Mont d’an endalc’had

Saksoned

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Sakson)

Ur bobl c’herman e oa ar Saksoned, hag o chom er pezh a zo bremañ gwalarn Alamagn ha reter an Izelvroioù. Meneg a voe graet anezho gant an douaroniour Ptolemaios en Eil kantved ; evitañ e oant ur bobl o chom er strizh-douar a zo Schleswig-Holstein ha Jutland bremañ. Moarvat ez ejont war-du ar c’hornôg goude-se.
Dont a rafe o anv, Sakson, eus ar ger hensaoznek seax, « kontell, badalenn, kleze »[1]. Hervez ar pezh a gonte Einhard, istorour Karl Veur (Vita Caroli c.7), e oant tud kriz ha brezelgar forzh pegement.

Aloubiñ Breizh-Veur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lod eus ar Saksoned, a-gevret gant Angled, Juted, Franked ha Friziz, a yeas da Enez Vreizh (Britannia), da vare dibenn an Impalaeriezh roman er c’hornôg. Abaoe meur a gantved dija e oa preizherien c’herman oc’h argadiñ aodoù reter ha su Enez Vreizh. Evit talañ ouzh ar argadegoù-se e oa bet savet ur rummad kreñvlec’hioù gant ar Romaned a-hed an aod, a oa anvet Litora Saxonica pe aod ar Saksoned. Lod eus ar breizherien-se a oa bet lezet d’ober o annez war an aod-se, koulskoude, pa oa an enezenn e dalc’h ar Romaned c’hoazh.
E 449, goude un argadeg gant ar Bikted, Vortigern, roue ar Vrezhoned romanekaet, a c’houlennas sikour digant ar Juted, da zont da zifenn e vro. Trec’het e voe ar Bikted gant ar Juted ha goude-se en em stalias un nebeud Juted e Kent, e gevred an enezenn. Pa voe nac’het o goulennoù da gaout muioc’h a zouaroù en em savas an holl bobloù german a-enep mistri an enezenn. Angled, Juted ha Saksoned dreist-holl a aloubas ar vro.
Goude ur pennad e oa peder rouantelezh sakson e su an enezenn :

  1. er reter : Essex (bro Saksoned ar reter), en-dro da gêr Colchester ;
  2. er c’hreisteiz : Sussex (bro Saksoned ar su) ;
  3. er c’hornôg : rouantelezh Wessex (bro Saksoned ar c’hornôg), en-dro d’ar gêr-benn Winchester ;
  4. er c’hreiz : Middlesex, ur rouantelezh vihanoc’h ha berrbad, peogwir e voe staget ouzh rouantelezh an Angled (Engl-land).

Anv Saksoned Enez Vreizh a emdroas e yezh keltiek ar vro evit mont d’un dra bennak en deus roet ar ger brezhonek Saozon pe ar ger kembraek Saeson. Ha gant an anv-se e voe graet ganto evit envel an holl C’hermaned deuet da Breden ha hiziv ez eo gant ar ger-se e vez graet evit envel o diskennidi, tud Bro-Saoz (tra ma raer e yezhoù all, evel ar yezhoù romanek pe ar yezhoù germanek, gant ur ger deveret eus anv an Angled, evit envel an dud-se.)

Hollad ar C’hermaned deuet da Breden, Saksoned, Angled ha Juted, a zeuas da vezañ anvet Angled-ha-Saozon.

En deroù ne oant ket kristenien. Dre rouantelezh Kent ez erruas ar gristeniezh en o bro e deroù ar VIIvet kantved, degaset da gentañ gant ar misioner roman Paulinus.

Rouaned Wessex a zeuas da vezañ ar re c’halloudusañ e su Enez Vreizh. Unaniñ a rejont ar rouantelezhioù all gant o bro, ha kemer an titl a Bretwalda (eus an anv Bretanwealda, a dalveze "Aotrou Preden" en o yezh c’hermanek) (keñveriañ gant an "Ard Rí" en Iwerzhon). En Xvet kantved e voe unanet ar vro da vat, dindan ren ar roue Alfred ar Bras, nebeut amzer a-raok donedigezh an Normaned.

N’emañ ket an holl istorourien a-unvouezh : evit lod e voe peoc’hus a-walc’h emled an Angled-ha-Saozon en izeldirioù Preden. Evit lod all e voe gwadek an emgannoù ha bras an distrujoù, evel ma kont Gweltaz, Gildas Sapiens, ur Brezhon anezhañ, en e skrid latin De Excidio et Conquestu Britanniæ, savet war-dro ar bloavezh 560.

Met padout a reas ar brezelioù etre ar Vrezhoned romanekaet hag an alouberien, Juted, Saozon hag Angled e-pad 400 vloaz, ha tamm-ha-tamm e voe kaset ar Vrezhoned war-du ar c’hornôg hag ar gwalarn, ma kavjont repu en uheldirioù Kembre ha Bro-Skos.

Diwar yezh kozh ar Saksoned eo deuet an hensaozneg (Old English).

Saksoned an douar-bras

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ary Scheffer, En em zaskoriñ a ra Widukind da Garl Veur e Paderborn, (1840)

An darn vrasañ eus ar Saksoned avat a chomas war an douar-bras. Hervez an istorour Beda, a skrive war-dro ar bloavezh 730, ar Saksoned kozh n’o deus roue ebet ; renet e vezont gant meur a aotrou (eorldermen) a zibab lod anezho d’o ren er brezel met a zo par an eil d’egile pa vez peoc’h. Tamm-ha-tamm koulskoude e voe unvanet o bro hag a-benn dibenn an VIIIvet kantved e oa ur vro anvet Dugelezh Saks.

Paganed e choment, daoust da strivoù ar visionerien deuet eus Enez Vreizh. Mont a rae tud a orin german eus Enez Vreizh, evel Willibrord pe Sant Bonifas, da glask avielañ o « breudeur » chomet pagan. E-pad pell e stourmas ar Saksoned da chom e diavaez ar Gristeniezh ha distag diouzh galloud ar rouantelezh frank. Hogen faezhet e voent da vat gant Karl Veur, goude meur a vrezel (772 - 804) a-enep o roue pagan Widukind. War-lerc’h al lamm o doa tapet, e voent badezet dre gaer a-wechoù, dre heg peurvuiañ, ha rediet da dreiñ da gristenien.

Sujet e voe ar Saksoned d’ar Garolingidi hag evel meur a bobl all e teujont da vezañ soudarded evit o mistri. Evelkent e teuas duged Saks da vezañ rouaned hag impalaerien zoken : Otto Iañ ar Bras, ur Sakson, a voe e penn an Impalaeriezh santel roman en Xvet kantved. Pa nac’has un dug mont da Italia da vrezeliñ gant an Impalaer Friedrich Barbarossa, e voe rannet dugelezh Saks.

Ar vro anvet "Rouantelezh Saks" eus 1806 betek 1918 ha "Stad Dieub Saks" abaoe 1990 n’eo ket bro orin ar Saksoned. Renerien ar vro-se a zeuas da vezañ mistri war Dugelezh Saks e 1423 hag a reas gant an anv Saks evit o domani a-bezh. Abaoe an amzer-se e voe graet "Saks" (Sachsen en alamaneg) eus ar vro-se, tra ma oa bro orin ar Saksoned kentoc’h er pezh zo bremañ ar stad alaman Saks Izel (Niedersachsen).

Gant ar ger "Saksoned" e voe graet ivez evit ober anv eus an Alamaned a yeas en XIIIvet kantved da annezañ e Treuzsilvania. E deroù an XXvet kantved e oa ur c’hard milion a alamanegerien e Roumania, hag int diskennidi eus an drevadennerien-se. Aet eo an darn vrasañ anezho kuit diouzh ar vro abaoe an Eil Brezel Bed, dreist-holl e-pad diktatouriezh Nicolae Ceauşescu.

Aspadennoù eus o anv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kavout a reer en Alamagn bremañ teir stad a zeu o anv eus hini ar Saksoned : Niedersachsen, pe Saks-Izel, a oa, mui pe vui, takad annez ar Saksoned kozh, etre an Izelvroioù hag ar stêr Elbe ; Sachsen-Anhalt, pe Saks-Anhalt, a zo en-dro da gêr Vagdeburg ; ha Stad Dieub Sachsen, pe Saks, a zo Dresden he c’hêr-benn.

E finneg hag en estoneg eo deuet ar gerioù a dalveze da envel ar Saksoned kozh da dalvezout bremañ evit Alamagn (Saksa en div yezh-se) hag an Alamaned (saksalaiset e finneg ha sakslased en estoneg). E Roumania e reer Siebenbürger Sachsen (Saksoned ar seizh kastell, ar seizh kêr) eus an alamanegerien zo e Treuzsilvania, daoust ma teue o hendadoù eus meur a gorn eus Alamagn e gwirionez.

Er yezhoù keltiek eo emdroet ar ger evit mont da envel ar Saozon, o bro (Bro-Saoz), hag o yezh (ar saozneg, pe saoznaj).

  1. Online Etymology Dictionary (en)