Mont d’an endalc’had

São Tomé ha Príncipe

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Sao Tomé ha Principe)
São Tomé ha Príncipe


Banniel Skoed-ardamez

Ger-stur Unidade, Disciplina, Trabalho
Kan broadel Independência total


Kêr São Tomé e 2010
LocationSaoTomeAndPrincipe.png|230px]]
0° 20' N - 6° 44' R
Meslestradurezh
Dizalc'hiezh
• diouzh Portugal

12 a viz Gouere 1975
Kêr-benn São Tomé
Kêr dudetañ Água Grande

Yezhoù Portugaleg (ofisiel)
Kreoleg forro
Kreoleg angolar
Kreoleg principense

Gouarnamant Republik unvan
hanterbrezidantel
• Prezidant
• Pennmaodiern
Carlos Vila Nova (2021)
Patrice Trovoada (2022)
Moneiz Dobra (STD)
Douaroniezh
Gorread 964 km²
Poblañs 197 541 (2016)
Stankted 143

Internet Touristelezh

São Tomé ha Príncipe (São Tomé e Príncipe [sɐ̃ũ tu'mɛ i 'pɾı̃sɨpɨ] e portugaleg), ent-ofisiel Republik Demokratel São Tomé ha Príncipe, zo un enezeg hag ur Stad e Pleg-mor Ginea, a-vaez da aodoù Afrika.
Div enezenn bennañ zo : São Tomé ha Príncipe, 140 [[metr|km] an eil diouzh eben, ha tremen 200 km o-div diouzh aodoù Gabon. Dre ma’z eo un enezeg n’he deus harzoù douarel gant bro all ebet ; Gabon, Ginea ar C'heheder, Kameroun ha Nigeria eo ar Stadoù tostañ, war douar-bras Afrika.

Stummet eo bet an enezeg gant un aradennad menezioù-tan kozh. São Tomé, an enez vrasañ, zo tre en hanternoz d’ar c’heheder. Anvet e voe evel-se en enor da sant Tomaz, gant ergerzherien deuet eus Portugal hag a erruas dirazi da zevezh gouel ar sant.

São Tomé ha Príncipe eo ar Stad vihanañ (e-keñver poblañs) a zo en Afrika. Bez' ez eo ivez ar vro bortugalek vihanañ a zo er bed.

Div enezenn vrasañ
São Tomé ha Príncipe

An inizi bihan :

  • Cabras
  • Sete Pedras
  • Santana
  • Quixibá
  • Rolas
  • Gabado
  • Coco

Dizoloet e voe an enezeg gant moraerien bortugalar, João de Santarém ha Pedro Escobar, etre 1469 ha 1472.
Trevadennet e voe São Tomé adalek 1493 gant Alvaro Caminha, en doa resevet an douar-se digant roue Portugal. Príncipe a voe aloubet un nebeud bloavezhioù diwezhatoc’h, e 1500. E-kreiz ar XVIvet kantved e oa deuet an enezeg, diwar-bouez labour ar sklaved, da vezañ ar vro ma veze gounezet ar muiañ a sukr en Afrika.

E 1876 e voe lakaet fin d’ar sklaverezh, met heñvel a-walc’h e chomas al labour evit an dud zu. En XXvet kantved e c’hoarvezas ganto meur a emsavadeg a voe mouget dre nerzh bep taol.

Goude Dispac’h ar Jenoflez e Portugal e teuas São Tomé ha Príncipe da vezañ ur stad dizalc’h d’an 12 a viz Gouere 1975.



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.