Ana Sohier

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche


Ana Sohier e Karaez e 2009

Ana Sohier, eus Botoha, e kumun Sant-Nikolaz-ar-Pelem, a zo ezelez eus Unvaniezh Demokratel Breizh ha kuzulierez-kêr e Roazhon abaoe 2008.

An dilennadez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2008 e voe dilennet e kuzul-kêr Roazhon, war listenn an tu kleiz, Daniel Delaveau en he fenn. Anvet e voe dileuriadez evit ar Glad sevenadurel dizanvezel, an hini gentañ gant an titl-se er c’hwec’hkogn[1].

E 2014 e voe addilennet war listenn an tu-kleiz, Nathalie Appéré en he fenn ar wech-se. Dont a reas da vezañ kuzulierez Roazhon Meurgêr war andro. Roet e voe da garg dezhi ar politikerezh yezh hag ar glad.

Ar stourmerez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ezelez eo eus Burev politikel Unvaniezh Demokratel Breizh. E 2014 e oa sekretourez ar Burev politikel, hag e 2015 e sammas karg an dilennadegoù. Labourat a reas neuze da brientiñ an dilennadegoù-rannvro, o skoulmañ un emglev etre he strollad hag hini Kristian Troadeg.

An istorourez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet he deus ul levr istor gant he zad Michel Sohier, diazezer Mirdi ar Skolioù war ar Maez e Botoha, e 1994.

Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ana Sohier, Michel Sohier, Tu seras soldat, L'enfant et la guerre à l'école primaire, 1871-1918, Musée rural de l'éducation dans les Côtes d'Armor, Botoha, Sant-Nikolaz-ar-Pelem, 2008.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. http://jeunes.udb.over-blog.fr/article-25230396.html