Troad nominativel
Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad nominativel, nominativ, tro-envel pe tro-anviñ (saoz.: nominative case) pe a-wezhoù ivez troad renerel (saoz.: subject case) evit komz eus un droad yezhadurel pennañ a dalvez da verkañ arc'hwelioù kevreadurezhel resis er frazenn, d.l.e arguzennoù resis.
Merket e vez gant an nominativ graer ("A") ur verb tranzitivel pe rener ur verb amdranzitivel ("S") en tu-gra pe c'hoazh ar renadenn-c'houzañv ("P") en tu-gouzañv.
Er yezhoù nominativel-akuzativel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En un doare rik e vez implijet an nominativ, enebet ouzh an akuzativ, gant ar yezhoù nominativel-akuzativel. Peurliesañ eo an nominativ an droad amverk, da skouer:
Skouerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- En alamaneg:
- Das Kind spielt im Garten(nepreizh unander: "Ar bugel a c'hoari/a zo o c'hoari el liorzh")
- Die Kinder spielen im Garten (nepreizh liester: "Ar vugale a c'hoari/a zo o c'hoari el liorzh")
- E latin:
- lupus currit (gourel unander: "al/ul louarn a red/a zo o redek")
- Aquila volat (benel unander: "an/un erer a nij/a zo o nijal")
- E finneg:
- koirat olivat huoneessa (liester: "ar chas a oa e-barzh ar sal")
- huoneet olivat suuria (liester: "bras e oa ar salioù")
- Αυτό το κρασί είναι καλό ("Ar gwin-mañ 'zo mat")
- Ο Γιάννης θα έρθει αύριο ("(Ar) Yann a deuio warc'hoazh")
Er yezhoù aktivel-stadel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet e vez ivez gant ar yezhoù aktivel-stadel (pe "nominativel-absolutivel") un droad heñvel-mik hec'h arc'hwel ouzh hini an nominativ er yezhoù nominativel-akuzativel, daoust ha ma vez merket an nominativ en degouezh-mañ.
Er yezhoù evel-hen e talvez an nominativ da verkañ rener ur verb tranzitivel ha graer a-ratozh ur verb amdranzitivel met ne vez ket implijet evit merkañ rener ur verb amdrazitivel dre degouezh/pe en desped dezhañ.