Vienna
Vienna | |
---|---|
Banniel Vienna |
Ardamezioù Vienna |
Riez | Aostria |
Rannvro / Stad kevredet | Vienna (Wien) |
Kod post | 1010 - 1239, 1400, 1450 |
Kod pellgomz | (43) 1 |
ISO 3166-2 | AT-9 |
Maer (Bürgermeister) Amzer gefridi |
Michael Häupl (sokialour) 2010-2015 |
Gorread | 414.9 km² |
Hed | 16° 11' - 16° 34' reter |
Led | 48° 07' - 48° 19' norzh |
Uhelder | bihanañ: 151 m brasañ: 543 m |
Poblañs hep kontoù doubl | 1 631 082 (2005) 1 875 000 (tolpad-kêrioù a-bezh) |
Stankter | 3 931.3/km² |
Kartenn: Arondisamantoù Vienna | |
- Sellout ivez ouzh Vienna (disheñvelout), Viena, Vienne, ha Wien.
Vienna (Wien en alamaneg, Vídeň e tchekeg , Bécs e hungareg, Dunaj e sloveneg, Beč e kroateg, ha distaget [ˈvɛɐn] e vienneg) eo kêr-benn gevreadel Aostria, lec'hiet war riblennoù an Danav e biz ar vro, 60 km nemetken eus bevenn Aostria gant Slovakia. Unan eus stadoù Aostria eo ivez. Abaoe pell zo ez eo bet Vienna kreizenn bolitikel ha sevenadurel Aostria (betek 1918 Aostria-Hungaria).
Vienniz (alamaneg: Wiener, vienneg: Weana ['vɛɐnɐ]) a vez graet eus hec'h annezidi.
1 631 082 den a oa o chom e Vienna e 2005. Rannet eo kêr e 23 arondisamant (Bezirke).
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diazezet eo bet Vienna gant an Noriked, ur bobl keltiek he yezh, war-dro 500 kent J.K. dindan an anv Uindobona ("frankizenn wenn"). An anv alamanek a-vremañ ne zeu ket eus an anv keltiek-mañ avat, met eus Vedunya, anv slavek ur stêrig vihan hag a vez graet Wien anezhi ivez. Aloubet e oa rouantelezh an Noriked gant ar Romaned er bloavezh 15 kent J.K. Ur c'hamp-kreñv roman a voe savet e-kichen Uindobona, abalamour ma teuas an Danav da vezañ bevenn Impalaeriezh Roma.
E 976 e voe roet traonienn an Danav da gont Liutpold a vBabenberg dindan an anv Ostarrîchi (Aostria). Lignez Babenberg a ziazezas e Vienna. E 1246 e voe lazhet hêr diwezhañ ar vBabenberged, Friedrich II, en un emgann a-enep Béla IV a Hungaria. Vienna (hag Aostria a-bezh) a gouezhas da Ottokar II Přemysl, roue Bohemia.
Er bloavezh 1278 e voe roet Aostria da lignez Habsbourg hag a rene ar vro betek 1918. E 1365 e voe savet Skol-Veur Vienna gant Rudolf IV a Habsbourg. Eus 1556 betek 1803 e oa Vienna sez Impalaeriezh Santel Roman ha German. Eus 1804 betek 1867 e oa kêrbenn Impalaeriezh Aostria hag eus 1867 betek 1918 hini Aostria-Hungaria.
Arondisamantoù Vienna
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]1.Innere Stadt (kreiz-kêr), 2.Leopoldstadt, 3.Landstraße, 4.Wieden, 5.Margareten, 6.Mariahilf, 7.Neubau, 8.Josefstadt, 9.Alsergrund, 10.Favoriten, 11.Simmering, 12.Meidling, 13.Hietzing, 14.Penzing, 15.Rudolfsheim-Fünfhaus, 16.Ottakring, 17.Hernals, 18.Währing, 19.Döbling, 20.Brigittenau, 21.Floridsdorf, 22.Donaustadt, 23.Liesing
Yezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez niveradeg 2001, n'eo nemet an div drederenn eus poblañs Vienna alamanegerien a-vihanik. Lod anezho a ra gant ar vienneg (weanerisch), rannyezh hengounel Vienna, hag ar re all gant an alamaneg standard. War-dro 400 000 a dud a gomz yezhoù all, en o zouesk 97 000 serbeger, 71 000 turkeger, 40 000 kroateger (20 000 anezho a gomz kroateg Burgenland), 21 000 poloneger ha 15 000 hungareger.
Relijion
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 2001 e konted 49.2% a gatoliked, 25.6% a dud direlijiel, 7.8% a vuzulmaned, 6.0% a gristenien ortodoks, 4.7% a brotestanted ha 0.5% a yuzevien.
Keginerezh Vienna
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evel he yezh he deus bet levezonet keginerezh Vienna gant re meur a bobl. Meuzioù anavezetañ Vienna eo:
- Rindssuppe (soubenn kig bevin) gant Frittaten (bandennoù krampouezh)
- Wiener Schnitzel (trañchennoù kig leue)
- Tafelspitz (kig bevin bervet) gant Apfelkren (yod avaloù ha riforz)
- Gulasch (< hungareg: gulyás)
- Beuschel (skevent)
- Schinkenfleckerln (ur seurt far graet eus toazennoù, vioù ha jambon)
- Palatschinken (< hungareg: palacsintak, krampouezh mod-Aostria-Hungaria)
- Apfelstrudel ha Topfenstrudel (kar da rétes Hungaria)
- Germknödel (pouloud dous farset, gwarnisset gant greun roz-naer ha sukr)
Tud vrudet a Vienna
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Hans Carl Artmann, skrivagner
- Joseph Haydn, sonaozour, marvet eno e 1809
- Gustav Klimt, livour
- Arnold Schönberg, sonaozour
- Franz Schubert, sonaozour
- Johann Strauß (tad ha mab), sonaozourien
- Oskar Werner, aktour
- Stefan Zweig, skrivagner, ganet eno e 1881
Monumantoù heverk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Albertina
-
Belvedere
-
Iliz-Veur Sant-Stephan
-
Iliz Sant-Karl
-
Plasenn an Harozed
-
Palez an Habsbourged
-
Judenplatz
-
Ti-kêr nevez
-
Opera
-
Prater
-
Schloss Schönbrunn
-
Secession
-
Zentralfriedhof
-
Gasometer Vienna
- Albertina
- Belvedere
- Iliz ar Jezuisted
- Iliz-Veur Sant-Stephan
- Iliz Sant-Karl
- Heldenplatz ("Plasenn an Harozed")
- Hofburg (palez an Habsbourged)
- Hunderwasserhaus
- Monumant e koun ar yuzhevien drouklazhet gant an nazied (war ar Judenplatz, d.l.e. "Plasenn ar Yuzhevien")
- Museumsquartier
- Neues Rathaus (ti-kêr nevez)
- Naschmarkt (marc'had brasañ Vienna)
- Opera
- Prater
- Schloss Schönbrunn (eil palez an Habsbourged, savet war batrom Versailles)
- Secession
- Skol-Veur Vienna
- Zentralfriedhof (bered veur)
Gevelliñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gevellet eo Vienna gant ar c'hêrioù-mañ:
Meur a arondisamant a zo gevellet gant kêrioù zo e Japan ha Sina.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|
Porched Aostria – Adkavit ar pennadoù a denn da Aostria. |