Kaozeadenn Rummad:Evned
Ne gavan ket roud eus ar gaozeadenn a zo bet a-raok distruj ar rummad:evned. Kenemglev eo reolenn wikipedia, etre ar genlabourerien, ha n'eo ket ali un den hepken. Bianchi-Bihan 14 Kzu 2007 da 11:14 (UTC)
- Peogwir ne oa pajenn kaozeadenn ebet . Benoni (Kaozeadenn) 14 Kzu 2007 da 11:21 (UTC)
- Sell 'ta? Distrujet e vez ar rummadoù hep goulenn o ali gant al labourerien? Un doare personel da gompren ar ger wikipedia:kenemglev, pa vije ret sellout ouzh an hini ofisiel, a zo emglev etre al labourerien, ouzhpenn hini talvoudus ar verourien evel-just. Bianchi-Bihan 14 Kzu 2007 da 14:36 (UTC)
- A-du gant ar c'hemm - kenteuziñ daou rummad doubl kentoc'h evit distrujañ diouzh ma komprenan-me (hini "laboused" hag hini "evned"). Ne welan ket tre e pelec'h emañ an dalc'h. Ober a rafen-me kentoc'h gant "evned" met n'on ket gwall chalet o welet m'eo bet graet entoc'h gant "laboused". abeg ebet, avat, evit ober gant daou rummad disheñvel war digarez seurt heñvelsterioù. ha ret e vefe ober ivez gant pep stumm rannyezhel, da skouer ur rummad "anevaled" hag ur rummad "loened" pe me 'oar me? Neal (Kaozeal) 14 Kzu 2007 da 12:09 (UTC)
- Da venegiñ: Rummad:Evned krouet gant Bianchi-Bihan d'ar 14 a viz Kerzu 2007 gant 4 pennad e barzh. Rummad:Laboused (anvet Rummad:Labous a-raok na vefe bet votet e oa lakaet ar rummadoù el liester) krouet d'an 8 a viz Gwengolo 2005 gant Paotr gant degadoù a pennadoù e barzh. Benoni (Kaozeadenn) 14 Kzu 2007 da 13:35 (UTC)
- Ar reolenn (reolenn diazez mont en-dro wikipedia) a zo lezel al labourerien d'en em glevout etreze. Ne welan ket e vije bet gortozet al labourerien all da reiñ ali ebet. Bianchi-Bihan 14 Kzu 2007 da 14:42 (UTC)
- peurliesañ e erbeder (d'an nebeutañ) ouzh al "labourerion" chom hep sevel pennadoù ha rummadoù doubl. pa vez ezhomm pe ret kemmañ titl ur rummad pe ur rummad bennak e ranker kinnig ar c'hemm war ar bajenn dereat kentoc'h evit krouiñ bennadoù doubl, da lârete eo pennadoù ha/pe rumamdoù gante an hevelep pal pe enne an hevelep danvez (da skouer rumamdoù disheñvel "laboused" hag "evned"). pa saver rumamdoù ha/pe pennadoù doubl ne ramnker ket bezañ souezhet o welet m'int bet kenteuzet... A galon, Neal (Kaozeal) 14 Kzu 2007 da 16:16 (UTC)
- Ar reolenn (reolenn diazez mont en-dro wikipedia) a zo lezel al labourerien d'en em glevout etreze. Ne welan ket e vije bet gortozet al labourerien all da reiñ ali ebet. Bianchi-Bihan 14 Kzu 2007 da 14:42 (UTC)
- Da venegiñ: Rummad:Evned krouet gant Bianchi-Bihan d'ar 14 a viz Kerzu 2007 gant 4 pennad e barzh. Rummad:Laboused (anvet Rummad:Labous a-raok na vefe bet votet e oa lakaet ar rummadoù el liester) krouet d'an 8 a viz Gwengolo 2005 gant Paotr gant degadoù a pennadoù e barzh. Benoni (Kaozeadenn) 14 Kzu 2007 da 13:35 (UTC)
- A-du gant ar c'hemm - kenteuziñ daou rummad doubl kentoc'h evit distrujañ diouzh ma komprenan-me (hini "laboused" hag hini "evned"). Ne welan ket tre e pelec'h emañ an dalc'h. Ober a rafen-me kentoc'h gant "evned" met n'on ket gwall chalet o welet m'eo bet graet entoc'h gant "laboused". abeg ebet, avat, evit ober gant daou rummad disheñvel war digarez seurt heñvelsterioù. ha ret e vefe ober ivez gant pep stumm rannyezhel, da skouer ur rummad "anevaled" hag ur rummad "loened" pe me 'oar me? Neal (Kaozeal) 14 Kzu 2007 da 12:09 (UTC)
- Sell 'ta? Distrujet e vez ar rummadoù hep goulenn o ali gant al labourerien? Un doare personel da gompren ar ger wikipedia:kenemglev, pa vije ret sellout ouzh an hini ofisiel, a zo emglev etre al labourerien, ouzhpenn hini talvoudus ar verourien evel-just. Bianchi-Bihan 14 Kzu 2007 da 14:36 (UTC)
Erbediñ chom hep sevel pennadoù
[kemmañ ar vammenn]Neblec'h ne vez erbedet chom hep sevel pennadoù, er c'hontrol. Ha dre chañs. Reolenn ar c'henemglev ne blij ket d'an holl, sklaer evel lagad an naer. Bianchi-Bihan 14 Kzu 2007 da 15:41 (UTC)
- doh! setu ar pezh am boa skrivet:
- "peurliesañ e erbeder (d'an nebeutañ) ouzh al "labourerion" chom hep sevel pennadoù ha rummadoù doubl [...] da lârete eo pennadoù ha/pe rumamdoù gante an hevelep pal pe enne an hevelep danvez."
- erbedet e vez gwezh ha gwezh all ouzh an dud chom hep sevel pennadoù doubl hag unan eus an abegoù pennañ an hini eo evit goulenn ma vefe kenteuzet ha/pe diverket pennadoù... Neal (Kaozeal) 14 Kzu 2007 da 16:16 (UTC)
- Na rez ket bil Neal, sklaer tre e oa ar pezh t'oa skrivet, met ur roñfl a zo war ar bajenn-mañ. Hag arabat magañ ar roñfl . Benoni (Kaozeadenn) 14 Kzu 2007 da 16:41 (UTC)
- Un dra zo sklaeroc'h c'hoazh, eo ar bajenn wikipedia:kenemglev, unan eus pennadoù diazez wikipedia.
- Betek ar verourien a rank doujañ d'ar bennaenn-se (mil vad e rafe dezho lenn anezhi).
- Ali personel ur merour n'eo ket ar c'henemglev.
- N'anavezan ket a bajennad " wikipedia:pennadoù doubl ", ha n'eus roud ebet anezhi e-touez 5 pennad diazez wikipedia ebet.
- Ma'z eus anezhi n'hall ket bezañ aze eta, ha neuze e rank tremen war-lerc'h wikipedia:kenemglev ... tre evel ali personel ur merour. Bianchi-Bihan 15 Kzu 2007 da 02:02 (UTC)
- N'ec'h eus ket kavet peogwir n'az poa ket klasket: Skoazell:Fallvarchoù boas. Neal (Kaozeal) 15 Kzu 2007 da 10:03 (UTC)
- Na rez ket bil Neal, sklaer tre e oa ar pezh t'oa skrivet, met ur roñfl a zo war ar bajenn-mañ. Hag arabat magañ ar roñfl . Benoni (Kaozeadenn) 14 Kzu 2007 da 16:41 (UTC)
5 reolenn
[kemmañ ar vammenn]- Tagadenn ad hominem.
- Mat e vije d'ar verourien adlenn wikipedia:tagadennoù personel ha teurel evezh ouzh "arabat diverkañ" . Bianchi-Bihan 15 Kzu 2007 da 11:17 (UTC)
Ur sell
[kemmañ ar vammenn]Marteze e vije mat teurel ur sell: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeal%3ABaou_voutin&diff=455533&oldid=23666 Bianchi-Bihan 24 C'hwe 2009 da 06:31 (UTC)
Aet on da sell met e gwirionez n'ouzon ket re eus petra eus eus kaoz. pelec'h emañ ar gudenn resis? Klask a rin sklaeraat an traoù kerkent komprenet ganin e pelec'h emañ an dalc'h. trugarez. Neal (Kaozeal) 24 C'hwe 2009 da 09:44 (UTC)
Setu eus petra ez eus kaoz
[kemmañ ar vammenn]Da'm soñj e vefe gwelloc'h ober gant an termen evned kentoc'h eget gant laboused evel termen arskiantel d'ober gantañ evit envel ar rummadoù. Evned eo zo bet implijet dreist-holl el levrioù war an dachenn-se; sellet ouzh studiadennoù Pêrig Herbert embannet war Hor Yezh, da skouer. --Fulup 17 Kzu 2005 da 20:54 (UTC)
- Ya, kemendall em boa lennet, met ne gomprenan ket tre e pelec'h emañ an dalc'h. Unna bennak a gav gwell dezhañ ober gant "laboused"? Ha gant "laboused" a gavfes gwell te ober pe gant "evned"? Ha kemmet eo bet anv ur rummad? Gwell e kavfen-me ivez ober gant "evned" met ne gomprenan ket tre hag-eñ e fell dit goût pe hini eo ma soñj-me war ar c'hraf termenadurel resis-se pe c'hoazh un afer all a dennfe d'ar verouriezh. Neal (Kaozeal) 24 C'hwe 2009 da 10:29 (UTC)