Mont d’an endalc’had

Sant-Petersbourg

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Sant-Peterbourg)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Санкт-Петербург
Sankt-Peterbourg

Banniel Skoed

Riez Rusia
Gouarner Georgiy Poltavchenko
Rannvro armerzhel Gwalarn
Bann kevredel Gwalarn
Soubiekt Sant-Petersbourg

Daveennoù lec'hiañ 59° 57' 00" Norzh
30° 19' 00" Reter
Gorread 1 439 km²
Poblañs 5 225 690 ann. (2016)
Stankter 3 631,47 ann./km²
Kod pellgomz 007 812
Kod post 190000—199406
Deiz-ha-bloaz 27 a viz Mae

Internet gov.spb.ru

Sant-Petersbourg pe Sankt-Peterbourg[1] (Санкт-Петербу́рг, Sankt-Peterbourg e rusianeg, stumm berr ha pobl : Пи́тер, Piter), a zo ur gêr vras eus gwalarn Rusia. War delta ar stêr Neva emañ, er reter da bleg-mor Finland war ar Mor Baltel. Eil kêr bobletañ Kevread Rusia eo gant 5 281 579 a dud e 2017, goude Moskov. Ur greizenn vras greanterezh, enklask, kelenn ha sevenadur eo. Eil porzh rusian war ar Mor Baltel eo, goude Primorsk.

Lakaet e oa bet savet gant ar tsar Pêr Veur er bloaz 1703. Fellout a rae dezhañ sevel ur gêr nevez ha modern a vefe « ur prenestr digor war Europa » evit lakaat Rusia da vezañ unan eus riezoù bras ar c'hevandir. Kêr-benn impalaeriezh Rusia e oa eus 1712 betek an Dispac'h e Rusia e 1917. Anvet e oa Petrograd (Петрогра́д) etre 1914 ha 1924, ha Leningrad (Ленингра́д) etre 1924 ha 1991 araok kaout e anv orin en-dro da heul ur referendom.

Brudet eo Sant-Petersbourg gant he savadurioù hep o far eus an XVIIIvet kantved. He c'hened hag he c'hanolioù niverus o deus lakaet anezhi da vezañ lesanvet « Venezia an Norzh ». War roll Glad bedel ar bed an UNESCO emañ abaoe 1990.

Savet eo bet war delta geuniek an Neva, e lost Pleg-mor Finland war ribl ar Mor Baltek.

Monumentaoù, mirdioù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e Sant-Petersbourg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Marvet e Sant-Petersbourg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Beziet e Sant-Petersbourg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kêrioù gevellet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gevellet eo Sant Petersbourg gant :


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Jarl Priel, Va zammig buhez, Al Liamm, 1954, p.157, skrivet gantañ «Sankt-Peterburg».