Lazhadeg Babi Yar
Lazhadeg Babi Yar eo lazhadeg vrasañ ar Shoah dre bistolennoù gant an Einsatzgruppen en Ukraina en URSS. 33 771 yuzev a voe drouklazhet gant an nazied ha kenlabourerien eus ar vro d'an 29 ha d'an 30 a viz Gwengolo 1941 tro-dro d'ar stankenn Babi Yar e Kyiv. Lazhadegoù all a voe kaset da benn el lec'h-se da c'houde, a-enep ar Yuzevien, an Tsiganed, prizonidi brezel, komunourien, Ukrainiz, ha lazhet e voe etre 100 000 ha 150 000 den betek ma voe savet kamp Syrets e 1942.
Babi Yar, "stankenn ar maouezed", en ukraineg Бабин Яр, e rusianeg Бабий Яр, e poloneg Babi Jar, zo un anv-lec'h e kornôg Kyiv.
Deuet e oa da vezañ lec'h un neved e koun an dud marvet, gant ur sinagogenn. Fromet e voe ur bern tud pa oa bet bombezennet savadurioù tro-dro d'ar park e-pad brezel Ukraina e 2022 gant arme Rusia, ar pezh en doa savet aon e vije distrujet an neved.[1]
Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ (fr) CheckNews Le mémorial juif de Babi Yar a-t-il été détruit par un bombardement russe à Kyiv?, Libération, 02.03.2022. Lennet d'an 2 a viz Meurzh 2022