an dud, eus tagadennoù personel graet ganit er bloavezhioù tremenet, ha zoken eus ar re 'teus diverket, a c'hallan degas dit ma fell dit.
- Mat e vije da unan bennak lavarout dezhañ sioulaat, a-hend-all ne vimp ket pell eus ar poent Godwin adarre.
- Evit lakaat un tamm aer fresk en ur bedig o vontwar grisaat e karfen kavout tud, hervez pennaenn wikipedia, a glask diskoulmañ ar c'hudennoù. Bianchi-Bihan 10 Kzu 2007 da 15:11 (UTC)
- Me zo sioul hag ez on! N'eo ket me a zo o duañ pajennoù ha pajennoù dibaoe sizhunvezhioù, o tagañ an holl re o deus un ali disheñvel. Din da c'hoût, ez out an hini nemetañ da vezañ tizhet ar Poent Godwin war ar wikipedia-mañ, hag e oas bet stanket gant Neal evit kement-se un nebeut mizioù 'zo. Setu un ali: sioula un tammig. Ober a raio vat dit, ha d'an holl re all war ar wikipedia-mañ. Benoni (Kaozeadenn) 10 Kzu 2007 da 18:30 (UTC)
- Marteze e c'haller sellout ouzh an dielloù da welout e oa ganit-te splann e oa aet ar poent Godwin.
- Klask a ran difenn ma savpoent pa c'hallan: pa vez serret ma c'hont gant falsabegoù (afer ar poent Godwin-se just a-walc'h) n'hallan ket. Hervez reolennoù wikipedia, pa gomzer eus doujañs, n'hall ur gont bezañ serret nemet gant ur merour neptu. An hini a dap ur poent Godwin en un diviz n'eo ket neptu. Bianchi-Bihan 10 Kzu 2007 da 18:47 (UTC)
- Bezomp gwellwelerien , da laras egile: kement-se bepred en do awenet krouidigezh ur pennad ouzhpenn. Bianchi-Bihan 11 Kzu 2007 da 16:42 (UTC)
Spered wikipedia
[kemmañ ar vammenn]- Plijout a ra din ar bommoù evel "spered santel", "spered Breizh", "spered ar yezh", "spered wikipedia"? hag evel-just ... "Perak eo ar margodenn (sic) a-enep da spered wikipedia": tud zo a oar petra eo ar spered-se (un dornad tud eus an dibab) ha gouezidi en deñvalijenn o deus ezhomm ma vije displeget dezho petra eo ar spered.
- Setu ur skrid wikipedian all, ha ne seblant ket bet bezañ un ali personel da vihanañ: N'en deus ar wikipedia reolenn strizh ebet estreget ar pemp pennreolenn-mañ: Embann ha kemm ar pennadoù hardizh hep soñjal e rankfont bezañ disi. Arabat ivez kaout aon rak faziañ - n'eus kudenn ebet rak ar pennadoù a c'hell bezañ adrenket da c'houde dre implijout bep o fajenn-istor. Diwall avat: ret eo goût e chom da virviken en un tu bennak war ar wikiepdia kement tra bet embannet ganit eno. (pennad savet gant Merour (N) ha Neal )
- Kaer em eus klask, ne gavan kaoz ebet eus mergodenn, margodenn, merc'hodenn, fri ruz na fri faos na fri roz e-touez ar pemp reolenn nemeto. Nemet e vije ur c'hwec'hvet, kuzhet ouzhimp. (Ankouaet ganin sinañ: Bianchi-Bihan 11 Kzu 2007 da 16:35 (UTC))
- Ha piv en deus bet lâret dit e oa ar reolenn a-enep da vergodenniñ ur bennreolenn? Reolennoù ha politikerzhioù all ez eus ma ranker doujañ oute keit ha na vefont ket bet kemmet ma sav meur a hini a-enep dezhe. Betek-hen, hag hen adlâret a ran, out-te an hini nemetañ a hañval bezañ chalet gant ar reolenn resis-mañ. Neal (Kaozeal) 11 Kzu 2007 da 13:38 (UTC)
- Ma vije votet e vije gwelet pe ez on an hini nemetañ pe n'on ket. Da c'hortoz ne welan abeg ebet da chom hep displegañ ma arguzennoù. Bianchi-Bihan 11 Kzu 2007 da 16:35 (UTC)