Mont d’an endalc’had

Olier Mordrel

Eus Wikipedia
Olier Mordrel
Olier Mordrel e 1938
Anv Olivier Marie Joseph
Mordrelle
Anv-pluenn Jean La Bénelais

Ganedigezh 29 a viz Ebrel 1901
Paris
Bro-C'hall Bro-C'hall

Marv 25 a viz Here 1985
Triagad
Bro-Vigoudenn

Broadelezh Breizh Korsika Bro-C'hall Bro-C'hall

Micherioù Tisavour
Skrivagner
Kargoù
Rener Strollad Broadel Breizh
Gouere 19408 a viz Kerzu 1940

Diagentour Frañsez Debauvais
Warlerc'hiad Raymond Delaporte
Ti Kodak e Kemper, diwar ur steuñv gant O. Mordrel
Anv Olier Mordrel ouzh moger Ti Kodak

Olier Mordrel, Olivier Marie Joseph Mordrelle e anv gwir (Paris,29 a viz Ebrel 1901Triagad, 25 a viz Here 1985) a oa un tisavour hag ur broadelour breton.
Da vare an Eil brezel-bed e savas a-du gant an naziegezh hag ar c'henlabour gant Alamagn Adolf Hitler.

E 1919 e kemeras perzh er strollad politikel Breiz Atao ; e 1922 e voe prezidant Unvaniez Yaouankiz Vreiz hag e 1925 en em stalias evel tisavour e Kemper.

En hevelep bloavezh e savas gant Roparz Hemon ur seurt stagadenn, Gwalarn he zitl, d'ar gelaouenn Breiz Atao (niverenn 74, C'hwevrer 1925).
D'ar mare-se e voe aozet ar c'hentañ Kuzul etrekeltiek e Dulenn, en Iwerzhon ; eno edo Taldir, Olier Mordrel, Morvan Marchal ha Youenn Drezen.

E 1927 e teuas O. Mordrel da vezañ kenrener ha sekretour ar mennozhioù Strollad Emrenerien Vreiz.

E-touez ar yaouankiz birvidik ha broadelour e voe er bloavezhioù 1930 ; perc'henn e oa d'an ampoent-se war ur stal arzoù kinklañ e Kemper, hag e klaskas un doare breizhat nevez.
Ouzhpenn un tisavour hag ur skrivagner e oa un tresour ivez eus O. Mordrel, evit brudañ Breiz Atao dre gartennoù-post evel an hiniLisez Breiz Atao.

E 1931 e voe krouet an eil Strollad Broadel Breizh (1931-1944) (Parti nationaliste breton, PNB) gant Frañsez Debauvais hag Olier Mordrel, hag a voe divodet e 1939 da vare gouarnamant Édouard Daladier en abeg d'un nebeud mennozhioù hag a oa pell diouzh re Vro-C'hall ha re dost eus re Alamagn, prest da zibennañ ar Stad c'hall.
E 1933 ez embannas ar PNB e Breiz Atao ur programm gouarnamant anvet SAGA, gant un anv kuzh evit ar strollad politikel keltiek.

E 1934 e savas ar gelaouenn Stur ; skridoùigoù a voe gouestlet d'ar vroadelouriezh keltiek, gant perzhioù enepyuzev. E Stur e voe embannet e 1938 ur farsadenn dindan stumm ul lizher : « Ar re hag a dap poan-gof pa welont ur c'hilhog dibennet a rankfe en em voazañ – Kuzul a-berzh ur c'heneil. ».

Breiz Atao, 30 a viz Gouhere 1939; Olier Mordrel gant Frañsez Debauvais

E 1936 e savas O. Mordrel Pobloù hag o harzhoù, ur c'hannadig gouestlet d'ar minorelezhioù broadel en Europa, gwelet eus Breizh. Hermann Bickler (1904-1984) a oa karget eus ar pennadoù hag a denne da Elsass. Ar c'hentañ niverenn (miz Genver 1937) eus Peuples et frontières (1937-1939, 25 niverenn) e voe enni ur pennad skrivet gant ar Flandrezat enepyuzevour J. Demeerseman o vurutellañ hag o klask divrudañ kannaded ar greizenn yuzev; hervezañ ne c'helle ket ar Stad alaman kavout un digarez d'ar fed ma vefe atav ken krog ar yuzevien e bed ar sinema.

D'ar 14 a viz Kerzu 1938 e voe kondaonet Mordrel ha Debauvais d'ur bloavezh toull-bac'h, gant goursez evit an abeg a wask d'ar vroad c'hall. Adalek miz Gouere 1938 betek miz Gouere 1939 e voe sekretour meur ha skridaozer Breiz Atao.

  • Pensées d'un Nationaliste breton (Breiz Atao, 1921-1927), Nouvelles Éditions Bretonnes, 1933 – Dindan an anv-pluenn Jean La Bénelais.
  • Celtisme et christianisme, Merdrignac, Cahiers de la Bretagne réelle, 1969.
  • Celtisme ou marxisme : étude d'un déraillement idéologique, La Bretagne réelle, 1970, 31 p.
  • La subversion chrétienne (Celtisme et christianisme, II)n Merdrignac, Cahiers de la Bretagne réelle, 1972.
  • Breiz Atao ou histoire et actualité du nationalisme breton, Embannadur Alain Moreau, dastumadenn « renet gant Jean Picollec »,‎ 1973, 557 p. (OCLC : 668861).
  • La voie Bretonne, Nature et Bretagne, Kemper, 1975.
  • L'Essence de la Bretagne, Gwipavaz, embannadur Kelenn 1977, (ASIN : B0000E8UJ8).
  • Le terrorisme religieux : la grande substitution ou l'inversion des valeurs (Celtisme et christianisme, III), Merdrignac, Cahiers de la Bretagne réelle, 1978.
  • Certaine religion étrangère avec une étrange et malfaisante doctrine (Celtisme et christianisme, IV), Merdrignac, Cahiers de la Bretagne réelle, 1979.
  • Les Hommes-dieux – Récits de mythologie celtique, Copernic, 1979, (ASIN : B0039HRLGC).
  • La Bretagne dans la littérarure, Famot, 1980 (ASIN : B00GTVIKV0).
  • Le mythe de l'hexagone, Embannadurioù Jean Picollec, 1981 (ASIN : B00B75U7UU).
  • L'Idée Bretonne, Albatros, 1981.
  • La Bretagne, Nathan,1983 (ASIN : B0000EA5AS).

Kelaouennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Stur, 1934 betek 1939 ha 1942 betek Eost 1943
  • Rainer Maria Rilke, Kanenn hini Langenau, Ti-Moulerez Kenwerzel Breiz, Roazhon, war-dro 1932.
  • Diaspad, Revue de culture celtique – Niv. 4 – 1983, Kelc'h Maksen Wledig – Pennad : L’étrange race des bretons de Paris.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • HAMON, Kristian : Les nationalistes bretons sous l'Occupation, An Here,‎ 2001 (ISBN 978-2-8684-3224-7)
  • CHARTIER Erwan: La construction de l'interceltisme en Bretagne, des origines à nos jours : mise en perspective historique et idéologique, Roazhon, tezenn e Skol-veur Roazhon 2,‎ 2010
  • MONNIER, Jean-Jacques (rener) & CASSARD, Jean-Christophe (rener) : Toute l'Histoire de Bretagne : Des origines à nos jours, Skol Vreizh,‎ 2012, 864 p. (ISBN 978-2-9156-2379-6)
  • DENIEL, Alain : Le mouvement breton, Maspéro, 1976 (ISBN 978-2-7071-0826-X)
  • LE COUËDIC Daniel : Les architectes et l'idée bretonne, 1904-1945 – D'un renouveau des arts à la renaissance d'une identité, tezenn Stad, Roazhon, SHAB & Sant-Brieg, AMAB, 1995
  • LE COUËDIC Daniel : lLe salut au drapeau des architectes bretons, Les Cahiers de la recherche architecturale, Niv. 24-25,‎ 1989, p. 15-23 {{ISBN|978-2-8636-4824-1
  • CADIOU, Georges : Mordrel, Olier (1901-1985), en EMSAV – Dictionnaire critique, historique et biographique – Le mouvement breton de A à Z du XIXe à nos jours, Coop Breizh,‎ 2013 Patrom:ISBN 978-2-8434-6587-1
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.