Pig
Neuz
(Adkaset eus Pig-klakenn)
| |||
---|---|---|---|
ur big
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Passeriformes | ||
Kerentiad : | Corvidae | ||
Genad : | Pica (genad) | ||
Anv skiantel | |||
Pica pica Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar big, pe ar big-klakenn pa venner he dishañvalout diouzh ar spesadoù piged all, Pica pica hervez hec'h anv skiantel, a zo boutin a-walc'h en Europa a-bezh, hag ivez en Azia, kornôg Afrika ha Norzhamerika (an isspesad-mañ a vefe disheñvel hervez skiantourien 'zo, gwelet Pig-Norzhamerika). Ar spesad-mañ a zo arsezat ha bevañ a ra a-strolladoù bihan e-pad ar goañv. Plijout a ra dezhi koadoù bihan, ha liorzhoù e-kichen ar c'hêrioù.
Boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Annez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Yezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Piged eo liester "pig". A-wechoù e klever ivez distaget "pik" ha "piked". Gwelloc'h eo avat ober ar c'hemm etre pik ha pig, ha neuze etre pikoù ha piged.
Lavaroù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pig pe vran a gan.
- Gragailhat evel ur big, evel piged.