Mont d’an endalc’had

Gourenez Kraozon

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Ledenez Kraozon)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn douaroniezh Breizh ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Aod kornaouek Breizh
Ledenez Kraozon hag ar begoù-douar.
Banniel Gourenez Kraozon kinniget gant Mikael Bodlore-Penlaez, ne vez ket graet gantañ alies avat.

Gourenez Kraozon zo ur c'hourenez e Breizh etre lenn-vor Brest, en hanternoz dezhi, ha bae Douarnenez er c'hreisteiz.

Begoù-douar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet eo kened Gourenez Kraozon hag ar begoù-douar

Klotañ a ra gant kanton Kraozon mui pe vui, 7 kumun ennañ:

  1. Argol ;
  2. Kameled ;
  3. Kraozon eo ar penn-kanton, (Morgad zo stag outi);
  4. Landevenneg ;
  5. Lañveog ;
  6. Roskañvel ;
  7. Terrug.

Tregarvan ha Sant-Vig, a vez kontet er c'hourenez a-wechoù, n'emaint ket e kanton Kraozon met e hini Kastellin.

Abaoe ar bloaz 2000 e vez ur festival eno e dibenn miz Eost, anvet Festival du Bout du Monde gouestlet da sonerezhioù ar bed.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]