Widukind (roue ar Saksoned)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Delwenn da Widukind e Nienburg.

Widukind, pe Wittekind (743 - 807) a oa roue pagan ar Saksoned hag enebour d'ar Franked kristen, ha d'o impalaer Karl Veur, e dibenn an VIIIvet kantved.

Deuet eo da vout un haroz german.

En em zaskoriñ a ra Widukind da Garl Veur e Paderborn, livet gant Ary Scheffer, (1840)

Stad ar vro[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En VIIIvet kantved e oa bro ar saksoned etre Turingen er c'hreisteiz, Rheinland er c'hornôg, broioù slav er reter, ha Mor an Hanternoz. Teir fobl a oa o chom eno :


Karl Veur, dalc'het en Italia, a gasas peder arme hag a reas freuz a reuz er vro;


E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'ouzer ket nemeur a dra diwar-benn buhez Widukind. Bugel ar c'hoad e talv e anv. An holl zihelloù diwar e benn zo deuet betek ennomp zo deuet eus ar Franked, a lavare e oa un treitour ha rener emsavadeg ar Saksoned.

Dimezet e oa d'ur vaouez anvet Geva, a oa c'hoar da Siegfried, roue Danmark, da Haithabu (Hedeby), ha da Halfdan II, roue Vestfold.