Ernst Kaltenbrunner
Neuz
Ernst Kaltenbrunner
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Aostria, Trede Reich |
Lealded | Trede Reich |
Anv e yezh-vamm an den | Ernst Kaltenbrunner |
Anv-bihan | Ernst |
Anv-familh | Kaltenbrunner |
Deiziad ganedigezh | 4 Her 1903 |
Lec'h ganedigezh | Ried im Innkreis |
Deiziad ar marv | 16 Her 1946 |
Lec'h ar marv | Nuremberg Court Prison |
Doare mervel | Kastiz ar marv |
Abeg ar marv | krougañ |
Lec'h douaridigezh | Wenzbach |
Den heverk | Kurt Kauffmann |
Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg |
Place of detention | Nuremberg Court Prison |
Kondaonet evit | torfed a-enep Mab-Den, torfed brezel |
Penalty | Kastiz ar marv |
Micher | politiker, alvokad, ofiser, Gestapo employee |
Implijer | Reichssicherheitshauptamt, Gestapo |
Karg | member of the Reichstag of Nazi Germany, President of Interpol, Chef der Sicherheitspolizei und des SD |
Bet war ar studi e | University of Graz, Q1502625, Bundesrealgymnasium Linz Fadingerstraße |
Diplom skol-veur | Doctor of Laws |
Strollad politikel | Strollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman |
Komzoù diwezhañ | Allemagne, bonne chance ! |
Grad milourel | Obergruppenführer |
Brezel | Eil Brezel-bed |
Skour lu | Schutzstaffel |
Ezel eus | Schutzstaffel |
Assessment | intelligence test |
Ernst Kaltenbrunner, ganet d'ar 4 a viz Here 1903 ha marvet d'ar 16 a viz Here 1946, a oa unan eus pennoù uhel ar Strollad Nazi alaman e-pad an Eil Brezel-bed.
Dont a reas tre ar Schutzstaffel e 1931 hag adal 1935 e voe azaouezet evel penn an SS aostrian ha tizhet e vo ar rank Obergruppenführer gantañ.
Goude marv Reinhard Heydrich e 1942 hag ur prantadig dindan ren Heinrich Himmler e teuas Kaltenbrunner da vout e penn burevioù surentez an Trede Reich, ar Reichssicherheitshauptamt (RSHA) (Burevioù ar Gestapo, ar Kripo hag an SD) betek Mae 1945.
Bez e voe an ezel uhelañ eus an SS o vezañ barnet e-pad Prosez Nürnberg. Kondaonet e voe evit torfedoù-brezel ha torfedoù a-enep an Denelezh ha lakaet d'ar marv dre ar groug.