Falc'hun-logotaer

Eus Wikipedia
Falc'hun-logotaer

Ur falc'hun-logotaer


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Falconiformes
Kerentiad : Falconidae
Genad : Falco
Anv skiantel
Falco tinnunculus
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar Falc'hun logotaer a zo un evn-preizh, Falco tinnunculus an anv skiantel anezhañ.

Doareoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ul labous preizh boutin a-walc'h en Europa, Azia hag Afrika eo ar falc'hun-logotaer. Muzuliañ a ra etre 34 ha 38 cm gant un hed-eskell a 70-80 cm. Ar par a bouez war-dro 155 g hag ar barez war-dro 190 g. Laboused-deiz int ha kavout a reont gwelloc'h pradennoù ha maezioù digor evit logota.

Boued[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur falc'hun o tebriñ ul logodenn.

Debrin a reont : Amprevaned, krignerien, laboused (a-wechoù), raned ha glazarded.

Annez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ne savont neizh ebet : neizhiañ a reont e-barzh neizhioù kozh brini pe laboused all.

Rummatadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.