Mont d’an endalc’had

Rudolf Höss

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Rudolf Höß)
Rudolf Höss
Rudolf Höss
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhAlamagn, Reich alaman Kemmañ
LealdedTrede Reich Kemmañ
Anv ganedigezhRudolf Franz Ferdinand Höß Kemmañ
Anv-bihanRudolf, Franz, Ferdinand Kemmañ
Anv-familhHöß Kemmañ
Deiziad ganedigezh25 Du 1901, 25 Du 1900 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBaden-Baden Kemmañ
Deiziad ar marv16 Ebr 1947 Kemmañ
Lec'h ar marvAuschwitz I concentration camp, Oświęcim Kemmañ
Doare mervelKastiz ar marv Kemmañ
Abeg ar marvkrougañ Kemmañ
Lec'h douaridigezhAuschwitz I concentration camp Kemmañ
PriedHedwig Höß Kemmañ
Kompagnun(ez)Eleonore Hodys Kemmañ
KarRainer Höss Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg Kemmañ
Kondaonet evitcomplicity, torfed a-enep Mab-Den Kemmañ
Micherwar criminal, ofiser, politiker, Beamter, soudard Kemmañ
KargNazi concentration camp commandant Kemmañ
Bet war ar studi eKarl-Friedrich-Gymnasium Mannheim Kemmañ
Lec'h annezAuschwitz-Birkenau Kemmañ
Lec'h labourAuschwitz-Birkenau, SS Main Economic and Administrative Office Kemmañ
Deroù ar prantad labour1934 Kemmañ
Strollad politikelStrollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman Kemmañ
RelijionIliz katolik roman Kemmañ
Partner in business or sportOswald Pohl, Rudolf Mildner Kemmañ
Grad milourelObersturmbannführer Kemmañ
Commander of (DEPRECATED)Auschwitz-Birkenau Kemmañ
BrezelBrezel-bed kentañ, Eil Brezel-bed Kemmañ
Skour luWaffen-SS Kemmañ
Oberenn heverkCommandant of Auschwitz: The Autobiography of Rudolf Hoess Kemmañ
Ezel eusSchutzstaffel, Q2359292 Kemmañ
Darvoud-alc'hwezParchimer feme murder Kemmañ
Prizioù resevetIron Cross, Gallipoli Star Kemmañ
Investigated byGeorg Konrad Morgen Kemmañ
Deskrivet dreThe Zone of Interest Kemmañ


Arabat kemmeskañ Rudolf Franz Ferdinand Höss gant Rudolf Hess, un nazi all.

Rudolf Franz Ferdinand Höss (skrivet ivez Höß) (25 a viz Du 1900 - 16 a viz Ebrel 1947) a zo bet unan eus izili an SS, hag SS-Obersturmbannführer. Evel komandant kamp-diouennañ Auschwitz-Birkenau, e kasas da benn lazhadeg ar Yuzevien hag ar Romed degaset di gant trenioù. Evit se e lakae ober gant ar gaz Ziklon B ha teurel ar c’horfoù e fornioù-leskiñ d’o distruj.


Savet e oa bet en ur familh katoliked e Baden-Baden. C’hoant en devoa an tad da welout e vab o vont da veleg, ha savet garv e voe da vont war an tu-se. D’e bemzek vloaz, marvet e dad digantañ, ez eas Höß da soudard, hag e voe kaset da vrezeliñ gant armeoù an Impalaeriezh ottoman en Irak. D’e seitek vloaz e oa isofiser medalennet gant ar Groaz Houarn a gentañ hag a eil klas. E 1919, echu ar Brezel Bed Kentañ, ez eas gant ur bagad armet anvet Roßbach da vrezeliñ e douaroù alaman tost d’ar Mor Baltel, er Ruhr hag e Silezia Uhel. Pa guitaas ar bagad e lakaas e anv er strollad nazi e 1922. Goude kemer perzh e muntr ar c’homunour Walter Kadow e voe kondaonet da 10 vloaz bac’hidigezh, met donet a reas er-maez war-lerc’h un amnistiezh.

Kinniget e voe dezhañ gant Heinrich Himmler lakaat e anv en SS e 1933, ha monet a reas e-barzh ar strollad-se er bloaz war-lerc’h. D’ar 1añ a viz Kerzu 1934 e teuas da vezañ ezel eus an Totenkopfverband (bagad « penn an den marv »), ha labourat e bagad evezhierien kamp Dachau, anavezet evel an hini kentañ digoret gant an nazied. Anvet e voe da Hauptsturmführer (kabiten en SS) e 1938, ha war ar renk edo evit bezañ komandant kamp Sachsenhausen. E 1939 e oa ezel eus ar Waffen-SS, hag e 1940 e voe anvet da gomandant kamp Auschwitz, ma chomas betek 1943. Eno e reas war-dro mont en-dro melestradurel an Diskoulm Diwezhañ. Adalek ar 1 a viz Kerzu 1943 betek an 8 a viz Mae 1944, e laoskas e lec’h gant Arthur Liebehenschel, a gemeras e lec’h digantañ en Amtsgruppe D eus Wirtschafts- und Verwaltungshauptamt an SS. Pa voe eno eo e teuas soñj dezhañ da ober gant Ziklon B evit lazhañ tud a gantadoù. Kaset e voe neuze adarre da Auschwitz gant Himmler evit kas en-dro an « Aktion Hoess », da lavarout eo ar mekanik-lazhadegañ er c’hamp. Tapet e voe d’an 11 a viz Meurzh 1946 gant polis an arme saoz. Test e voe e Prosez Nürnberg a-enep Ernst Kaltenbrunner, Oswald Pohl hag ar gompagnunezh IG Farben. Deroet e voe da bennadurezh Polonia d’ar 25 a viz Mae 1946, ha barnet e voe en abeg d’e dorfedoù d’an 2 a viz Ebrel 1947. Krouget e voe d’ar 16 a viz Ebrel dirak ti-leskiñ kamp kozh Auschwitz.

  • E-kerzh amzer e vac’hidigezh e savas skrid e vuhez, a voe embannet e 1958 dindan an talbenn Rudolf Höss - Komandant Auschwitz. En em ginnig a ra evel un den savet da sentiñ ouzh an urzhioù.
  • E 1985, gant ar skrivagner italian Primo Levi, bet prizoniad en Auschwitz, e voe savet ur rakskrid da embannadur italianek buhezskrid Höss.
  • E 1953, e voe savet ar romant la Mort est mon métier gant ar skrivagner gall Robert Merle, ul levr diazezet war buhezskrid Höss hag an dihelloù diwar-benn e labour en arme hag er strollad nazi. Diskouezet eo Höss evel ur soudard sentus ha yen, ha gwelet a reer pegen dizenek eo ar seurt emzalc’h pan eo lakaet e-kichen e vuhez pried ha tad a bemp bugel.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]