Porched:Ar bed sinaat
中国 Ar bed sinaat | |||
Moger Vras Sina |
Ur Stad en Azia eo Sina. Da 9 596 960 km² e sav he gorread. E-tro 1 367 486 000 a dud a vev e Republik Pobl Sina. Beijing eo he c'hêr-benn hag ar mandarineg he yezh ofisiel. Implijet e vez ar Renminbi da unanenn voneiz. Pinvidik eo hec'h istor a sank he gwrizioù a-dreuz an amzer abaoe meur a vilved. Emañ war-nes bezañ unan eus takadoù douarbolitikel hag armerzhel pennañ an XXIvet kantved. Dre astenn e talvez ar bed sinaat kement hag hollad ar broioù pe ar c'humuniezhioù zo boutin sevenadur Sina etrezo : Republik Pobl Sina er c'hevandir, Hong Kong, Macao, Taiwan, Singapour hag an holl gumuniezhioù sinaat strewet er bed, bodet alies e karterioù sinaat anvet Chinatown e saozneg – Kersina a c'hallfer kinnig da dermen kevatal e brezhoneg. |
[kemmañ]
本週頁 Pennad ar sizhun
Zheng He a voe ur moraer barrek hag un ergerzher sinaat a veajas kalz etre 1405 ha 1433. "Ma Sanbao" (馬 三保) e oa e anv kentañ. Muzulman e oa, eus ar boblad Hui ha genidik e oa eus proviñs Yunnan. Pa voe aloubet Yunnan gant armeoù an impalaerien Ming e voe prizoniet Ma Sanbao. Spazhet e voe ha dont da vezañ un tizog e servij an impalaer Yongle. Ergerzhet e voe morioù kornôg Sina gantañ eus Sumatra hag India betek Persia hag Arabia.
[kemmañ]
一起來看看 Un taol sell war
Taichichuan (Taì jí chuán) a zo un doare gouren sinaat. Hervez lod e vefe bet krouet gant Chen Wangting e 1641 met lod all a soñj ivez e vefe bet savet gant ur manac’h, Zhang Sanfeng e anv, pa oa war menez Wudang e proviñs Hubei. Awenet eo bet an taichichuan gant teir elfenn disheñvel : gouren Sina, an Daoegezh hag ar medisinerezh sinaat.
[kemmañ]
頁面列表 Ar pennadoù
[kemmañ]
Da ober
- Lakaat ar patrom {{sina}} en holl bennadoù a denn d'ar bed sinaat er c'helc'hgeriadur.
[kemmañ]
Ar raktres
Penaos kemer perzh ?Meur a zoare zo evit gwellaat an tamm holloueziadur-mañ.
|
Kenurzhiañ |
Perzhidi
|
Evit leuskel ur gemennadenn, klikit amañ. |
Porched ar porchedoù | Porchedoù a vank Pere eo ar porchedoù ha penaos sevel unan ? | ||||
Arzoù | Douaroniezh | Jedoniezh | Kevredigezh | Skiantoù | Teknologiezh |
16 Kerzu 2007 : lakaet eo bet ar pennad-mañ war ar renk evit bezañ anavezet evel « pennad mat ». Gallout a rit reiñ hoc'h ali war ar c'hinnig-se.
Sellet ouzh ar c'hemmoù kaset d'ar pennad dibaoe m'eo bet kinniget evit bezañ ur "pennad mat". |