Mont d’an endalc’had

Trefina Kerrain

Eus Wikipedia

Ur stourmerez politikel ha kevredigezhel eus Bro-Dreger eo Trefina Kerrain.

Ganet e oa e 1987. Tremenet he deus he bugaleaj e Bro-Dreger, e Kamlez hag e Tonkedeg, ha skoliataet eo bet en ur c'hlas divyezhek e Kawan, e skolaj Diwan Plijidi, hag e lise Lannuon, a-raok mont war ar studioù bredoniezh e Skol-veur Roazhon 2. Labouret he deus evel skoazellerez-buhez hag e ti-kêr Roazhon gant an dilennadez Ana Sohier, e-karg eus ar glad hag eus ar politikerezh yezh, d'ar mare ma veze o prientiñ raktres politikerezh yezh kêr Roazhon evit ar brezhoneg.

Stourmerez evit ar yezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezhonegerez a-vihanik, kroget he doa da stourm gant krouidigezh ar c'henstroll Ai'ta[1] evit broudañ impli ar brezhoneg el lec'hioù foran, e ti-gar Roazhon da skouer[2]. Deuet e oa ivez da vezañ ezelez eus Kuzul sevenadurel Breizh. E 2016 e oa bet e-barzh strollad-barn Prizioù dazont ar brezhoneg[3]. Skrivet he deus pennadoù brezhonek evit ar gelaouenn Pobl Vreizh peurgetket.

Ezelez eus Unvaniezh Demokratel Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2013 he doa emezelet Trefina Kerrain en UDB. War ar renk e oa bet e 2015 evit an dilennadegoù departamant e anv UDB hag evit an dilennadegoù rannvro e anv Breizh Evel-Just. Etre miz Here 2014 ha miz Here 2016 e oa bet e-karg eus UDB Yaouank asambles gant Victor Gallou, hag aet e oa e-barzh burev politikel ar strollad[4]. E 2016 e oa bet addilennet er burev politikel hag he doa sammet karg ar stummadurioù hag ar preder. E 2017 e oa bet war ar renk e pastell-vro Lannuon evit an dilennadeg kannaded, e anv Breizh Evel-Just c'hoazh[5],[6].

E 2020 e oa bet dilennet kuzulierez-kêr e Lannuon, hag anvet eil-vaerez e-karg eus ar sevenadur, ar glad hag ar brezhoneg. Kuzulierez eo e Lannuon-Treger-Tolpad-Kêrioù ivez, en tu-enep. E 2022 e oa bet war ar renk un eil gwech e pastell-vro Lannuon evit an dilennadegoù kannaded, e anv UDB.

Ar stourm evit an treuzdougen e Breizh: "Le train en marche"

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant Trefina Kerrain ez eus bet aozet teir c'herzhadeg evit difenn an trenioù etre kêrioù Breizh, dindan an anv "Le train en marche" (liamm ebet gant Macron). Ar gerzhadeg kentañ a oa bet etre An Alre ha Sant-Brieg en hañv 2015[7], evit goulenn ma vefe digoret en-dro ul linenn hent-houarn da liammañ Norzh ha Su Breizh dre greiz ar vro. En hañv 2016 e oa bet aozet un eil kerzhadeg[8], etre Landerne ha Kemper, evit difenn al linenn gozh a liamm Brest ha Kemper, en arvar abalamour d'an diouer a arc'hant postet evit he derc'hel e ratre[9],[10]. E miz here 2016 e oa bet aozet an trede, entre Roazhon ha Kastell-Briant, evit difenn al linenn TER (d'ar mare-se e nac'he ar Stad C'hall hag an SNCF arc'hantaouiñ al labourioù) ha goulenn e vefe digoret en-dro ul linenn TER etre Roazhon ha Naoned dre Gastellbriant[11],[12],[13]. Etre ha goude ar c'herzhadegoù he deus kendalc'het Trefina Kerrain da zifenn al linennoù houarn evit tud ar vro ha da c'houlenn muioc'h a emrenerezh e Breizh[14],[15].

  1. Disentiñ! - Désobéir pour la langue bretonne, Ai'ta, Yoran Embanner, 2016.
  2. "Fest-noz gouez e ti-gar Roazhon", ABP, gant Trefina Kerrain evit Ai'ta.
  3. Listennad izili juri 2016 embannet gant France 3 Bretagne.
  4. "Kendalc'hioù UDB", lec'hienn UDB.
  5. "Dañset ez eus bet e Plistin evit an traezh-mor", lec'hienn Pobl Vreizh.
  6. An dud war ar renk e pastell-vro Lannuon-Pempoull evit Breizh Evel-Just, lec'hienn Breizh Evel-Just.
  7. Program ar gerzhadeg kentañ e lec'hienn UDB Yaouank.
  8. Program an eil gerzhadeg e lec'hienn UDB Yaouank
  9. Trefina Kerrain o tisplegañ pal an eil kerzhadeg e-kerzh an abadenn skingomzKeleier ar vro e lec'hienn Radio Breizh.
  10. Displegadennoù e lec'hienn UDB Yaouank.
  11. Maksim Touzé, ezel eus UDB Yaouank, o tisplegañ pal an trede kerzhadeg.
  12. "Marche de l'UDB entre Rennes et Châteaubriant", gant France 3 Bretagne, 1/2.
  13. "Marche de l'UDB entre Rennes e Châteaubriant", gant France 3 Bretagne, 2/2.
  14. "Un tabut diwar-benn an treuzdougen e Breizh", e lec'hienn Pobl Vreizh.
  15. "Mouezh-aotreet UDB Yaouank en abadenn Bec’h De’i war Brezhoweb", gant UDB Yaouank.