Kaozeal:Revr
pebezh penand talvoudus. peseurt rummad: korf an dud pe gerioù gros? n'eo ket ar memes tra feskennoù ha revr...--Neal 6 Du 2006 da 19:23 (UTC)
An daou: korf an dud ha gerioù gros.
- laka anezhe neuze
- Marteze e plij dit an dud a sent ouzh da urzhioù. N'on ket unan eus ar re-se. hag ur c'hi n'on ket ivez. Ha ne ran ket e-lec'h ma vez lavaret din ober. ::paotr bras on. Gouzout a ran ar pezh am eus d'ober. Pa garin e rin, ha n'eo ket a-raok.
A-raok klemmichat e c'hallfes:
- -leuskel an dud da labourat un tamm a-raok barn: ne vez ket savet ur pennad dindan pemp munud:
- ganez eo bet savet meur a bennad dindan dek munut ha leusket anezhe. ha ne vefe ket gwell marteze klask achuiñ ur pennad a-raok sevel meur a hini all?
- Skrivet 'teus tu bennak:pep hini a labour evel ma kar. Me 'garje e vije gwir evidon ivez.
- evel-just. met reolennoù zo ivez hag a rank an holl doujañ oute. bezañ seven atav a zo ur reolenn, da skouer. diaezet a-walc'h e teu dit, daoust ma zo ur paotr bras ac'hanout.
- Skrivet 'teus tu bennak:pep hini a labour evel ma kar. Me 'garje e vije gwir evidon ivez.
pennad Galiza ivez a seblant diechu;
- ha neuze? ganez e oa bet boulc'het ar penand-se. ha perak e vefe ret din e beureachuiñ?
- gwir eo, gortoz a rez marteze e rafen war e dro evit dont da welet. Ne rin ket: n'anavezan ket ar vro.
- gant pennadoù all ne lârez ket e oa ret goût un dra bennaket diwar benn an tem-mañ'n-tem, nemet gallout traeiñ diwar ur wiki all ha mat pell zo.
- gwir eo, gortoz a rez marteze e rafen war e dro evit dont da welet. Ne rin ket: n'anavezan ket ar vro.
- -pennadoù heñvel zo e yezhoù all, ne ouien ket e oas troet gant an dereadegezh goude skrivañ gerontofiliezh
- ma kendalc'hez gant seurt tamalloù personel e vi stanket.
- Ne welan ket pelec'h emañ an tamall.
- -sellout er geriadurioù brezhonek, hag e weli emañ ar ger-se enno; ma ne blij ket dit nag ar ger nag ar geriadurioù, dreist-holl na sell ket outo (evel-se e ran-me gant ar skinwel pe gant gerioù zo dre amañ pa ne blijont ket din);
- ha lâret am boa ne blije ket ar ger-se fin? kavet e vez meur a c'her er eriadurioù, luc'haj ivez. ha nueze? ha mestr eo ar geriadurioù war an dud? ha ret eo krediñ ar geriadurioù pa vez lakaet gante, da skouer, ec'h eo ar galizaeg un tamm patois spagnolek?
- Pell emañ Yann diouzh e gazeg. Met ma komprenan mat n'eo ket mat ar ger REVR amañ? Perak?
- ha lâret em boa ne oa ket mat? lâret em boa e vije mat rummata ar pennad. rumataet e vezont peurliesañ ha peurliesañ e vez graet gant an dud a sav ar pennadoù. n'eo ket un urzh, ur boaz an hini eo.
- Pell emañ Yann diouzh e gazeg. Met ma komprenan mat n'eo ket mat ar ger REVR amañ? Perak?
- -keñveriañ gant pennad Geriadur an Here, hag e weli e teu un tamm eus an danvez alese: ma ne blij ket dit al levr, din e plij; ma ne blij ket dit ar gerioù a gavez gros, sav pennadoù diwar-benn an doueoniezh pe ar Bibl: un tañva am eus graet d'an danvez, met c'hoant am bez da ziskuizhañ gant pennadoù evel revr ivez hep goulenn aotre;
- ha piv een doa lâret dit e oa ret goulenn aotre? ha perka ne c'hellfe ket me reiñ ma soiñj diwar-benn pennadoù bet savet ganez evel ma lârez da soñj-te diwar-benn ar pezh a vez graet ganin?
- Ne lavaran ket ma soñj diwar-benn ar pennadoù a skrivez, n'an ket war o zro. Met ma lavarez da soñj war ma labour e c'hallan-me ivez lavarout ma soñj war ar pezh a rez dezho.
- evel an holl re all emañ ar gwir ganez da lâret ar pezh a soñjez diwar-benn ar pennadoù bet savet ganin pe gant forzh pesuert hini all. ne vin ket chalet, na rez ket bil.
- -n'an ket war da chouk pa skrivez da bennadoù revelezh, pedofiliezh, ha me 'oar, ... neuze ro peoc'h.
- me gave din ne blij ket dit an urzhioù. pe kentoc'h e vefe ne blij ket dit sentiñ ouzh re ar re all, rak reiñ urzhioù eo un dra a rez gwezh ha gwezh all. ma kavez ur pennad neptuek bet savet ganin (pe gant un implijer/ez all) e c'hellfes mont e darempred ganin pe gannt ur merour all evit klemm.
- n'eo ket bet goulennet ouzhit hen ober. pep hini a labour evel ma fell dezhañ ha ppe hini a c'hell kemmañ pe reiñ e soñj ivez.
- Lavarout a rez "pep hini a labour evel ma fell dezhañ": neuze e rin ivez.
- ya, met o toujañ d'ar reolennoù atv. (dit d'o c'havout - aze emaint war ar wikipedia-mañ).
- Lavarout a rez "pep hini a labour evel ma fell dezhañ": neuze e rin ivez.
Chom a ra labour, ma klaskez, war-dro an departamantoù gall.Bianchi-Bihan 7 Du 2006 da 00:28 (UTC)
- chom a ra kalz a labour e kalz a bennadoù. dibabet e vo ganin pepelc'h e labouran
- A-du omp!
- - betek-hen am eus graet evel-se ha betek-hen am eus gellet sevel kantadoù a bennadoù klok, hir pe hiroc'h, diwar-benn meur a danvez, en o zouez revelezh, politikerezh, yezhoù, yezhoniezh, doareoù-skrivañ hag all ha n'eo ket te an hini eo a deuio da lâret din penaos ha pelec'h labourat. trugarez vras --Neal 7 Du 2006 da 06:46 (UTC)
- Chañs 'teus, gallet teus sevel pennadoù klok pa ne zeue den da hegas ac'hanout.
- Me garfe bremañ echuiñ labourat amañ fenoz.
- Neuze, skrivomp pennadoù. Ha peoc'h mar plij. Bianchi-Bihan 7 Du 2006 da 17:26 (UTC)
- "mar plij" ale, ur ger seven diganez. ur gwir burzhud.
--Neal 8 Du 2006 da 12:22 (UTC)
Un dra d'am soñj zo splann pa weler ar pennad-mañ: koll amzer, ha lakaat da goll amzer, eo mont da varn ur pennad a-boan skrivet ar frazenn gentañ. Bianchi-Bihan 8 Du 2006 da 07:57 (UTC)
- kalz muioc'h a mazer a zo bet kollet ganin o klask respont d'az koulennoù ha d'az klemmoù daoust ha ma ne deu ket stant ar arguzennoù ganez etre kunujennoù personel hag o klask aozañ ur votadeg evit sioulaat an traoù. labourat e peoc'h e lârez? n'az kredan ket - bewech ma vez klasket ober un dra evit diskoulmañ ur gudenn e savez da benn o klask planatñ reuz adarre, peurliesañ dre ma zagañ ez personel.
Mont e-maez ar park a rez: amañ eo ur bajenn da gaozeal diwar-benn ar ger revr hag ar pennad emaomp o sevel. Evit kunujenniñ ez eus ur pennad all da sevel. Bianchi-Bihan 9 Du 2006 da 04:36 (UTC)
Adkaset da Feskenn
[kemmañ ar vammenn]Evit ar gorfadurezh ez eus ar pennad Feskenn hag evit ar ger ez eus ar Wikeriadur. Huñvreüs (kaozeal) 7 C'hwe 2024 da 18:24 (UTC)