Zhou
Neuz
Zhou eo skrivadur e pinyin meur a arouezenn sinaek, en o zouez 周 hag a zo an 10vet anv-tiegezh a gaver ar stankañ e Sina. Chou a vez skrivet gant an hentenn Wades-Giles, e Taiwan da skouer, ha Tcheou gant an hentenn c'hallek EFEO.
Stummoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anv-tiegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E proviñs Hunan eo e vez kavet ar muiañ. Dont a ra eus anv an tierniezh Zhou (1046-256 a-raok JK).
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Zhou Weiqi, (g. e 1986), mestrc'hoarier echedoù
- Zhou Enlai (1898-1976), emsaver komunour, kentañ ministr Republik Pobl Sina
- Zhou Jianchao (g. e 1988), mestrc'hoarier echedoù
- Zhou Chuchu (g. e 1986), aktourez sinema ha skinwel
- Raymond Chow (1927-2018), produer filmoù ha kinniger skinwel eus Hong-Kong
- Jay Zhou (g. e 1979), kaner ha soner taiwanat
Melestradurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Zhou (州) zo ur rann velestradurel sinaat kozh. Kavet e vez ar ger e meur a anv-lec'h evel proviñs Guizhou, kêrioù Guangzhou, Fuzhou, Hangzhou, Zhengzhou, Lanzhou, Suzhou, Wenzhou...
- Zhou a c'hall bezañ ivez ur gêr-prefeti, rann velestradurel gozh ur broviñs sinaat (sheng).