Mont d’an endalc’had

Grell voutin

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Tyto alba)
Grell voutin

Ur c'hrell wenn


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Strigiformes
Kerentiad : Tytonidae
Genad : Tyto
Anv skiantel
Tyto alba
(Scopoli, 1769)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Grell voutin[1] (benel eo an anv ; liester : grelled boutin) zo ur spesad evned-preizh noz, Tyto alba an anv skiantel anezhañ.

Kavet e vez Tyto alba en holl gevandirioù war-bouez Antarktika.

Tyto alba eo an anv latin a zo bet roet d'al labous gant ar mezeg hag evnoniour aostrian Giovanni Antonio Scopoli (1723-1788) e 1769.

Meur a anv zo d'al labous e brezhoneg.

Lesanvioù

Merkit n'eus meneg ebet eus al labous e rann galleg-brezhoneg Geriadur Roparz Hemon bet embannet e 1985 ; er rann brezhoneg-galleg ne gaver nemet stumm gourel ar ger « grell » (un tamouez bras). En embannadur 2014 avat emañ « grell » chouette effraie p. 344-b hag effraie « grell », « kaouenn-wenn » p. 1093-a.

Annez hag isspesadoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tiriad ar c'hrell voutin
Spesad
  • Tyto alba
Ispesadoù

E metoù digor e vev ar grelled gwenn : pradennoù ha foennegi, brugegi, geunioù, lanneier ha parkeier. Gwech ebet ne annezont lec'hioù hag a zo uheloc'h eget ar gwez a zo tro-dro dezho. Nepell diouzh savadurioù mab-den e vezont alies, pa ne reont ket o annez enno end-eeun : laboù, grignoloù, ha kloc'hdioù zoken.

Ar grelled gwenn, Tyto alba alba, eo ar re a gaver e Breizh, en Iwerzhon hag e Breizh-Veur, e kornaoueg hag e su Europa[11].

Ar grell rous, Tyto alba guttata, a vev e kreiz ha gevred Europa (e Belgia, e reter Frañs hag en Alamagn e kenvev gant Tyto alba alba).

Doareoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diseurt eo mentoù ar grelled, hervez isspesad ha reizh al labous ; etre 30 ha 44 cm eo o hirder, hag etre 250 ha 700 g a bouez zo enno ; etre 80 ha 95 cm eo o hed-eskell. Bihanoc'h eget ar parezed eo ar pared.

Diseurt ivez eo livioù o fluñv : eus melen-gell da c'hris war o c'hein, eus rouz sklaer da wenn war o c'hof ; arwenn eo o dremm. Sklaeroc'h dre holl eget ar parezed eo ar pared. Diforc'hioù bras zo etre ar mentoù hag al livioù e diabarzh un takad-annezañ.

Raouliet, skiltr ha hirik eo garm ar c'hrell voutin ; raoulietoc'h ha boutoc'h eo mouezh ar parezed.

Evned-preizh noz eo ar grelled voutin, evel ar braz eus laboused an urzhiad Strigiformes. Da serr-noz pe en noz du e vezont o chaseal diwar nij, met pa 'z eo bet gleb pe drouzus an noz e kendalc'hont da chaseal war an deiz, en arvar da vezañ taget gant evned all : fraved du, gouelaniged maskl du, piged hag all. Kreñv a-walc'h eo al labous avat evit dibennañ ur frav evit en em zifenn.

Gorrek ha didrouz e nij ar c'hrell pa vez o chaseal ; plaviñ a ra pan erru en un takad ma c'hellje kavout fred. Tanav-kenañ eo he c'hleved, rak dre ma n'eo ket kenlinennek o organoù klevet e c'hall gouzout resis pelec'h ha pegen pell emañ tarzh un trouz, ha pegen uhel a-us an douar, a-drugarez da bluñv he dremm, na servij ket dezhi da welet gwelloc'h (gouest eo da gavout ur preizh en noz du-dall). Pa gav ur preizh e c'hall treiñ trumm en aer a-drugarez d'he divaslell ledan ha hir, ha splujañ warnañ en ur dispakañ he favioù hir hag he c'hrabanoù kreñv. A-wechoù ec'h a al labous da gludañ war ur skourr, ur peul pe ul lec'h uhel all evit selaou a-dro-war-dro dezhañ.

Krignerien ha bronneged all a ya da ober 99% eus boued ur c'hrell voutin. Loened bihan all a dap ivez : amprevaned, divelfenneged, glazarded, kevnid, pesked ha stlejviled[12]. Ne hañval ket debriñ buzhug avat.

A-goubladoù e vev ar grelled, a-gevret a-hed o buhez ; un neizh a savont en un toull en ur wezenn, en ur faout en un tornaod, e neizh bras dilezet un evn bennak all, pe e savadurioù kozh evel ul lab pe un tour-iliz ; o annez pennañ a-hed o buhez eo an neizh-se.

Pa vezont oadet a zek pe unnek miz e c'hall ar parezed gouennañ. Daoust ma c'hall ar par hag ar barez chaseal ha neizhañ war dachennoù disrann en em gavont en o annez pennañ pa dosta mare ar gouennañ, etre miz Meurzh ha miz Mezheven pa vez tomm a-walc'h an amzer. Maget gant ar par e vez ar barez pa vez prest da zozviñ etre daou vi ha dek vi arwenn. Kenderc'hel da vagañ ar barez a ra ar par pa vez-hi o c'horiñ.

Goude un tregont devezh bennak e tiglor ar vioù ; marbluñv gris sklaer zo war ar ploged, a gresk buan : goude ur sizhun e tizhont an hanter eus ment ul labous en e oad gour. Pa vezont oadet a deir sizhun e kresk o fluñvennoù. Goude ur miz e krog ar barez da skoazellañ ar par er magañ ar ploged. Ker bras hag ul labous en oad gour e vez ar ploged goude c'hwec'h sizhun. Da nav sizhun e krogont da guitaat an neizh da nijal kent distreiñ d'ar gêr. Betek an oad a drizek sizhun e vezont kenteliet hant o mamm a-zivout klask ha kavout preizhoù.

Diaes ha dañjerus eo buhez ar grelled boutin, setu perak e c'hanont kement a bloged hag a gresk ker buan. War-dro pevar bloavezh eo hirhoal ur c'hrell voutin. Abeg pennañ o marv eo an naon, er goañv peurgetket pa vez kalz erc'h[13]

Bezañ friket gant kirri war an hentoù a c'hoarvez alies gant ar grelled boutin pa vezont war al lezoù o klask boued ; ouzhpenn da se e vezont dallet gant gouleier ar c'harbedoù pa bradont e kreiz an hent evit tapout ur preizh. Seul stankoc'h an tremen, seul arvarusoc'h evit an evned. Un abeg all d'o marv eo an diastuzerioù a vez glizhennet war al lezoù evit o derc'hel "kempenn". Lod laboused a vez lazhet pa stokont ouzh linennoù tredan.

En Europa ar Su e vez chaseet ar greled c'hoazh hiziv an deiz[13].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
(fr) Chouettes & hiboux – Le livre de toutes les espèces. Chartres : Éditions du Gerfaut, 2019 (ISBN 9782351911952)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Hor Yezh, niv. 203-204, p. 33-34, Gwengolo-Kerzu 1995 ; studiet gant TermOfis (Ofis Publik ar Brezhoneg).
  2. Geriadur Le Gléau (1986) p. 1029-a, gant ur veneg tennet eus Magasin spirituel er breurerion, en artisantet, er servitourien, hac en dud diar er maezeu Jean Marion (1790) p. 34.
  3. Geriadur Vallée (1931/1984), p. 242-b.
  4. 4,0 ha4,1 Geriadur Favereau (1992) p. 269-b.
  5. Geriadur Gregor Rostren (1732) p. 416-b ; fresaie eo e galleg hervezañ, da lavarout eo unan eus anvioù an effraie, diwar orfraie ((la) ossifraga diwar (la) praesaga avis, "evn diouganer"), a zo anv gallek daou evn all : an erer-spluj (Pandion haliaetus) hag ar Morerer lost gwenn (Haliaeetus albicilla) ; an anvioù « caouënnes » ha « chevéch » a ro ivez.
  6. Geriadur Ernod (1927/1984) p. 113 ; fresaie eo e galleg hervezañ ivez
  7. Geriadur Le Pelletier (1752) : « garmelot », « garmelet » e Bro-Gwened, fresaie
  8. 8,0 8,1 ha8,2 Geriadur Troude (1876) el levrenn brezhoneg-galleg p. 252-a ; « grell » zo fresaie ivez hervezañ. Meur a anv zo d'al labous el levrenn galleg-brezhoneg, p. 422-b : « chevech », « garmeled », « garmelod », « grell », « kaouennez », « koc'han »,
  9. 9,0 ha9,1 Geriadur Ménard, 2020, p. 448-b.
  10. Geriadur brezhoneg An Here, 2001, p. 559-a
  11. EVNED Breizh gant Claude Péridy, Hor Yezh, 1995, p. 92-93 (ISBN 9782910699086).
  12. (en) The Peregrine Fund / Barn Owl'. Kavet : 01/02/2024.
  13. 13,0 ha13,1 Iain Taylor, op. cit. pp. 203-15.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn: