Mont d’an endalc’had

Tabouioù envel

Eus Wikipedia
Tabouioù envel
Sinaeg
Sinaeg eeunaet: 避讳
Sinaeg hengounel: 避諱
Pinyin: bìhuì
Wade-Giles:

Tabouioù envel zo bet o ren e Sina gwechall. Berzet e oa distagañ pe skrivañ (arouezennoù dibar) anvioù an impalaerien hag o hendadoù.

  • An tabou envel ar Stad (国讳 ; 國諱) a oa un tabou a-enep implij anv an impalaer pe anvioù e hendadoù. Da skouer, e-pad an dierniezh Qin, ne veze ket graet Zheng(政) ouzh Qin Shi Huang(政) ha miz kentañ ar bloaz "Zheng Yue" (政月: ar miz melestradurel) a veze adskrivet "Zheng Yue" (正月: ar miz eeun) hag ouzhpenn adanvet "Duan Yue" (端月 : ar miz eeun/end-eeun). Dre vras ne veze ket meneget anvioù an hendadoù a-raok ar 7vet rummad.
  • An tabou envel ar c’hlan (家讳 ; 家諱) a oa un tabou lakaet war implij anvioù hendadoù an-unan.
  • An tabou envel ar veurdez (聖人諱) a oa un tabou lakaet war implij anvioù an dud doujet. Da skouer eo bet tabou ober gant anv Konfusius e-pad an dierniezh Jin.

El lizheroù hag en teulioù diplomatel eskemmet etre klannoù e veze doujet mat da dabouioù envel pep klann.

E 1777 e skrivas Wang Xi Hou (王錫侯) anv an impalaer Qianlong war e levr. Kondaonet d'ar marv e voe a-gevret gant ar re kar dezhañ.

Tri doare a oa da chom hep implij un arouezenn bennak.

  • Kemmañ an arouezenn en unan bennak all, heñvelik pe heñvelson a-walc’h peurliesañ. Da skouer e veze erlec’hiet anv dor Xuanwu (玄武門:dor an hanternoz) eus ar Geoded Verzet gant hini "Shenwu" (神武門 ; Dor Galloud an Doueoù) ha se a-benn chom hep ober gant anv Xuanye(玄燁) an impalaer Kangxi.
  • Leuskel ur gwenn e-lec’h an arouezenn.
  • Chom hep lakaat ur varrenn war un arouezenn, dreist-holl ar varrenn ziwezhañ.

Daoust ma ne vez ket heuliet pizh an tabouioù-se ken ez eus kalzik a dud a chom hep reiñ d'o bugale tre an hevelep anv hag unan eus o hendadoù c’hoazh. Setu perak e talc’h Sinaiz a-vremañ da gavout diseven mont d'unan bennak dre e anv hag eo rouez-mat kavout un Sinaad anvet "Jr." pe "an trede".

中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.