Beg ar Spagnoled

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Beg ar Spagnoled.

Beg ar Spagnoled zo ur beg-douar e Gourenez Kraozon, e kumun Roskañvel. Etre Beg ar Spagnoled ha Beg ar Porzhig emañ Mulgul Brest..

E 1594 e tilestras ar Spagnoled eno hag emgannoù kalet a voe etre armeoù Spagn ha Bro-C'hall. Alese e teu an anv Beg ar Spagnoled.

Gweledva hag endroioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emgann 1594, anvet alies Seziz Kraozon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad Brezelioù Religion, dug Mercoeur zo savet a-enep roue Bro-C'hall Herri IV. Sikouret eo gant roue Bro-Spagn Fulup II, hag a kas dezhañ bagadoù soudarded.

E deroù miz Meurzh 1594, ar c'habiten spagnol Thomas Praxède, gant 400 den, a sav ur c'hreñvlec'h tric'hornek war ar beg-douar anvet hiriv Beg ar Spagnoled.

D'ar 15 a viz Here 1594 e teu ar Marichal d'Aumont, e penn 3000 soudard gall ha 2000 soudard saoz, da lakaat seziz war ar c'hreñvlec'h.

Trec'hiñ a ra anezho d'an 18 a viz Du 1594. En ur miz en deus kollet 3000 den; ne chom nemet 13 den bev e tu ar Spagnoled.

Savadurioù milourel anavezet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Kreñvlec'h bihan an duged Breizh (1387) - aet da get
  • Kreñvlec'h ar Spagnoled (1594) - aet da get
  • Strollad kanolioù izel savet diwar raktres Vauban (1695)
  • Tour patrom-1811 (1812)
Kartenn eus Gourenez Kraozon, gant beg ar Spagnoled o serriñ Morlenn Brest.