Pennglaou
| |||
|---|---|---|---|
Pennglaou
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Aves | ||
| Urzhad : | Passeriformes | ||
| Kerentiad : | Paridae | ||
| Genad : | Parus | ||
| Anv skiantel | |||
| Parus major Linnaeus, 1758 | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Ar pennglaou (Parus major) a zo ul labous eus urzhiad ar golvaneged hag eus kerentiad ar paridae.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant e uhelder a 14 cm eo ar pennglaou an hini brasañ eus familh ar pennglaoued hag an evned kar all eus ar genad.
E benn a zo du hag e zivjod a zo gwenn.
Heñvel-bras eo ar par hag ar barez.
Glaou a dave da liv e benn. Sellet ivez ouzh Pennglaou teñval (Parus lugubris). Pennglaouig a c'hell talvezout da skañv-benn : Pennglaouig ma 'z out ![1]

Ar pennglaou a zebr amprevaned, biskoul, kraoñ hag hadoù.
Annez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevañ a ra ar pennglaou er c'hoadoù, liorzhoù ha girzhier. Ul labous arsezat eo en Europa. Neizhiañ a ra e miz Ebrel hag e miz Mae. Fardet eo an neizh gant kinvi, kolo, gloan, reun ha pluñv en un toull en ur wezenn pe ur voger. Dozvet eo gantañ etre 5 ha 12 vi.
Sell ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ GReg 577a : Pennglaouïcq, Tête de linote, injure, homme de peu de sens (ce mot dans le propre, veut dire mesange).
