Mont d’an endalc’had

Mo Zi

Eus Wikipedia
Skrid 7vet levrenn ar Mozi

MO Zi, sinaeg 墨子, pinyin Mò Zĭ, "Mestr Mo" (~479 – ~381 KJK)[1] a oa ur prederour sinaat konfusian eus Marevezh ar Stadoù Brezelour (475-221 KJK). Mo Di (墨翟) e oa e anv gwirion, hag e Micius e voe latinaet Mo Zi.
Er skrid anvet Mozi , n'eo ket bet skrivet war-eeun gantañ hervez an istorourien, e kaver arguzennoù resis a zifenn dek damkan konfusian a-enep ar Gonfusianegezh hag an Daoegezh ; unan anezho, ar "garantez hollvedel", zo kemplezhekoc'h eget an droidigezh a reer eus ar c'healarouezioù 兼愛, jiān ài : reishoc'h e vije bet lenn "kendruez neptuek", rak da soñj Mo Zi e vije ret d'an den soñjal bepred en hevoud an dud all hep diforc'hañ etrezañ hag un den all, nag etre kerent, mignoned hag estrenien.

En-dro da Vo Zi e voe bodet kumuniezhoù peuzrelijiel a skignas an dek damkan ; brizhsoudardel e oa lod kumuniezhoù ivez, rak a-drugarez d'o gouiziegezh a-fed enep-seziz e sikourjont lod Stadoù a oa en arvar da vezañ aloubet gant amezeien. A-live gant hini ar Gonfusianed e voe skol heulierien Mo Zi a-hed marevezh ar Stadoù Brezelour.
Da get ez eas ar c'humuniezhoù pa voe Sina unanet dindan ren ar remziad Qin, adal 221 KJK, hogen padout a reas o mennozhioù hag o gouiziegezh war ar skiantoù rak gant heulierien Mo Zi e voe skrivet al levrioù sinaek kentañ diwar-benn ar c'hempoell, ar mentoniezh, lezennoù an optik ha re al loc'honiezh. War an dachenn bolitikel o devoe mennozhioù Mo Zi a-zivout beli an dellid ha hevoud an dud ul levezon vras war disentezioù politikel ar remziadoù Qin (221-206) ha Han (202 KJK-220 GJK).

Ur peoc'hour brezelour

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Meng ZiSokratesKonfusius
Ar Stadoù Brezelour
war-dro ar bloavezh 260 KJK

Den ne oar anv gwirion Mo Zi.
Mo Di (墨翟) e oa kent bezañ lesanvet "Mestr Mo", hogen tabut zo diwar-benn an anv-familh Mo. Kement ha "liv (du)" e talvez 墨 "Mò", na oa ket anv tiegezh pe diegezh, na da varevezh an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù, na da hini ar Stadoù Brezelour. An istorourien gozh a lavar e vije Mo ur berradur eus 墨胎, Mòtāi, anv un tiegezh a ziskenne eus rener ar Stad Guzhu (孤竹君, "Gūzhú Jūn") ; ar re nevez a lavar e oa "Mò" anv ar skol bet savet gant Mo Zi, tra ken, an anv oc'h ober dave d'ar merk livet e du war tal an dorfedourien hag ar sklaved ; dre an anv arouezius-se ez embanne heulierien Mo Zi en em lakaent a-live gant dere izelañ ar bobl, evel o mestr – peogwir e oa Mozi bet ganet er werin n'en devoa anv-familh ebet.
Un trede displegadenn zo : teñval e oa liv kroc'hen Mo Zi, hervez ar skrid a zoug e anv (levrenn 12, rann 1, § 17)[2].

E Stad Lu e voe Mo Zi ganet e 479 KJK, er Stad ma voe Konfusius ganet ivez hag er bloavezh end-eeun ma varvas ar prederour meur.
Hervez an darn vuiañ eus an istorourien e voe Mo Zi ur c'halvez, hag unan ampart-kenañ a grouas mekanikoù e stumm laboused koulz ha skeulioù war-roudoù a-benn tagañ mogerioù-difenn keodedoù. Un arbennigour war ar mogerioù-difenn e oa ivez, dres a-walc'h, ar pezh a voe an abeg ma voe klasket gant lod renerien – e-pad ur mare e voe maodiern er Stad Song[3].

E skolioù konfusian e voe kenteliet pa oa yaouank, ha diwezhatoc'h e soñjas dezhañ e oa ar Gonfusianegezh re dechet da heuliañ red an darvoudoù, da bouezañ war al lidoù ha da brederiañ war stad ar renerien, hep teuler pled da vuhezegezh hag ijin an dud voutin.

Buan e savas Mo Zi ur skol-bredrouriezh a voe ken galloudus ha hini Konfusius, heuliet ma oa gant kalz kalvezourien a veze kenteliet koulz war prederouriezh ar mestr ha war e skridoù a-zivout an deknologiezh. Urzhiet en un doare damheñvel ouzh un armead e oa ar skolidi.

Doujet e voe da anv Mo Zi en abeg ma oa ur peoc'hour ha ma laboure dizehan evit hevoud an dud vihan. Dre ur skrid gant Meng Zi ma roas meuleudi da "garantez hollvedel" Mo Zi e voe treuztroet ar c'heal 兼愛, jiān ài, "kendruez neptuek". Lavaret ez eus bet e oa brasoc'h reizhded buhezegezh Mo Zi eget hini Lao Zi pe hini Konfusius zoken.

Peogwir e oa-eñ ur peoc'hour da vare ar Stadoù Brezelour e veajas Mo Zi a dachenn-emgann da dachenn-emgann a-benn lakaat ar renerien da gilañ war o soñjoù ag aloubidigezh. Ur wezh e kerzhas e-pad dek devezh da vont d'ar Stad Chu da glask herzel ur brezel enep ar Stad Song ; pa voe erru e tiskouezas, dre nav gwezh, e oa-eñ gouest da zifenn kêrbenn Chu diouzh tagadennoù pennsoudard ar rener ; pa gomzas ar rener da lazhañ Mo Zi e lavaras hennezh e oa e skolidi o c'hourdoniñ soudarded Song, ha ret e voe da rener Chu paouez gant ar brezel (Mozi, 13/50/1-3)[2]. Goude-se e teuas Mo Zi a-benn da herzel ur brezel etre ar Stad Lu hag ar Stad Qi.

En tu all da ziskouez e ouiziegezh a-fed brezel e kelenne Mo Zi e oa ret d'ur rener, a-benn difenn e gêrbenn, fiziout e tud ampart en tu all da vogerioù-difenn, armoù ha soudarded maget-mat.

Ur c'hendastumad eus kentelioù ar mestr gant e skolidi eo ar Mozi.
Peogwir e save Mo Zi enep ar Gonfusianegezh e voe ar skrid lezet a-gostez e-pad ar marevezh Han (ren 206 KJK – 220 GJK), ma voe skol Konfusius savet da skol stadel.
Pemzek levrenn zo er skrid, 71 pennad en holl, a zo bet adsavet dre studiañ ha kempenn ar skrid orin a oa bet stlabezet a-hed ar c'hantvedoù. Lod rannbennadoù zo bet kollet da viken avat.
Kentelioù ar mestr a-zivout e soñjoù buhezegel, politikel ha relijiel a gaver el levr a zoug e anv

  • El levrenn gentañ ez eus ur sell a-vras war soñjoù ar mestr.
  • Konfusian a-grenn eo al levrennoù 2 ha 3, ma'z erbed ar mestr envel renerien wirion (君子 jūnzi, "mestr rener", a droer ivez dre "den a enor" gant ur ster par da hini ar saozneg gentleman) er gouarnamant, ha pa vijen eus ar werin, ha ma sav a-du gant ur gevredigezh urzhasaet .
  • El levrenn 4 e tispleger ar c'heal 兼愛 jiān ài, "kendruez neptuek", a droer alies dre "karantez hollvedel".
  • Enep ar brezelioù tagus e sav al levrenn 5, tra ma pled al levrenn 6 gant an armerzh ha lidoù an obidoù.
  • Eus 天志上 tiān zhì shàng, "youl an Neñv", e komz al levrenn 7 ; enep ar soñjoù a zo enni e savo ar prederour Xun Zi (313-238 KJK).
  • Enep-konfusian eo al levrennoù 8 ha 9, pa 'z embannont ez eus eus speredoù (明鬼下, ming guǐ xià, "speredoù splann dindan"), pa savont enep ar sonerezh hag enep an donkelouriezh, ha pa'z eo Enep ar Gonfusianegezh talbenn an div rannbemmad eus al levrenn 9.
  • El levrennoù 10 da 13 e tremener eus kealioù-diazez ar brederouriezh da gendivizoù etre ar mestr hag e skolidi, en un doare damheñvel ouzh Kendivizoù Konfusius.
  • Da deknikoù ar brezel eo gouestlet al levrennoù diwezhañ, niverennet 14 ha 15.

Prederouriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dek damkan pennañ zo bet merket e prederouriezh Mozi, pep hini anezho e vezañ displeget e teir rannbennad eus ar Mozi.

尚賢 shàng xián : sevel ar re dalvoudus (levrenn 2 / pennadoù 8-10)
Evel Konfusius e tiogel Mo Zi e c'hall forzh pe zen reizh, ha pa vije eus ar werin, bezañ roet ur garg er gouarnamant. Ne c'hall ur Stad bezañ renet en un doare efedus nemet dre enoriñ hevelep tud, o goprañ druz, reiñ galloud dezho. Er c'hontrol e sav Mo Zi enep tuta a-douez familh ha mignoned hep ensellet o zalvoudegezh.
尚同 shàng tóng : heñvel ouzh ar re uhelañ (levrenn 3 / pennadoù 11-13)
A-benn ma vije stabil hag urzhiet ar gevredigezh ez eo ret e vije an holl dud a-du da zisklêriañ an dra-mañ-'n dra reizh pe zireizh. Pa vez kant soñj gant kant den ez erbed Mo Zi ma vije dibabet renerien fur ha ma vije heuliet o alioù gant an holl dud. Ur reizhiad buhezegezhel hepken a vije neuze, gant ar werin e traoñ ar gevredigezh, ar wizien er c'hreiz, an impalaer el laez, hag an Neñv a-us an impalaer.
兼愛 jiān ài : kendruez neptuek (levrenn 4, pennadoù 14-16)
Hervez an damkan-se e teu trubuilhoù ar bed eus tech an dud da lakaat o hevoud kent hini o c'henseurted, ha hevoud o darempredidi a-us hini an estrenien. N'o devez an dud tamm keuz ebet neuze o vrasaat o hevoud ha hini o darempredidi diwar-goust an dud all. Erbediñ a ra Mo Zi e rankje an dud ober war-dro hevoud mab-den dre vras hep diforc'hañ etre int o-unan, o darempredidi hag an estrenien.
Pa lavar Mo Zi e rank pep den karout an dud all, ar familhoù all, an tiez all, ar broioù all evel m'en em gar ha ma kar e familh, e di hag e vro e chom gant spered Reolenn Aour Konfusius : "na lakait biken war an dud all ur redi n'ho pije ket dibabet evidoc'h-c'hwi" (Kendivizoù, XV.24).
非攻 fēi gōng : enep an tagadennoù (levrenn 5, pennadoù 17-19)
Enep ar brezelioù tagus e sav Mo Zi el levr-se. Direizh int, ha ne zegasont mad ebet, ha pa vije d'an dagerien o-unan. Diforc'hañ a ra ar prederour etre ar brezelioù direizh-se hag ar re reizh a veze kaset gant ar renerien fur gozh a-benn diarbenniñ mac'homerien.
節用 jié yòng : arboell en dispignoù (levrenn 6, pennadoù 20-21 – kollet eo bet ar pennad 22)
Hollret eo d'ar renerien arboellañ war dinerioù a Stad. Arabat eo dispign evit traoù koustus ha didalvoud. Ret eo soñjal en dalvoudegezh pleustrek kent er stumm pa saver traezoù evel dilhad, savadurioù, karbedoù hag all.
節葬 jié zàng : elevezh en obidoù (levrenn 6, pennad 25 – kollet eo bet ar pennadoù 23 ha 24)
Damheñvel ouzh ar pennadoù 20-22 eo ar pennadoù-se, nemet e pouezont war lidoù an obidoù. Kondaoniñ a ra Mo Zi ar boas a zo gant an uhelidi da sevel obidoù hir ha koustus : direizh int peogwir ne zegasont diskoulm ebet da gudennoù ar bed, ha paouraat a ra an dud vihan. Enep ar Gonfusianed e sav ar prederour neuze, pa selle heulierien Konfusius ouzh lidoù kemplezhek an obidoù evel ouzh an doare uhelañ da zelc'her un urzh reizh er gevredigezh.
天志 tiān zhì : youl an Neñv (levrenn 7, pennadoù 26-28)
Un doare doue eo an Neñv kinniget el levr-mañ : klask a ra lakaat pep tra er bed da vezañ reizh, evel ma raje ur c'halvez gant e gelc'hier, e reolenn hag e skouer. Youl an Neñv eo a ziviz a pezh a zo reizh hag ar pezh n'eo ket, e kement den hag e kement tra a zo er bed. Kastizañ a ra ar re fall ha goprañ ar re vat. Enep ar Gonfusianed e sav Mo Zi c'hoazh, pa embannont ez eus eus an Neñv un nerzh kuzh na emell ket e buhez an dud.
明鬼 míng guĭ : meizañ ar spesoù (levrenn 8, pennad 31 – kollet eo bet ar pennadoù 29 ha 30)
Hervez Mo Zi e teu techoù fall an dud eus ar fed ma ne gredont mui er spesoù ha speredoù a zo kannaded an Neñv da lakaat e youl e pleustr er bed. Dre gontañ skouerioù dastumet en Istor Sina e klask prouiñ ez eus evit gwir eus spesoù an Neñv, hag arguzennoù a zegas a-benn diskouez pegen mat e vije anaouedegezh ar spesoù gant ar bobl evit buhez kevredigezhel ha politikel mab-den.
非樂 fēi yuè : enep ar sonerezh (levrenn 8, pennad 32 – kollet eo bet ar pennadoù 33 ha 34 a oa e deroù al levr 9)
Direizh eo seniñ, eme ar prederour, en abeg ma ne zegas netra d'ar bobl : didalvez eo, ret eo d'ar bobl paeañ tailhoù da lakaat sevel kleier bras-divent e-lec'h sevel binvioù da labourat an douar, pa sav an dud ar binvioù-seniñ ha pa sonont evit plijadur ar renerien ne c'hallont ket labourat an douar a-benn kaout boued ha fardañ dilhad a-benn tommañ d'o c'horf ha diskuizhañ. Pa vez tud o seniñ hag o tañsal evit ar renerien e rankont bezañ maget mat ha gwisket cheuc'h, padal ne fardont na boued na dilhad : diwar goust an dud all e vevont neuze. Ar Gonfusianed, int, a lakae ar sonerezh da unan eus ar binvioù pennañ da lakaat urzh ha reizhded er bed.
非命 fēi mìng : enep an donkelouriezh (levrenn 9, pennadoù 35-37)
Hervez an donkelourien n'o deus furnez ha strivoù an dud levezon ebet war disoc'hoù oberiantiz mab-den ; enep an damkan-se e sav Mo Zi, en abeg ma tegas lezober ha dizurzh er gevredigezh.
En hevelep levr, adal ar pennad 36, e lenner diwar-benn ar reolennoù da heuliañ pa venner sevel damkan pe zamkan a vije kadarn – Teir Arnodenn ha Pevar Dezverk ar Gelennadurezh a reer eus ar rannbennadoù-se.
Dielfenniñ diazez ar gelennadurezh, he gwiriekaat ha gallout he lakaat e pleustr eo an teir arnodenn ; diskouez ar splet a c'haller tennañ diouti evit ar Stad hag ar bobl dre binvidikaat ar beorien, brasaat ar boblañs, staliañ ar surentez ha kempenn an dizurzh eo ar pevar dezverk.

Peogwir e oa kadarn war divoud bezañs an Neñv (天 tiān), youl an Neñv ha perzh an Neñv e buhez an dud, hag en abeg d'e zamkan jiān ài, ar gendruez neptuek – damheñvel ouzh atizadur Jezuz-Krist eo hini ar prederour : "karit ar re all evel m'en em garit" – ha c'hoazh abalamour ma vevas hervez e gelennadurezh e voe kelennadurezh Mo Zi troet da relijion kerkent ha marvet ar mestr.
Un doare Iliz a voe savet gant heulierien Mo Zi, gant Mistri Kozh hag un niver bras-kenañ a feizidi. A-hed rummadoù tud e vevas an Iliz-se kent mont da get e dibenn marevezh ar Stadoù Brezelour (221 KJK), 160 vloaz goude marv ar mestr.

Daou vil bloavezh goude avat e voe studiet soñjoù ar prederour meur en-dro, diwar skrid orin ar Mozi petra bennak ma oa bet kemmoù bras er yezh. Koulz an dispac'herien republikan e 1911 hag ar Gomunourien e 1949 e kavas dezho e oa eus Mo Zi ur prederour arnevez deuet re abred en Istor Sina.

  1. zh: 荀子
  2. 2,0 ha2,1 Mozi, Chinese Text Project
  3. Needham, 1991

Studiañ ar Mozi

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skrid Mozi : troidigezh saoznek gant MEI W. P., Chinese Text Project, http://ctext.org/mozi (embannadur Hyperion Press, 1973, klokaet gant GRAHAM A. C., 1978).


  • Geriadurioù sinaek :
• Sinaeg - saozneg : http://www.mandarintools.com/, gant Erik Peterson, Janya Inc., Amherst (NY) & Washington D.C, SUA
• Sinaeg - galleg : http://www.chine-nouvelle.com/outils/dictionnaire.html

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.