Vitis vinifera
| |||||
---|---|---|---|---|---|
Vitis vinifera subsp. vinifera | |||||
Rummatadur Cronquist | |||||
Riezad : | Plantae | ||||
Isriezad : | Tracheobionta | ||||
Skourrad : | Magnoliophyta | ||||
Kevrennad : | Magnoliopsida | ||||
Iskevrennad : | Rosidæ | ||||
Urzhad : | Rhamnales | ||||
Kerentiad : | Vitaceæ | ||||
Genad : | Vitis | ||||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Vitis vinifera, ar winienn voutin, zo ur spesad gwezigoù sarmantek eus ar familh Vitaceæ, da lavaret eo hini ar gwini.
Gounezet e vez evit he frouezh a-gropadoù, ar rezin.
E diazad ar mor Kreizdouar e voe ganet, koulz hag e kreiz Europa hag e mervent Azia[1].
Etre 5 000 ha 10 000 doare Vitis vitifera zo bet renablet, met ul lodennig hepken anezho a ro rezin a zo talvoudus da vout gounezet.
Ul liammenn-red skantek he rusk eo, a c'hall kreskiñ betek 6 metrad hirder. Pebeilat eo he delioù flipennek ledan, 5–20 cm o hirder.
Bez' e c'haller debriñ rezin fresk, disec'het, evañ o chug fresk pe e lakaat d'ober gwin.
An doare gwinienn bennañ eo a vez gounezet en Europa hag er bed, peogwir he deus roet kalz gouennadoù a dalvez d'ober gwin, rak gant Vitis vinefera e vez roet ar fro gwellañ.
Is-spesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou is-spesad pennañ zo :
- ar ouezwinienn (Vitis vinifera subsp. sylvestris), a zo dioek[2], a gresk er c'hoadegi ; gwarezet-strizh eo e Bro-C'hall ;
- ar winienn voutin he bleunioù divrevek[3] (Vitis vinifera subsp. vinifera).
Hep mar ez eus meur a rummad en is-spesad Vitis vinifera vinifera, an niver anezho o vout kemm-digemm hervez ar skiantourion. Kantadoù a ouennadoù gwini zo bet ganet diwar Vitis vinifera, petra bennak ma teu lod anezho eus hironadurioù gant spesadoù arall.
E-maez ar re hiron ez eus bet gounezet gouennadoù diwar ziuzouennañ a-hed kantvedoù, ar pezh en deus o fellaet diouzh ar gwini gouez. Neuze e rankjed moarvat komz eus gouennadoù gwini "bet tapet diwar" Vitis vinifera.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad milvedoù ez eo bet gounezet Vitis vinifera en Azia (Reter-Kreiz, Kaokaz), en Afrika an norzh hag ar su, en Europa ; kemmesket eo istor ar blantenn hag istor ar gwin abaoe keit all.
En Neolitik dija e oa anavezet gant mab-den, a gutuilhe rezin gouez kent kregiñ d'o gounez war-dro 3500-3000 KJK, koulz evit debriñ hag evit ar vezegiezh, e mervent Azia, en Armenia ha Jorjia, e Roumania ha Bulgaria.
E Meurgan Gilgamech (trede milved KJK) emañ ar meneg kentañ eus rezin ha gwin ; dre hieroglifoù Egipt e tesker e oa ar gwin un drugar miret evit ar veleion, an uhelgargidi hag ar faraon hepken.
Pelloc'h, en Henc'hres, e teskrivas Hesiodos doare e vro da vendemiñ ha d'ober gwin. Eus Henc'hres e voe kaset an troioù-micher-se da su Italia (Magna Grecia, "Gres Veur", pe c'hoazh Œnotria, "Bro ar gwin"). Eus su Italia e voe kaset d'an norzh ; gant an Etrusked eno e voe gwellaet an teknikoù, hag enhentet ar Romaned
Gwellaet c'hoazh e voe an doareoù gant ar Romaned, ha lod anezho zo chomet digemm abaoe ar skrid De Agri Cultura gant Kato an Henañ (234-149 KJK), unan eus al levrioù niverus bet skrivet en Henamzer a-zivout ar gwinierezh.
Er Reter-Kreiz en devoe ar gwinierezh ur pouez armerzhel diarvar betek ar VIIvet kantved, ma krogas da gilañ a-zirak islamekadur ar pobladoù.
En Europa, eus ar Vvet betek an Xvet kantved ne veze gounezet Vitis vinifera tost-da-vat nemet gant an urzhioù relijiel en o manatioù ; gant Beneadiz e voe plantet gwiniegi pelloc'h war-du an norzh hag uheloc'h er menezioù. Ar peurrest eus ar gwiniegi a veze e dalc'h an noblañs.
Eus dibenn ar Grennamzer betek an Azginivelezh e voe plantet mui-ouzh-mui a winiegi en abeg d'ar c'hresk e poblañs ar c'hêrioù ; peogwir e kreske ivez pinvidigezh ar varc'hadourion hag an artizaned e krogjont da bostañ arc'hant er gwinierezh, a c'hounezas a-nevez ur pouez en armerzh europat.
Da heul politikerezh trevadennour Europiz e voe degaset Vitis vinifera en holl gevandirioù : e Norzhamerika ez erruas er XVIIvet kantved, e Suamerika hag en Aostralia diwezhatoc'h.
E Norzhamerika e voe hironet gant gouennadoù lec'hiel, evit krouiñ plant a vije gouest da herzel ouzh ar c'hwen-gwini (Daktulosphaira vitifoliæ) ; imboudet e voe gwini amerikan war Vitis vinifera europat evit ma c'hallfe stourm gwelloc'h.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Vitis vinifera eo ar spesad gwini a vez gounezet dre ar bed a-bezh.
- En Afrika : en norzh, war arvor ar mor Kreizdouar, hag er su, e Suafrika.
- En Azia, eus ar c'hornôg d'ar reter : en Anatolia, er C'haokaz, er Reter-Kreiz, e Japan, e Korea ar Su hag e Sina.
- En Europa : er su, tro-dro d'ar mor Kreizdouar, hag er c'hreiz[4].
- E Norzhamerika : e Kalifornia dreist-holl, hag e Michigan, New Mexico, Oregon, Stad Washington en SUA, e British Columbia, Ontario ha Québec e Kanada.
- E Suamerika : en Arc'hantina, e Brazil, Chile, Perou hag Uruguay.
- En Okeania : en Aostralia hag e Zeland Nevez.
Perzhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Trenk, startaus ha freskaus eo Vitis vinifera. Troazhus eo, skañvaat a ra an tanijennoù, gwellaat red ar gwad, reoliañ an diwadañ ha skarzhañ an toksinoù.
Arver
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Armerzhel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwin dreist-holl a reer gant frouezh Vitis vinifera ; e 1996 e voe kavet en Iran jarloù o devoa dalc'het gwin 7 000 bloaz zo[5].
- Chug fresk, gwinêgr, kaotigell a vez graet ivez gant a rezin. Rezin sec'h a vez gwerzhet er bed a-bezh.
- Eoul a vez tennet eus ar splus.
- Bitartrat kaliom (KC4H5O6) zo un hal strinkel a vez aotreet evel arodad boued dindan an niverenn E.E336 en Unaniezh Europa ; ur stabilaer eo, a gaver er goelloù kevret gant ar bikarbonat natriom (NaHCO3).
Keginerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- An delioù, fresk pe miret en hili, a vez bervet buan kent servijout da bakañ meuzioù evel kig drailhet, pesked ha riz.
- Ar frouezh a c'hall bout debret fresk, pe boazhet buan.
Mezegiezh hengounel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Perzhioù mat evit ar yec'hed zo d'ar blantenn ha d'he frouezh, evel m'eo bet gouezet abaoe pell.
Er vezegiezh hengounel, en Europa pergen, e veze arveret kement tamm eus ar blantenn evit klask pareañ meur a gleñved.
- An teñv evit prederiañ ouzh ar c'hroc'hen hag an daoulagad.
- An delioù enep an diwadañ hag ar wazrudez.
- Ar rezin glas da bareañ ar boan-c'houzoug.
- Ar rezin azv ouzh ar c'hankr, ar c'holera, ar vrec'h, an heugenn, kleñvedoù ar c'hroc'hen, an daoulagad, an avu hag al lounezhi.
- Ar rezin sec'h enep ar goustivadur hag an dorzhellegezh.
Mezegiezh a-vremañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dre ziabarzh : evit prederiañ ouzh an teuc'helloù, ar mizioù re builh, ar gwadliñvoù, ar poanioù-troazhañ, an uswask, ar c'holesterol, an dispuilh, ar c'hellulit hag ar morgud diwar re a bouez.g
- Dre ziabarzh ha dre ziavaez : enep tanijenn ar beg, ar gouzoug, an daoulagad.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Deni Brown (1995), Encyclopedia of Herbs & their Uses, The Royal Horticultural Society, Dorling Kindersley, London, ISBN 978-0-7513-0203-5 (en)
- Roger Dion (2010), Histoire de la vigne & du vin en France, des origines au XIXe siècle, CNRS, ISBN 978-2-271-06952-8 (fr)
- Maria Hopf & Daniel Zohary (2001), Domestication of Plants in the Old World – The Origin and Spread of Cultivated Plants in West Asia, Europe, and the Nile Valley, OUP Oxford, ISBN 978-0-19-850356-9 (en)
- Michel Vidal (2001), Histoire de la vigne et des vins dans le monde - XIXe-XXe siècle, Féret, ISBN 978-2-902416-74-5 (fr)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Euro + Med (en)
- ↑ Dioek a lavarer eus plant o deus hiniennoù gourel ha re venel a-benn gouennañ.
- ↑ Divrevek a lavarer eus plant a zoug bleunioù gourel ha re venel war an hevelep hinienn.
- ↑ En abeg da dommadur ar blanedenn ez eur krog da c'hounez Vitis vinifera en norzh d'he domani a-vremañ ha d'ober gwin diouti, e Kembre da skouer. Gwelit WalesOnline (en)
- ↑ Da lavaret eo daou vilved kent tud an neolitik bet komzet diwar o fenn e penn-kentañ ar pennad-mañ. Gwelit : Mark Berkowitz (1996), World's Earliest Wine, Archaeology levrenn 49, niv. 5 (en)