Marevezh Jōmon
Ar Marevezh Jōmon (縄文時代 Jōmon jidai?) a zo ur prantad eus ragistor Bro-Japan, etre 14 000 kent J.-K. ha 300 kent J.-K., pa oa ar boblad Jōmon an hini niverusañ en enezeg. Poblet e oa Bro-Japan gant chaseerien-dastumerien ha labourerien-douar abred. O sevenadur mezolitek zo unan eus ar c'hentañ er bed en deus dizoloet ar poderezh. A-raok ar prantad-mañ emañ paleolitik Bro-Japan ha heuliet eo gant ar marevezh Yayoi.
An anv Jōmon a oa implijet da gentañ gant Edward S. Morse, ur zoologour hag ur reteroniour., a gavas priaj gant kinklaj (文 mon) gant kordennoù (縄 jō) moulet er pri e 1877 hag a droas ar gerioù-se e japaneg[2]. Talvezet en deus ar seurt kinklaj da aroueziañ ar marevezh a-bezh : Jōmon (縄文) en holl vro-Japan. N'eo ket ken unvan ar prantad-se ha ma c'hallfer soñjal evel m'en diskouez ar c'havadennoù arkeologel graet diwezhatoc'h. Ar marevezh hir-se a zle bezañ rannet e c'hwec'h prantad ma c'haller gwelet diforc'hioù hervez ar vro.
Fonnus e oa ar benvegoù ha bravigoù graet en askorn, e maen, e krogennoù hag e kerniel kirvi. Kavout a reer stank delwennouigoù ha listri pri poazh ha traezoù goloet gant lakenn[3][4][5][6]. Keñveriet e vez alies ouzh sevenadurioù rak-kolombian eus aod ar Meurvor Habask e gwalarn Norzh Amerika hag ouzh sevenadur Valdivia en Ekuador abalamour ma tiorroas ur sevenadur kemplezh eno en un endro chaseerien-dastumerien gant un implij dister eus al liorzherezh [7][8][9][10].
Kronologiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]14 000 bloaz ar marevezh Jōmon zo rannet e meur a brantad : o kregiñ (13750-8500 a-raok J.-K.), kentañ (8500–5000), abred (5000–3520), krenn (3520–2470), diwezhat (2470–1250), ha diwezhañ (1250–500), gant pep prantad berroc'h evit an hini kent[11]. Daoust ma vez roet ar memes anv d'an holl varevezh gant an arkeologourien ne dalvez ket ne oa ket ul liesseurted vras hervez ar vro hag an amzer. An amzer etre ar podoù pri-poazh Jōmon abretañ ha re ar prandad Jōmon krenn, anavet gwelloc'h, zo tost div wezh hiroc'h evit ar prantad etre savadur Piramidenn vras Gizah hag an XXvet kantved.
Diazezet eo bloaziadur an isprantadoù Jōmon war dipologiezh ar c'havadoù pri-poazh dreist-holl, hag ivez war ar bloaziadur dre radiokarbon, petra bennak ma vez implijet nebeutoc'h.
Kavadenoù graet nevez zo o deus resisaet prantad diwezhañ ar marevezh Jōmon da 300 kent J.-K.[12][13][14]. Kregiñ a ra ar marevezh Yayoi etre 500 ha 300 a-raok J.-K. hervez ar bloaziadur dre radiokarbon, met poderezh eus ar c'hiz Yayoi a oa dizoloet en ul lec'hienn Jōmon e norzh Kyushu ken abred ha 800 a-raok J.-K.[15][16][17].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ebisuda, Tajiri Kabukuri, Osaki-shi, e prefetiezh Miyagi, e biz Bro-Japan. Diwar-benn an dogu : (fr) [1] : Dogu à lunettes de neige , war lec'hienn ar Mirdi Guimet, Pariz.
- ↑ Mason, 14
- ↑ Birmingham Museum of Art, Birmingham Museum of Art : Guide to the Collection, Birmingham Museum of Art, 2010, ISBN:978-1-904832-77-5
- ↑ Imamura, K. (1996) Prehistoric Japan: New Perspectives on Insular East Asia. Honolulu: University of Hawai Press
- ↑ Koji Mizoguchi, An Archaeological History of Japan, 30,000 B.C. to A.D. 700, University of Pennsylvania Press, Incorporated, 2002, ISBN:978-0-8122-3651-4
- ↑ 長野県立歴史館 (1996-07-01). 縄文人の一生.
- ↑ Koyama, Shuzo, and David Hurst Thomas (eds.). (1979). "Affluent Foragers: Pacific Coasts East and West", Senri Ethnological Studies, Nnn. 9, Osaka: National Museum of Ethnology.
- ↑ Aikens, C. Melvin (1992). Pacific northeast Asia in prehistory: hunter-fisher-gatherers, farmers, and sociopolitical elites. WSU Press. ISBN 978-0-87422-092-6.
- ↑ Fiedel, Stuart J. (1992). Prehistory of the Americas (in en). Cambridge University Press. ISBN 9780521425445.
- ↑ "Archaeology | Studies examine clues of transoceanic contact" (in en), The Columbus Dispatch.
- ↑ Sakaguchi, Takashi. (2009), "Storage adaptations among hunter–gatherers: A quantitative approach to the Jomon period", Journal of anthropological archaeology, 28(3), 290–303, San Diego
- ↑ (2016) "Hunting dogs as environmental adaptations in Jōmon Japan". Antiquity 90 (353): 1166–1180. DOI:10.15184/aqy.2016.115
- ↑ (2015) "Human genetic diversity in the Japanese Archipelago: dual structure and beyond". Genes & Genetic Systems 90 (3): 147–152. DOI:10.1266/ggs.90.147
- ↑ Robbeets, Martine (2015), Diachrony of Verb Morphology: Japanese and the Transeurasian Languages, De Gruyter, p. 26, ISBN 978-3-11-039994-3, <https://books.google.com/books?id=1u8xCgAAQBAJ&q=Jomon>
- ↑ Silberman et al., 154–155.
- ↑ Schirokauer et al., 133–143.
- ↑ (2007) "A comment on the Yayoi Period dating controversy". Bulletin of the Society for East Asian Archaeology 1
|