Menadezed
Aller à la navigation
Aller à la recherche

Bakantez gant William-Adolphe Bouguereau, 1894

Menadenn o tougen un thyrsos, tamm eus ur gib atikat dremmoù ruz warnañ, war-dro 480 kent JK, Mirdi al Louvre.
Ar Menadezed (Μαινάδες / Mainádes, e gregach, eus μαίνομαι / maínomai, « ambren »), pe Bakantezed gant ar Romaned, eo anv ar merc'hed a vez da-heul Dionysos e mojennoù Hellaz kozh.
Magerezed an doue int, nimfezed menez Nysa, a oa bet fiziet ar bugel doue enno gant Hermes. Mont a reont d'e heul, gwisket gant krec'hin loened gouez, o seniñ taboulinoù hag o hejañ ouroulerioù, deuet dezho an ambren.
An anv-se a veze roet ivez d'ar maouezed a gemere perzh en Dionysia, lidoù Dionysos en Aten.