Otto I (impalaer santel)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Otto Iañ ar Bras)
An Impalaer Otto Iañ o tegemer le gwazoniezh Berengar II.
An Impalaeriezh santel da goulz marv Otto.
Mgft. = march/margrafelezh
Hzt. = dugelezh
Kgr. = rouantelezh

Otto I, impalaer santel, a oa ganet d'an 23 a viz Du 912 e Wallhausen, e-tal Lenn Konstanz, hag a varvas d'ar 7 a viz Mae 973. Mab e oa da Herri Iañ Germania ha da Matilda Ringelheim. Ren a reas eus 936 da 973.

E-kerzh un hir a ren e roas brud ha sked da rouantelezh Germania, ken gant e ampartiz politikel ken gant e drec'hioù er brezel. Adsevel a reas an titl a impalaer hag anvet e voe da Impalaer ar Romaned eus 962 da 973. Eñ eta an hini a voe saver an Impalaeriezh santel roman german, goude ma ne voe krouet an anv-se nemet er XVvet kantved.