Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 49 bloaz 2007

Eus Wikipedia

03/11/2007 — 09/12/2007

skrivañ un dra bennak en navet sizhun ha daou-ugent eus 2007 | An davarn | sizhun a-raoksizhun a zeu

Labour kumuniezhel ar sizhun

[kemmañ ar vammenn]
Arabat disoñjal lakaat liammoù etrewiki d'ar rummadoù ivez.

Aet omp un tammig war-raok, kendalc'homp evel-se! Un dra bouezus eo lakaat rummadoù d'ar pennadoù ha d'ar rummadoù! Pouezus-tre eo ivez lakaat liammoù etrewiki d'ar pennadoù ha d'ar rummadoù. Ret eo d'an holl kenlabourat evit lakaat ar sifroù-se da zigreskiñ, evit ma vije aesoc'h implij hon wiki. Trugarez deoc'h. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 3 Kzu 2007 da 11:17 (UTC)[respont]

Politikerezh personel

[kemmañ ar vammenn]

En un toullad wikipediaoù all e komzer c'hoazh eus traoù evel gwirioù ar genlabourerien, met er wikipedia brezhoneg ne vez ket kaozeet eus se, daoust da reolenn veur wikipedia, a zo diazezet war ar c'henemglev.

Diwar-benn afer al lieskontoù

  • ez eus bet savet un "droidigezh" eus ur pennad saozneg o lezel traoù a-gostez, evel ali Jimmy Wales, pennsaver wikipedia.
  • Anvet eo bet ar pennad Wikipedia:Mergodenn [1] (un anv tapet diwar ar saozneg ha ne glot ket amañ),
  • lakaet eo bet da bennreolenn hep kaozeal,
    • n'on ket a-enep frankiz pep hini da zisplegañ e soñj, gant ma talvezo evit pep hini evel just,
    • Met n'haller ket lezel lakaat ur soñj personel da bennreolenn, evit sevel ur politikerezh hervez an imor, da implij hervez an imor, a-enep implijerien zo hervez an imor. Peogwir eo evel-se eo bet implijet ar "politikerezh ofisiel" (sic) personel: evit serriñ kontoù a zisplije, goude ma ne oa netra da rebech dezho.
Jimbo Wales en deus skrivet: "There's no specific policy against it, but it's generally considered uncool unless you have a good reason," and " ... multiple usernames are really only a problem if they are used as a method of troublemaking of some sort. For example, to generate an appearance of consensus, or to vote more than once, or to hide from public scrutiny." Setu an droidigezh zo bet "ankouaet" ober: "N'eus tamm politikerezh ebet enep da se [al lieskontoù]met peurvuiañ ne vez ket kavet "cool" nemet un abeg mat a vije ... kontoù lies ne vezont kudennoù nemet pa vezont un doare da lakaat dizurzh giz pe c'hiz. Da skouer, da lakaat da grediñ ez eus kenemglev, pe da votiñ meur a wech, pe da guzhat diouzh selloù an holl"

.

  • Lavaret eo bet gant Jimbo Wales: "N'eus tamm politikerezh ebet enep da se
    • (sklaeroc'h n'haller ket bezañ!) ,
  • met peurvuiañ ne vez ket kavet "cool"
    • (pezh n'eo ket "cool" n'eo ket difennet, ha difenn un dra bennak dre vras n'eo ket "cool" ivez)
  • nemet un abeg mat a vije
    • (an abegoù personel a zo abegoù mat a-walc'h evit dibaboù personel seurt-se, gant ma ne glasker ket o lakaat da reolenn d'ar re all hep o asant evel just)
  • ha... kontoù lies ne vezont kudennoù nemet pa vezont un doare da lakaat dizurzh giz pe c'hiz. Da skouer, da lakaat da grediñ ez eus kenemglev, pe da votiñ meur a wech, pe da guzhat diouzh selloù an holl.
    • sklaer ur wech all.
  • Neuze, pa seller ouzh [Istor kemmoù ar bajenn "Wikipedia:Margodenn"] e weler:
    • e vez nac'het ar gwir da gemm ur bajenn, ar pezh zo kontrol mik da ziazez wikipedia
    • e vez savet "politikerezh wikipedia" gant un den hepken, kontrol da ziazez wikipedia, diazezet war ar c'henemglev.

Un dra zo sklaer: drougimplij ar galloud eo lakaat soñjoù personel da bennreolenn. Bianchi-Bihan 3 Kzu 2007 da 13:54 (UTC)[respont]

Krouiñ lies-kontoù a zo aotreet, margodenniñ n'eo ket: daou dra disheñvel a grenn. Benoni (Kaozeadenn) 3 Kzu 2007 da 14:21 (UTC)[respont]

Istor ar bajenn?

[kemmañ ar vammenn]

Pa glasker istor ar bajenn ne gaver nemet istor stumm ar bajenn: pelec'h e kaver istor skridoù ar bajenn? Bianchi-Bihan 3 Kzu 2007 da 17:16 (UTC)[respont]

Lieskontoù

[kemmañ ar vammenn]

Klasket em eus lakaat un ali disheñvel diouzh ali personel-ofisiel Neal er bajenn: Wikipedia:Margodenn :

  • Setu ar respont kentañ: [[2]].
  • Setu an eil respont: [[3]].
  • Kentel A: N'hall ket n'eus forzh piv reiñ e ali.
  • Kentel B: Kaozeal gant gourdrouz e-lec'h gant arguzennoù.

Peogwir e oa gourdrouz em eus klasket embann un ali disheñvel diouzh ali personel-ofisiel Neal en ur bajenn all anvet : Wikipedia:lieskontoù :

  • Setu ar respont : [[4]]. Difennet d'un implijer digeriñ ur bajenn gaozeal amañ eta. Ne gredan ket emañ evel-se er wikipediaoù all, met mont a rin da welet.
  • Lakaet eo bet ar bajenn en ur c'hornig distro eta: gallout a ra neb a garo dont da lavarout e ali. Implijer:Bianchi-Bihan/Lieskontoù.

Bianchi-Bihan 3 Kzu 2007 da 17:16 (UTC)[respont]

Ret eo anzav ne gomprenan mann ebet: n'eo ket bet difennet ouzh implijer/ez ebet kaozeal na rein e/hec'h ali evel ma tiskwel ar fed ma vez roet da c'hoût da ali-te alies a-walc'h Neal (Kaozeal) 10 Kzu 2007 da 09:57 (UTC)[respont]

Kavet doc'h ar bajenn "Dilugañ"

[kemmañ ar vammenn]

Diluget oc'h bremañ. Gallout a rit kenderc'hel da implijout Wikipedia en un doare dizanv, pe en em lugañ en-dro gant un anv all mar fell deoc'h. [5] Meuleudi da Z. Karantez ha doujañs d'an holl. A galon. Klaod Kadbzh 5 Kzu 2007 da 16:27 (UTC)[respont]

E-lec'h ma fell deoc'h e vije ret lakaat "ma fell d'ar Saver Reolennoù". Bianchi-Bihan 6 Kzu 2007 da 05:57 (UTC)[respont]