Forro

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
  • Arabat droukveskañ gant ar forró, sonerezh eus biz Brazil.

Ar forro, pe são-tomense, pe santomense pe santomé eo yezh vroadel São Tomé ha Príncipe, komzet en enez São Tomé, war-bouez beg ar c'hreisteiz.

Ur c'hreoleg portugalek eo, hogen disheñvelik diouzh kreolegoù Guiné-Bissau, Senegal, Gambia pe Cabo Verde. Diazez ar são-tomense eo ar yezhoù kwa dreist-holl, komzet en Aod an Olifant (Costa do Marfim e portugaleg), Ghana, Togo, Benin ha Nigeria.

77 % eus ar gerioù zo heñvel ouzh ar principense (pe lunguyè), 70 % ouzh an angolar ha 62% ouzh an anobonense (pe fa d'ambu) eus Enez Annobón (Ginea ar C'heheder).

Komzet e vez ar são-tomense en Enez São Tomé, ha da gentañ e veze komzet gant ar sklaved dieubet, pe forros. An darn vrasañ eus an dud a gomz são-tomense a gomz portugaleg ivez.