Golvan tiez

Eus Wikipedia
Golvan tiez

Ur golvan.


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Passeriformes
Kerentiad : Passeridae
Genad : Passer
Anv skiantel
Passer domesticus
(Linnaeus, 1758)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar golvan tiez pe golvan-tiez, pe filip c'hoazh, zo un evn bihan, Passer domesticus an anv skiantel anezhañ.

Doareoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Etre 10 ha 15 cm eo ment ar golvan (liester : golvaned pe gelvinier), gant ur mas war-dro 30 g. Gris eo kein ar par, ha du e c'houzoug. Gell eo penn ha gouzoug ar barez.

Neizhiañ a ra etre miz C'hwevrer ha miz Mae. Ar barez a zozv etre 3 ha 5 vi, en un neizh savet dindan malvenn un doenn, pe en iliav.

Digreskiñ a ra an niver a golvaned en Europa, n'ouzer ket perak.

Boued[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemm-digemm e vez boued ar golvaned diouzh o annez : ed, hadennoù bihan, amprevaned, struj ha frouezh a ya ganto peurvuiañ.

Annez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er c'hêrioù ha war ar maezioù.

Gwelout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.