Mont d’an endalc’had

Evned Breizh

Eus Wikipedia
(Adkaset eus EVNED Breizh)

Evned Breizh a zo ul levrig gant Claude Péridy, embannet gant Hor Yezh[1] e 1995.

An doare brezhonek an hini eo eus 66 oiseaux de Bretagne a oa bet embannet gant Éditions Le Télégramme er memes bloaz hag asantet en devoa an oberour orin dilezel e wirioù en degouezh-mañ. Troet e oa bet e brezhoneg gant Divi gKervella, Olier ar Mogn hag Iwan Kadored.

A-hed ar c'hant ur bajenn ha daou-ugent a ya d'ober Evned Breizh ez a Yann Lenner da c'houzout muioc'h diwar-benn c'hwec'h labous ha tri-ugent hag a c'hell ar baleer kejañ gante e Breizh ingal : urzhiad, kerentiad, iskerentiad, spesad, anv(ioù) all, doareoù pennañ, annez, neizhiañ, divroañ, boued ha pelec'h ez eus tu da welet anezhe (hep o direnkañ evel-just). Skeudennaouet e vez pep pennad war-bouez div luc'hskeudenn.

Listenn an evned

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Urzhiad : Anseriformes (pemp evn)

Urzhiad : Charadriiformes (nav evn)

Urzhiad : Ciconiiformes[3] (daou evn)

Urzhiad : Columbiformes (tri evn)

Urzhiad : Cuculiformes (un evn)

Urzhiad : Falconiformes (daou evn)

Urzhiad : Galliformes (daou evn)

Urzhiad : Gaviiformes (daou evn ; en urzhiad Podicipediformes hiziv an deiz)

Urzhiad : Gruiformes (daou evn)

Urzhiad : Lariformes (unnek evn)

Urzhiad : Passeriformes (daou evn warn-ugent)

Urzhiad : Pelecaniformes (tri evn)

Urzhiad : Procellariiformes (un evn)

Urzhiad : Strigiformes (un evn)

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ Skoazellet gant Servij ar Brezhoneg Skol-Uhel ar Vro, Burev Europat evit Kenembann levrioù bugale ha Park an Arvorig.
  2. ↑ Recuvirostridæ en destenn orin.
  3. ↑ Ciconiformes en destenn orin.
  4. ↑ Cardualis cannabina en destenn orin.
  5. ↑ Cardualis chloris en destenn orin.