Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 48 bloaz 2007

Eus Wikipedia

26/11/2007 — 02/12/2007

skrivañ un dra bennak en eizhvet sizhun ha daou-ugent eus 2007 | An davarn | sizhun a-raoksizhun a zeu
The Zauberer of Hiva Oa, (1902)
  • Digor eo Mirdi brezhonek Paul Gauguin. Gallout a rit degas oberennoù all da binvidikaat an dastumadeg.
  • Ma c'hall unan bennak treiñ an titl an oberenn-mañ, ne vo ken gwell a se.
  • Gwin riesling a vo profet d'ar weladennerien gentañ, n'eo ket bet ar marc'hadour muskadig c'hoazh. Unan bennak a gav gwelloc'h gwin ruz?Bianchi-Bihan
Zauberer a dalvez kement a majisian, sorser, strobineller en alamaneg. Setu ma c'hinnig troidigezh : "Sorser Hiva Oa". Benoni (Kaozeadenn) 27 Du 2007 da 17:25 (UTC)[respont]
Gounezet ur voutailhad ganit. Oa ket bet gouest tud ar wiki saoz da dreiñ ar ger!
Trugarez, n'eo ket displijus ur banne riesling. Benoni (Kaozeadenn) 27 Du 2007 da 20:14 (UTC)[respont]

Alan III[kemmañ ar vammenn]

Kemmet eo bet anv ar pennad meur a wech: lakaet em eus en doare eeunañ, rak n'eus nemet un den en anv-se. Ma c'hallfed reizhañ e anv e taolenn al lignez a zo war un toullad pennadoù ( gant robotniki estrevidon) ne vije ket falloc'h,... ha distruj ar pajennoù a zo goullo bremañ ha gant anvioù luziet atav . Trugarekaat.

Ma robot na oar ket ober kement-mañ siwazh din. Ret e vo ober ar c'hemmoù unan hag unan. Benoni (Kaozeadenn) 29 Du 2007 da 09:44 (UTC)[respont]
A vo graet deiz pe zeiz. Pa'm bo tro da zont en-dro e lamin pezh zo diezhomm. Gereg a Vreizh? N'eus nemet lakaat Nevenoe a Vreizh ivez! Bianchi-Bihan 29 Du 2007 da 15:22 (UTC)[respont]

Gereg pe Gwereg? Alioù, mar plij. Bianchi-Bihan 30 Du 2007 da 02:16 (UTC)[respont]

War a seblant eo gwelloc'h Gwereg. Trugarez d'an holl dud o deus respontet abaoe tri bloaz. Bianchi-Bihan 18 Gwe 2010 da 11:43 (UTC)[respont]

Post ar vezh war 11 pajenn[kemmañ ar vammenn]

Post ar vezh Barcelos, e Portugal. Gwechall e veze staget an dud ouzh post ar vezh. Gant doareoù all e vez graet hiriv.
  • Taolet em eus evezh e oa bet skrivet war bajenn 11 kenlabourer, ar frazenn dismegañsus-mañ:

Stanket eo bet kont an implijer/ez-mañ abalamour d'an tagadennoù personel bet graet gantañ/i. Sellit ouzh ar bajenn gaozeal evit displegadennoù abegoù ar stankadur.

  • Pa glasker eus peseurt tagadennoù ez eus kaoz ne gaver hini ebet. Peogwir n’eus tagadenn ebet, eo gaou ar frazenn evel-just, hag e rank bezañ lamet, en anv ar garantez a vagomp holl amañ ouzh ar wirionez.

Wikiarroud[kemmañ ar vammenn]

Digoret eo ez ofisiel ar wikiarroud brezhonek amañ. Tu zo deoc'h mont d'ober un dro, reiñ o ali, kenlabourat dre zifaziañ ar pezh a zo bet savet dija pe dre klokaat ar pajennoù pe sevel pennadoù nevez. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 30 Du 2007 da 13:23 (UTC)[respont]

Kemm e post ar vezh war 11 pajenn[kemmañ ar vammenn]

  • Taolet em eus evezh e oa bet kemmet an embann dismegañsus a oa war an 11 pajenn meneget uheloc'h. Ur c'heloù mat, pa ziskouez
    • e c'haller mont un tammig bihan war-raok a-wechoù,
    • emañ ar wirionez gant ar vevelien a-wechoùigoù ivez.
  • Koulskoude, perak eo bet diverket ar pajennoù a embanne al labourioù? (Etre 500 ha 1000 pennad krouet a zo bet kuzhet ouzh daoulagad ar genlabourerien, n'eo ket un dra dister!)
    • Gwir an holl genlabourerien eo gouzout petra eo labour o c'henlabourerien, betek ar re a vez staget ouzh post ar vezh.
    • Goulenn a ran ma vo adsavet ar pajennoù diverket, evit diskouez un tamm doujañs ouzh labour an dud.
??????? N'eus bet kuzhet pajenn ebet! Benoni (Kaozeadenn) 30 Du 2007 da 15:53 (UTC)[respont]

Pajenn ebet kuzhet[kemmañ ar vammenn]

N'em eus ket amzer da glask 11 gwech, met gwir eo pezh a laran
    • Ur wech da vihanañ: [[1]] "stanket evit gourdrouzoù (sic)... gant e bennadoù diwar-benn Brazil hag Arc'hantina?
    • Div wech da vihanañ: [[2]]. "stanket evit gourdrouzoù (sic)... gant e bennadoù diwar-benn korf an den?
    • Teir gwech da vihanañ: [[3]], "stanket evit gourdrouzoù (sic)... gant e bennadoù diwar-benn stêrioù Breizh?
    • Peder gwech da vihanañ: [[4]], "stanket evit gourdrouzoù (sic)... gant e bennadoù diwar-benn Kuba?
      • Sklaer eo: ne oa ket gourdrouzoù eus perzh den ebet, ha setu perak e rank ar c'hontoù-se bezañ addigoret.
    • Pa'm bo amzer e sellin ouzh ar 7 pajennad all.

A galon. Bianchi-Bihan 30 Du 2007 da 16:05 (UTC)[respont]

N'eus bet kuzhet netra: erlec'hiet eo bet nemetken ar pajennoù gant ar patromoù o menegiñ e oa stanket da margodennoù, evel ma vez graet war n'eus forzh peseurt wikipedia. Met an istor a zo aze m'o deus tud amzer da goll (gellet mije he distruj ivez, ar pezh a vez graet alies a-enep d'ar roñsed taerañ war ar wikipediaoù all, met n'am eus ket graet). Hag 11 erlec'hiadenn a zo pell n'eus forzh penaos eus 500 da 1000 pennad "kuzhet". Benoni (Kaozeadenn) 30 Du 2007 da 16:31 (UTC)[respont]
Lavarout a rez: N'eus bet kuzhet netra: erlec'hiet eo bet nemetken ar pajennoù...
  • da lavarout eo ec'h anzavez (hep anzav) ec'h eus tennet ar pajennoù a veneg al labour graet, ha setu pezh a laran, ha setu pezh zo direizh, ha setu petra eo kuzhat al labour graet.
Lavarout a rez gant ar patromoù o menegiñ e oa stanket da margodennoù,
  • da lavarout eo UR patrom savet ganit, patrom emaout o paouez kemm (ha trugarekaat) peogwir em eus lavaret e oa gaou pezh a oa skrivet, patrom chomet mizioù ha mizioù, patrom direizh hag a vije chomet da viken ma ne vijen ket aet da glemm
Lavarout a rez evel ma vez graet war n'eus forzh peseurt wikipedia.
  • D'am soñj n'eo ket peogwir e vez graet gant doareoù zo e ti hon amezeien jakobin eo ret ober evelto. Gallout a rafemp kavout skwerioù mat e lec'h all.
Lavarout a rez Met an istor a zo aze m'o deus tud amzer da goll:
  • afer bersonel pep hini eo implij e amzer: darn a lak tan er c'hirri, darn a zo dirak ar skinwel, darn a baotreta, darn a wikipedia.
Lavarout a rez: (gellet mije he distruj ivez, ar pezh a vez graet alies a-enep d'ar roñsed taerañ war ar wikipediaoù all, met n'am eus ket graet).
  • Ma vije bet distrujet e vije bet amzer gollet marteze, e vije bet goulennet adsevel sur, kement ha gounit amzer brizius.
  • Diverkañ an istor n'eo ket neptu, evel ma ouzout. Ha n'eo ket gounit amzer.
  • Ne ouien ket e oa roñsed er wikipediaoù all.
Lavarout a rez: Hag 11 erlec'hiadenn a zo pell n'eus forzh penaos eus 500 da 1000 pennad "kuzhet". C'hoari war ar gerioù n'eo ken: gant 11 "erlec'hiadenn" (sic) e c'haller kuzhat 1000 pennad ha kalz muioc'h, hervez petra zo skrivet war an 11 pajennad "erlec'hiet".
Gortoz a ran gwelout estroc'h evit post ar vezh war an 11 pajenn.
Savet ez eus bet kantadoù a bennadoù gant ar c'hontoù-se, se zo kaoz e rankont bezañ addigoret, evit mad wikipedia, evit gwelout pennadoù all war ar c'horf, war douaroniezh Arc'hantina, hag all.

Pennaennoù diazez[kemmañ ar vammenn]

  • Koulskoude ez eus peadra da gavout trenk ar soubenn atav pa lenner bremañ:

Stanket eo bet an implijer/ez-mañ gant unan eus ar verourion peogwir ne glote ket e emzalc'h gant unan eus pennaennoù diazez ar raktres-mañ. Sellit ouzh ar bajenn gaozeal evit displegadennoù abegoù ar stankadur.

  • Petra eo "an emzalc'h" ha ne glot ket "gant unan eus pennaennoù diazez ar raktres-mañ"?
    • Lenn a reer: Stanket eo bet ar c'hont-mañ evit bezañ ur fri-faos da vBianchi-Bihan.
    • Din-me n'eus reolenn diazez ebet amañ, ha ne welan ket an hanter eus lost un arguzenn en displegadur roet dimp.
    • N'eus abeg ebet, diazez ebet, gwir arguzenn ebet... Neuze eo sklaer: addigeriñ ar c'hontoù serret.

Bianchi-Bihan 30 Du 2007 da 15:40 (UTC)[respont]

Wikiarroud[kemmañ ar vammenn]

Digoret eo ez ofisiel ar wikiarroud brezhonek amañ. Tu zo deoc'h mont d'ober un dro, reiñ o ali, kenlabourat dre zifaziañ ar pezh a zo bet savet dija pe dre klokaat ar pajennoù pe sevel pennadoù nevez. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 30 Du 2007 da 13:23 (UTC)[respont]