Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Implijer:Bianchi-Bihan/Dihelloù 2007

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

[1] Klaod.

Livourien italian

[kemmañ ar vammenn]

Demat! Kentoc'h eget sevel rummadoù resis-tre evel Rummad:Livourien italian ar XVvet kantved gant ur pennad pe zaou e barzh, e gav din e vije gwelloc'h lakaat daou rummad d'ar pennadoù: Rummad:Livourien italian ha Rummad:Livourien ar XVvet kantved. Hag e c'hellfes sevel ur bajenn ouzhpenn, a-ratozh : Roll kronologel al livourien italian pe me oar me... Benoni (Kaozeadenn) 19 Eos 2007 da 16:26 (UTC)[respont]

Un ali fall e oa, ha n'eo ket bet heuliet: 7 anv zo er rummad n'eo ket echu. Bianchi-Bihan 11 Her 2009 da 14:38 (UTC)[respont]

War evezh out c'hoazh

[kemmañ ar vammenn]

Lakaet out bet war evezh ganin evit da dagadennoù diehan a enep d'an implijer Neal (gw. ar pezh a skriven dec'h: Ma zo un emzalc'h e gwirionez a zo dizereat da 100% avat ez eo hini Bianchi-Bihan ha feulster ar pezh a skriv er pajennoù "kaozeadenn" a-enep da Neal : "drougober", "harz d'ar gwalldaolioù", "e blijadur eo lakaat reuz em labour", "kemm a ra hervez e c'hoant, evel ma tistruj hervez e c'hoant", "drougober", "distrujet", "freuz", "ar freuzer", hag all.). Ar gwir peus nompas bezañ a-du gantañ, met ret eo dit doujañ d'an holl implijerien war ar wikipedia-mañ ha deskiñ eskemm en un doare seven hag habask. D'ar gunujenn pe dagadenn gentañ e vi stanket ganin evit adkavout un tammig sederded hag aergelc'h kenlabour war ar wikipedia-mañ. Benoni (Kaozeadenn) 31 Gou 2007 da 17:46 (UTC)[respont]

Lakaet oas bet war evezh ganin. N'out ket aotreet tennañ seurt kemenadenn keit ma chomes war evezh. Benoni (Kaozeadenn) 19 Eos 2007 da 22:31 (UTC)[respont]

Falstamalloù

[kemmañ ar vammenn]
Tennet e oa bet an evezhiadenn abalamour d'ar falstamalloù a oa ennañ.
Ar feulster nemetañ eo an distruj, n'eo ket komz eus an distruj. Kement-se a gaver el levrioù politikerezh evel er vuhez.
Echu e vije an afer-se, peogwir e oa bet adsavet ganit pezh a oa bet freuzet (pezh a ziskouez e oa anavezet ganit e oa freuz gwirion)...
...nemet, ma vez lakaet ur c'hemenn war bajenn an hini a ziskleir ar freuz, e tleje unan all bezañ lakaet war bajenn an hini a ra ar freuz ivez.

Bianchi-Bihan 19 Eos 2007 da 23:08 (UTC)[respont]

Neal na ouie ket penaos adsevel ar pezh en doa diverket dre fazi. Pa 'm eus gwelet kement-se, em eus savet adsavet ar bajenn peogwir e oa ar gwir ganit goulenn e vije adsavet. Met n'emañ ket aze an dalc'h. Ar gudenn a oa da emzalc'h tagus, da implij gerioù taer, flemmus, tagus, en un doare diehan a-enep d'un implijer, hag en un doare ledanoc'h, da lakaat un aergelc'h fall war wikipedia. Emichans ne grogo ket en-dro, met n'am eus ket kalz spi siwazh... Benoni (Kaozeadenn) 19 Eos 2007 da 23:13 (UTC)[respont]
  • Pezh ne vez ket gwelet gant Yann Lenner zo distrujet. Difennet eo distruj. Nac'h a rae anzav. Hag eñ direbech ha digastiz. N'eus bet evezhiadenn ebet war e bajenn. Dremm untuek an neptuegezh.
  • Ne oa tagadenn ebet: hegazet e oan gant e "bismigadennoù diehan", e harellerezh, e zistruj, hag e nac'h anzav e daol.
  • Evit ar gerioù taer ha tagus, em eus dalc'het soñj mat eus re skrivet ganit, a c'hallan degas amañ en-dro ma karez, peogwir ec'h eus ankouaet, evit o muzuliañ diouzh ar pezh a larez. Bianchi-Bihan 19 Eos 2007 da 23:37 (UTC)[respont]

Mennoz ebet

[kemmañ ar vammenn]

Na gomprenan ket muioc'h. Da vezañ diverket... Benoni (Kaozeadenn) 20 Eos 2007 da 16:10 (UTC)[respont]

An ip a zo o tont eus kêr Meknès e Maroko... Ma anavezez piv a vije du-hont... Benoni (Kaozeadenn) 20 Eos 2007 da 16:17 (UTC)[respont]


N'ouzon dare.--Kadwalan 20 Eos 2007 da 16:30 (UTC)[respont]

Arabad meskañ "Bliain na bhFrancaigh" ha "Bliain na bhfrancaigh". Gwir.--Kadwalan 22 Eos 2007 da 21:44 (UTC)[respont]

Gant ar Ger e krog reolennoù an akademi

[kemmañ ar vammenn]

Kaozeal:Akademiezh_C'hall MP 24 Eos 2007 da 14:10 (UTC)[respont]

Stad pe stad

[kemmañ ar vammenn]

'Gomprenan ket: Washington (stad) an hini zo da lakaat. Bianchi-Bihan 26 Eos 2007 da 21:25 (UTC)[respont]

Ret eo derc'hel d'ar pennlizherennoù. Ur reolenn reizhskrivadur implijet abaoe Vallée an hini eo.--Kadwalan 26 Eos 2007 da 21:32 (UTC)[respont]
Hervez geriadur an Here ez eo ret derc'hel d'ar bennlizherenn. Benoni (Kaozeadenn) 26 Eos 2007 da 21:35 (UTC)[respont]

Ret eo derc'hel d'ar bennlizherenn er ger Stad. Ur reolenn reizhskrivadur eo.--Kadwalan 26 Eos 2007 da 21:37 (UTC)[respont]

Pelec'h ma doue eo ur reolenn? Skrivet pelec'h?
Kompren a c'haller ar Stad, pa vez azeulet evel an Doue nemetañ gant lod, un anv divoutin, evel an Arc'hant, an Diaoul, ar Vosenn.
Met just a-walc'h un doue, un diaoul, un arc'hant, ur stad, evel Washington.
Pelec'h ar foeltr e vije ur reolenn ispisial evit ar ger-se 'e-unan'? E saozneg eo splann: Washington (IPA: /ˈwɑ.ʃɪŋ.tən/) is a state. An nemedenn sevenadurel c'hall o'n em astenn war ar brezhoneg?

Bianchi-Bihan 26 Eos 2007 da 21:45 (UTC)[respont]

Abaoe ur c'hantved evit doare. Lavaret em eus ne blije ket din c'hoazh met evel az teus lavaret n'eo ket un arguzenn holoueziakwa..., euh skiantel.--Kadwalan 26 Eos 2007 da 22:12 (UTC)[respont]
Evit-doare (fr:Wikipedia:contenu évasif) ... n'eo ket c'hoazh un arguzenn skiantel nag ur respont d'ar goulenn pelec'h. Bianchi-Bihan 26 Eos 2007 da 22:17 (UTC)[respont]
Respont skrivet war pajenn kaozeadenn Benoni.--Kadwalan 27 Eos 2007 da 13:27 (UTC)[respont]

Salut, ne welan ket perak az peus skrivet amañ [2] eo ret diverkañ ar pennad Enezennig krouet ganin. Gwelloc'h e vije komz eus se a-raok e kaozeadenn ar pennad ne gav ket dit? Me ne welan ket an dalvoudegezh gant ar pennad Jacques emaout o paouez krouiñ peogwir ez eus ur pennad Jakez dija, ha lakaet am eus ma soñjoù war pajenn ar gaozeadenn. Skriv mar plij perak eo diezhomm ar pennad Enezennig a-raok goulenn nulañ anezhi... Arko. 28 Eost 2007 17:24 UTC

Salud dit, Taol evezh ! Iparralde a skriver gant daou R ha Bidasoa gant un S hepken en euskareg. --Llydawr 29 Eos 2007 da 19:32 (UTC)[respont]

Abeg da stankadenn nevez

[kemmañ ar vammenn]

Stanket out bet ganin evit ur sizunvezh evit da dagadennoù diehan a-enep da gKadwalan, hag e gwirionez a-enep d'an holl war ar wikipedia-mañ, daoust dit bezañ bet lakaet war evezh evit an hevelep emzalc'h. Da emzalc'h a zo dañjerus kenañ evit dazont wikipedia pa digalonekaes an holl, o kregiñ gant ar re a lak ar muiañ a energiezh hag a amzer evit dioroadur wikipedia: Neal, Kadwalan, me, hag all. Benoni (Kaozeadenn) 30 Eos 2007 da 11:36 (UTC)[respont]

A-du gant ar stankadenn - re verr zoken d'am soñj pa delc'her soñj eus ar reuz a vez plantet gant an implijer-mañ gwezh ha gwezh all. Bewech m'eo bet distanket e gont outañ goude bezañ bet stanket ne ra nemet adkregiñ da lammat dreist d'ar reolennoù ha da dagañ an dud (peurliesañ ar verourion, an eil war-lerc'h egile...). Merour (Neal) (Kaozeal) 31 Eos 2007 da 17:20 (UTC)[respont]

Hiraet ar stankadenn

[kemmañ ar vammenn]

Kavout a rae din e oa re verr padelezh ar stankadenn bet lakaet gant Benoni dreist-holl pa soñjer er fed ma n'eo ket homañ ar wezh kentañ m'eo bet lakaet an implijer-mañ war evezh ha stanket e gont implijer outañ zoken abalamour d'e emzalc'h hiniennel ha d'e dagadennoù personel. Goude bezañ gwelet penaos e klask livañ gevier adarre em eus divizet hiraat ar stankadenn. Hiroc'h-hirañ e vo ar stankadennoù mar kendalc'h gant an hevelep emzalc'h ur wezh bet distanket e gont betek ur stankadenn didermen da vat mar bez ezhomm. Mat e vefe d'an implijer-mañ disklêriañ emañ a-du evit labourat a-stroll hervez ar reolennoù hag ar c'hendivizoù boutin ha chom a-sav da bismigañ ha da dagañ an dud dizehan evit an abeg-mañ'n-abeg. Merour (Neal) (Kaozeal) 1 Gwe 2007 da 13:59 (UTC)[respont]

A-du ganit. Dipitus eo degouezhout da seurt "pinijadenn" gant ur wikipediour a c'hell labourat mat pa fell dezhañ, ha gantañ ur brezhoneg a-feson ouzhpenn-se, perzh re ral war ar wikipedia-mañ. Ar pezh a zo diaes amañ eo e ra van Bianchi-Bihan chom hep kompren ar pezh a vez rebechet dezhañ, hag e adkrog gant e dagadennoù diouzhtu pa dap en-dro e wirioù implijer. Ma sav Bianchi-Bihan un destenn evit diskouezh mat en deus komprenet ar pezh na ya ket en e emzalc'h, o goulenn digarez ouzh an holl re en deus taget, hag o prometiñ e teuio en-dro war wikipedia gant ur spered kenlabour ha doujañs, e vijen prest d'e zistankañ raktal. Benoni (Kaozeadenn) 1 Gwe 2007 da 14:32 (UTC)[respont]
A-du emaon ganeoc'h. Pec'hed e vefe stankañ anezhañ abalamour ma ra labour vat ivez met torr-penn e vez e emzalc'h. --Kadwalan 8 Gwe 2007 da 08:51 (UTC)[respont]

Kadbzh a zegaso orañjez dit sur a-walc'h ! Setu amañ ur prof all, evit ma vi distanket [3] --Llydawr 30 Eos 2007 da 20:26 (UTC)[respont]

Trugarez d'ar profer prun: goude seizh sac'had anezho eo bet distanket ma bouzelloù. Bianchi-Bihan 16 Gwe 2007 da 16:36 (UTC)[respont]

Demat. Embarzhit anezhe dindan "jpg" en hoc'h urzh. ha grit "Eilañ àr ar servijer àr-lerc'h". A galon. Klaod. Kadbzh 17 Gwe 2007 da 06:42 (UTC)[respont]

Piv eo al livour?
Graet.
Cristofano Allori: kudenn . A-ven e teu ar skeudenn?
Graet. Gant ar varksouriezh-leninouriezh e veot sklerijennet. A galon. Klaod. Kadbzh 17 Gwe 2007 da 08:51 (UTC)[respont]
alsjeblieft. Klaod. Kadbzh 17 Gwe 2007 da 09:22 (UTC)[respont]
Homañ???

Kudennoù amañ gant ar genrouedad. Kadbzh 17 Gwe 2007 da 12:26 (UTC)[respont]

Salud dit ! Ha degemer mat en-dro. Me ne lakfen barrennig-stagañ ebet evit Eil brezel bed (nag evit Brezel bed kentañ). Ur goulenn am befe ivez : perak e skrivez sentezed ha n'eo ket santezed (pennadoù Mari, Lusia Sirakuza...) ? --Llydawr 17 Gwe 2007 da 18:18 (UTC)[respont]

Setu aze kaozioù dedennus.
N'anavezan nemet sentezed, re am eus darempredet anezho moarvat. Met prest on d'ober bep seurt anvioù all anezho.
Brezel-bed kentañ evel panell-lec'h diwezhañ: peseurt kemm etre an daou? Ur goulenn n'eo ken, n'in ket da sevel biz ebet enep an eil pe egile: klask kompren nemetken. Bianchi-Bihan 17 Gwe 2007 da 19:47 (UTC)[respont]
1) Ha neuze petra, eo liester santez evidout ? santezed pe sentezed ?
Sentezed em skouarn, santezed em geriadurioù, kemm ma kerez.
2) Brezel-bed ha panell-lec'h : poellek e seblant da evezhiadenn. Klask a rin gwelet fraeshoc'h ; ne gav ket din koulskoude e tilezfen eil brezel bed... A galon, --Llydawr 19 Gwe 2007 da 20:09 (UTC)[respont]
Brezel-bed em geriadur. Evel breur-laezh, kador-sarmon, laer-mor.
Diouzh a welan e splanna al liamm (kefridi ur varrenn-stagañ) etre daou c'her, ec'h aesa an distagadur, hag e teu a-raok un anv-kadarn kemeret evel anv-gwan (e-lec'h "bedel"). Ret e vije kavout skouerioù all.
Labour noz pe labour-noz? Ober a rafen a-walc'h kemm etre an daou, evel etre mamm gozh ha mamm-gozh. Met ur gaoz all eo. Bianchi-Bihan 20 Gwe 2007 da 00:17 (UTC)[respont]

Der Name Amel ist keltischen Ursprungs und bedeutet Wasser, hervez de:Amel. A galon.Kadbzh 27 Gwe 2007 da 09:39 (UTC)[respont]

skeudennoù er pennad Barba: a-ven (peseurt wiki) e teuont? A galon. Klaod. Kadbzh 27 Gwe 2007 da 17:11 (UTC)[respont]

OK.

Anvioù-badez c'hoazh :Mikael, Mickey

[kemmañ ar vammenn]

Mikael: "Evel eil anv-badez : Yann-Vikael, brezhonekadur an anv gallek Jean-Michel" eus pelec'h e teu ar zisplegadenn-mañ?

Eus anavezout tud anvet evel-se. Bianchi-Bihan 30 Gwe 2007 da 08:36 (UTC)[respont]

"Graet e vez dreist-holl eus Iwerzhoniz pe Amerikaned a orin iwerzhonat." pelec'h az peus kavet an c'heloù-mañ? (ur goulenn eo netmetken). N'eo ket Michael kentoc'h?

Mickey zo ur berranv graet eus Iwerzhoniz, memes tra evel Paddy. E Bro-Saoz en istorioù goapaus (gouennelouriezh wir a-wechoù) e vez kontet istorioù diwar-benn Iwerzhoniz, ha peurvuiañ int diwar-benn Pat ha Mick, pe Paddy ha Micky. Gwir eo e c'hall bezañ disheñvel e SUA.
Ma ali eo, gant ar pezh a ouzon, met fazian a c'hallan. Goulenn e ali digant Neal ne vije ket fall ivez. Bianchi-Bihan 30 Gwe 2007 da 08:31 (UTC)[respont]

Michel:"Kavet e vez ivez evel eil anv-badez :Jean-Michel", ne gavan ket z eus ezhomm lavaret se... se zo galleg hag emaomp war wikipedia brezhonek. Bez'zo ivez Juan-Miguel e spagnoleg, Giovanni-Michele en italianeg hag all.

Gwelloc'h ur c'heloù diezhomm eget keloù ebet. Mar deo mat ur pennad Michel, diwar-benn an anv gallek, eo mat lakaat keleier ha ditouroù gwir e-barzh. Ma kroger da dennañ ar pezh a zo gallek... ha goude e vo pezh zo saoznek?

Bianchi-Bihan 30 Gwe 2007 da 08:36 (UTC)[respont]


Graet, buan hag aes. A galon. Klaod. Kadbzh 30 Gwe 2007 da 08:26 (UTC)[respont]

Mat vije dit sioulaat un tammig

[kemmañ ar vammenn]

Mat vije dit sioulaat un tammig hag asantiñ pa faziez. N'euz mezh ebet gant-se. Da dagadennoù diehan a-enepdon a ya kalz re bell. Da emzalc'h em c'heñver a zo "heskinerezh moral". Ret eo din dougen klemm ouzh ar verourien! Benoni (Kaozeadenn) 30 Gwe 2007 da 21:25 (UTC)[respont]

Mat vije dit asantiñ ez out faziet o tagañ ac'hanon ar mintin-mañ, pa 't eus skrivet re vuan da skrid hep sellet ouzh istor ar bajenn. Degemer a rin hep kudenn da zigarezioù ma asantez ar fedoù : n'am eus kinniget diverkañ pennad ebet (sellet ouzh ar pikoù goulennata), ar gaozeadenn a zo penn-da-benn war pajenn kaozeal ur bajenn adkas hag a oa ruz e liamm pa 'm eus skrivet ma evezhiadenn goulennata, Ch Rogel ha me a zo daou implijer ha pas daou merour. Gant un tammig furnez e goulenni ivez e vije diverket ar bajenn tagañ az peus savet a-enepdon, hag e vo diverket raktal ganin. Kloz e vo evel-se an aferig dister-mañ. Hag evel-se e c'hellimp labourat evit dioroiñ wikipedia e lec'h koll amzer o tisplegañ munudoù dister. Benoni (Kaozeadenn) 30 Gwe 2007 da 22:26 (UTC)[respont]
Fentus pe mantrus? Adalek an disterañ dizemglev e stag lod da huchal "tagadenn diehan". Ha bremañ "heskinerezh moral". Hag arc'hoazh? Bianchi-Bihan 2 Her 2007 da 17:12 (UTC)[respont]

Kêrioù Belgia

[kemmañ ar vammenn]

Gwelet. Trugarez. Marsen e vo kenkoulz kemm an titl :"Keodedoù Belgia"... A galon. Klaod. Kadbzh 1 Her 2007 da 15:44 (UTC)[respont]

Mar deo "ville" ar ger gallek, n'haller ket mirout ar ger "kêr"? Bianchi-Bihan 2 Her 2007 da 17:12 (UTC)[respont]

Patromoù Euskal Herria

[kemmañ ar vammenn]

Sevel/Treiñ a rin emberr ur patrom "Proviñsoù Euskal Herria". Nec'het on un tamm gant an termen "kununioù" bet implijet ganin da c'hortoz evit lec'hioù Euskal Herria er-maez eus Frañs. Ur c'hinnig a-benn gwellaat ar patromoù-se? Neal (Kaozeal) 2 Her 2007 da 16:55 (UTC)[respont]

Petra eo ar ger spagnolek? Bianchi-Bihan 2 Her 2007 da 16:59 (UTC)[respont]
Ober a reont gant "localidades" - hag a c'hellfe bezañ kêrioù, kêriadennoù, kumunioù h.a. d'am soñj e vefe kentoc'h "municipios" anezhe - da lâret eo lec'hioù stag ouzh beb un ti-kêr. Neal (Kaozeal) 2 Her 2007 da 17:07 (UTC)[respont]

E frasenn az peus kemmet : "Unan eus tudennoù ar brudetañ tresadennoù-bev ha bannoù-treset krouet gant ar studioioù Disney eo Donald Duck." , petra eo ar brudetañ, an tudennoù pe an tresadennoù hag ar bannoù-treset? --Arko 4 Her 2007 da 14:02 (UTC)[respont]

Reizhañ liammoù a fell dit ober, ha mat eo. Mat e vije ivez sellout ouzh al liammoù a lakaez en o lec'h: ne vezont ket mat atav fr:Benoni, da skouer. Adlakaat a ran al liamm kentañ a oa reizh. A galon. Bianchi-Bihan 16 Gwe 2007 da 16:19 (UTC)[respont]

N'em eus ket stoket ouzh al liammoù etrewiki er pennad Benoni. Pa selli ouzh istor ar pennad e weli gant piv e oa bet degaset al liamm fr:Benoni. Met a zaou unan : pe e fell dit sevel ur pennad diwar-benn ar c'hentanv Benoni, ha neuze ne vo ket komzet eus talvoudoù all ar ger Benoni er pennad (ret e vefe sevel ur bajenn digejañ neuze) ; pe e fell dit sevel ur pennad diwar-benn ar ger Benoni, ha neuze e vo e blas er wikeriadur ha n'eo ket amañ. A galon --Yun (kaozeal) 6 Her 2007 da 06:55 (UTC)[respont]

Ul liamm a c'hellfe bezañ ivez marteze gant Kenan, brudet gant Kenan Kongar, hag anavezet e meur a lec'h (Plougerne, Sant-Ke-Porzh-Olued...). A galon, --Llydawr 8 Her 2007 da 21:16 (UTC)[respont]

Kêr al loened

[kemmañ ar vammenn]

Prenet em boa al levr-se er stal Ar Bed Keltiek. Ul levr moulet dre luc'heilañ war follennoù ment A4 eo. Gallout a ri goulenn war-eeun gant Erwan Hupel pe c'hoazh gant Frañsez Favereau en doa reizhet al labour-se. N'ouzon ket hiroc'h. --Yun (kaozeal) 9 Her 2007 da 09:57 (UTC)[respont]

Salud dit ! Peurvuiañ eo Cathal a roer da stumm iwerzhonek kevatal d'ar saozneg Charles (da skouer en:Charles Haughey, Cathal Ó hEachaidh), kentoc'h eget Cormac (met ur "stumm kevatal" n'eo ken, rak ur "gwir" anv iwerzhonek eo). --Llydawr 11 Her 2007 da 20:12 (UTC)[respont]

Demat. OK. Erruet oc'h priñs bremañ? er "Central-Bar"? :-))) A galon. Klaod. Kadbzh 12 Her 2007 da 08:57 (UTC)[respont]

Pe hini? Kadbzh 14 Her 2007 da 08:51 (UTC)[respont]

Graet. Casanis a yafe awalc'h ganin. A galon. Klaod. Kadbzh 14 Her 2007 da 09:00 (UTC)[respont]

Mat eo, penaos distruj ar bajenn Gwern (digejañ) a lak an traoù war pajenn Gwern? --Arko 15 Her 2007 da 17:39 (UTC)[respont]


kinnig diskoulm: pajenn digejañ "leon" h.a.

[kemmañ ar vammenn]

O poauez degouezhout er gêr 'maon ha skuizh-divi ar pezh ac'hanon (war droad abaoe 6 eur...). Siouloc'h evit boaz an traopu betek-hen abaoe ur frapadig. N'helle ket padout kalz pelloc'h avat war a welan. Setu ma ali evel merour: da gentañ-holl ne gomprenan ket perak e rank an dud mont e kounnar ken buan all, dreist-holl evit munudoù. Petra vern hag-eñ eo al loen pe an anv paotr pe c'hoazh unan eus broioù hengounel Breizh hini ar pennad pennañ gant ma vo tu da gavout ar penandoù all? Dreist-holl ne gavan ket reizh an daore ma klask B-B difenn e sav-poent ar wezh-mañ atav, rak ne gav ket din e kas gwall bell war hent an emglev tagañ an dud kentoc'h evit klask displegañ arguzennoù. Setu, lakaat a rin e pleustr an diskoulm-mañ: lakaat ar pennad digejañ dindan an titl "leon" hepmuiken, en ul lakaat e-krec'h ar pennad-se ar gemmennadenn o tisklêriañ ez eus anezhañ ur pennad digejañ. Evel-se e vo aes da gavout hag ouzhpenn ne vo lakaet pennad ebet da bennañ bennañ. Roit ho soñj. Neal (Kaozeal) 16 Her 2007 da 16:21 (UTC)[respont]

Kendiviz reolata

[kemmañ ar vammenn]

Ne gavan ket dereat tamm ebet ar c'hemmoù bet kaset ganeoc'h war ar bajenn vot war an anvioù tud. Mat e vije deoc'h chom hep touchañ, betek fin ar vot, da gement tra a denn d'an anvioù pab, ha paouez da hegasiñ ar re o deus ur vot disheñvel deus o hini. Benoni (Kaozeadenn) 19 Her 2007 da 09:00 (UTC)[respont]

Ne gavan ket dereat e teufe n'eus forzh piv d'ober seurt evezhiadennoù din goude bezañ bet o skrivañ traou vil diwar ma fenn. Lavarout a ran ma soñj d'an dud hep kunujenn : ar re a gunujenn n'o deus kentel ebet da reiñ. Sklaer a-walc'h? Bianchi-Bihan 19 Her 2007 da 09:45 (UTC)[respont]

Pennadoù diwar-benn pibien

[kemmañ ar vammenn]

Poellek eo, d'am soñj, paouez da labourat war un dachennig resis keit ha ma van digor un votadeg diwar-benn ar politikerezh envel o tennañ d'an dachenn-se.

Ken poellek all eo, neuze, goulenn ouzh an implijerion/ezed all chom hep labourat war an dachenn-se ivez betek ma vo bet tizhet un emglev envel ma ranko bezañ doujet outañ, dreist-holl pa vo achu ar votadeg emberr evel en degouezh resis-mañ.

Torr-penn eo rankout kemmañ nouspet pennad bet savet dindan un titl lakaet da fall hervez ur c'hendiviz envel tizhet war an dachenn-se ha kollet e vez ur bern amzer oc'h ober war-dro pennadoù a-seurt-se.

N'eo ket ar wezh kentañ ma c'hoarvez kement-mañ hag aet on skuizh o koll ma amzer o reizhañ traoù a c'hellje bezañ bet savet un un doare reizh ma vijer bet gouest da c'hortoz un tammig. Te an hini eo a lâr e rankfer gortoz atav a-raok kas da-benn ar c'hemm-mañ'r-c'hemm, ha koulskoude...

Goulenn a ran groñs ouzhit chom hep sevel pennadoù war an dachenn-mañ neuze betek ma vo achu ar votadeg.

Merour (Neal) (Kaozeal) 19 Her 2007 da 11:51 (UTC)[respont]

Kompren a ran da savpoent, a-du ne vin ket. Ul labour graet n'emañ ket d'ober. Lavarout d'an dud chom hep krouiñ pennadoù a ya a-enep da wikipedia. Klask a rin respont pa vo peoc'h en-dro din. Bianchi-Bihan 19 Her 2007 da 14:09 (UTC)[respont]
Na tamm ebet - n'eo ket klask difenn an hini eo a ran, met goulenn gortoz nebeutoc'h evit ur sizhunvezh. Bezo pe vezo - war a welan e ranko unan bennak (me pe Benoni sur-mat) mont da adenvel ur bern pennadoù ma teu disoc'h ar votadeg war an tu m'emañ o vont c'hoazh. Amzer kollet adarre, petra 'ri. Merour (Neal) (Kaozeal) 19 Her 2007 da 15:49 (UTC)[respont]
Ma vije graet kinnigoù digor, e-lec'h re serr ha strizh, ha ne vint ket heuliet e-maez wikipedia, gant ar gelennerien, ne c'hoarvezje ket. Bianchi-Bihan 19 Her 2007 da 16:55 (UTC)[respont]
Graet eo bet kinnigoù digor meur a wezh hag unan a zo war ar stern c'hoazh o tennañ d'an doare ma rankfer ober evit envel pennadoù o tennañ da lec'hioù etren met war a welan n'a ket an holl da gemer perzh eno evit gwellaat ar c'hinnigoù-se.... Neal (Kaozeal) 19 Her 2007 da 17:14 (UTC)[respont]
Tost da ur miz a zo bet evit gwellaat ar c'hinnigoù evit pezh a sell ar c'hendiviz reolata war an anvioù-tud: hir a walc'h d'am soñj. Benoni (Kaozeadenn) 19 Her 2007 da 17:18 (UTC)[respont]
A-du. Neal (Kaozeal) 19 Her 2007 da 17:55 (UTC)[respont]

Goulennet zo bet diganit en un doare sklaer (d'am soñj) chom hep labourat war dro ar bibien betek ma na vo echu ar c'hendiviz reolata. Trugarez dit doujañ da erbedenn Neal eta. Mod-all, ne goulennan ket diganit bezañ a-du ganin met ne vijen ket displijet e teskfes doujañ d'am alioù. Me a lenn hag a douj d'az alioù, zoken pa na vezan ket a-du ganit. An doujañs a zo elfenn pouezusañ ur c'hendiviz habask. Benoni (Kaozeadenn) 20 Her 2007 da 00:02 (UTC)[respont]

Me n'em eus soñj nemet eus da gunujennoù, met ma c'hallez diskouez din pelec'h ez pije doujet ur wech ouzh un ali ganin e vin laouen o vont da welet.
Emaon o paouez dizoleiñ ma labour dispennet e roll ar bibien, gant brezhonekadurioù ijinet evit lod, ha liammoù torret. Setu doujañ ouzh al labour, ha doujañ ouzh ul labourer. Bianchi-Bihan 20 Her 2007 da 00:06 (UTC)[respont]
Komz a ran atav en un doare seder ha seven ouzhit. Tu zo dit gwiriekaat war n'eus forzh peseurt pajenn kaozeadenn (da skouer amañ. Pa z'on aet re bell ur wech (met na taer oas bet en a-raok evit lakaat ac'hanon da vont re bell!), em eus goulennet digarez. Te a gomz atav en un doare taer ruz, garv, hag o disfurmañ ar pezh 'm eus bet lavaret en a-raok. Ha n'eo ket ur wech t'eus kunujennet ac'hanon, met kazi bemdeiz dibaoe ur bloaz. Ha din da c'hoût, biskoaz n'az peus en em zigarezet evit an holl taolioù az peus roet din. Laouen bras e vijen ma cheñchfes emzalc'h em keñver hag e teskfes an doujañs! Benoni (Kaozeadenn) 20 Her 2007 da 00:18 (UTC)[respont]
N'em eus ket kavet digarez ebet war ma fajenn. War da hini e oa?
Diskouez din pelec'h em eus skoet, ma kredin. Bianchi-Bihan 20 Her 2007 da 00:45 (UTC)[respont]

Salud dit ! Ne gav ket din e c'heller lavarout ez eo Cornelius un anv-badez nederlandek. En Izelvroioù hag e Flandrez ez eus bet graet e-pad pell gant anvioù latin, evel Petrus, Paulus, Jacobus... (sell ouzh ar rummad http://nl.wikipedia.org/wiki/Categorie:Nederlands_theoloog da skouer). Alies a-walc'h ivez eo bet latinekaet o anvioù gant an dud a iliz er broioù-se (katoliked pe brotestanted, n'eus forzh !:-)), sell ouzh nl:Petrus Plancius. E-kichen an anvioù-se avat e kaver stummoù nederlandek da vat evel Peter/Pieter, nl:Paul, Jakob, nl:Cornelis. A galon, --Llydawr 19 Her 2007 da 17:11 (UTC)[respont]

Pibien adarre

[kemmañ ar vammenn]

Goulenn a ran ac'hanout leuskel an holl pennadoù o tennañ d'ar bibien dres evel m'emaint bremañ. Da lâret eo chom hep kemmañ titl ar pennadoù pennañ ha chom hep sevel adkasoù diwar stummoù all dasout ha ma c'hell bezañ graet kemendall gant un implijer/ez all. Gortoz un nebeud devezhioù evit gwelet pehini eo disoc'h ar votadeg war an dachenn-mañ ha neuze e c'hello bezañ kemmet titl ar pennadoù da vat pe get hervez disoc'h ar votadeg diwar-benn ar politikerezh envel o tennañ d'an dachenn resis-mañ. Ur c'holl amzer an hini eo kemmañ-digemmañ dreist-holl ma ranko bezañ adkemmet adarre un tammig diwezhatoc'h. Mar fell d'ar re all koll o amzer leus anezhe d'hen ober, met pediñ a ran ac'hanout chom hep hen ober. Trugarez. Merour (Neal) (Kaozeal) 20 Her 2007 da 07:19 (UTC)[respont]

Wikimammenn

[kemmañ ar vammenn]

Setu ur gemenadenn en davarn a c'hellfe dedennañ ac'hanout: amañ. Laouen vefen kaout da soñj d'an nebeutañ... Benoni (Kaozeadenn) 21 Her 2007 da 16:16 (UTC)[respont]

Setu al liamm davet wikimammenn: amañ. Gwelloc'h eo dit lakaat da unan ar c'hanaouennoù peus lakaet war ma fajenn, evit diskouezh da dud wikimedia n'emaon ket an hini nemetañ o labourat war ar raktres (keit ma vin ma unan, ne vo ket tu ofisielaat ar raktres). Trugarez dit, Benoni (Kaozeadenn) 23 Her 2007 da 10:41 (UTC)[respont]

Lakaet war evezh

[kemmañ ar vammenn]

Lakaet out bet war evezh evit ren ur brezel embann war ar pennad Lusius Iañ, hag evit chom hep doujañ da disoc'h ur c'hendiviz reolata. Benoni (Kaozeadenn) 26 Her 2007 da 17:47 (UTC)[respont]

A-du penn-da-benn. Ne vo ket asantet ken leuskel tud da glask stankañ ar raktres evit lakaat o sav-poent da dalvezout. Ne vo ket asantet klask mont e-bioù da reolennoù savet diwar ur c'henemglev pe ur vot ha ne vo ket asantet ken leuskel an dud da gunujenniñ ar re all war-eeun pe dre dindan. Re bell e c'hortozer dre vras war ar Wikipedia-mañ a-raok troc'hañ suert tabutoù na gasont da neplec'h ha neuze ec'h ar soubenn da drenk hag e vez kollet ur bern amzer. Goulenn a ris ouzhit chom hep klask lakaat an tabut da vont pelloc'h ha lakaet out bet war evezh gant ur merour all ha daoust da se ne deuez ket a-benn da sioulaat. Stanket e vo da gont adarre e-pad un nebeud devezhioù, amzer d'ar raktres da vont en-dro en un doare sioulig. Merour (Neal) (Kaozeal) 27 Her 2007 da 09:11 (UTC)[respont]
Kalz amzer zo bet kollet abakalmour ma felle da unan bennak lakaat Lusius, pa lavarenn dezhañ ne oa nemet un dibab personel, hag a-benn ar fin en deus komprenet pa'z eo bet lavaret ar memes tra gant ur merour. Ha lakaet Lukius, o toujañ d'an distagadur latin. A-benn ar fin. Bianchi-Bihan 18 Du 2007 da 03:39 (UTC)[respont]

Alamaneg difennet

[kemmañ ar vammenn]

setu un nebeud lavarennoù alamanek all (ouzhpenn "Deutschland, Deutschland über alles") e vefe gwell ober hepte pa gomzer eus arguzennoù pe sav-poent implijerion/ezed all rak re aes e vef o "zreuzkompren"... Neal (Kaozeal) 29 Her 2007 da 07:54 (UTC)[respont]

Kastizet e vije un dagadenn ken vil e n'eus forzh peseurt wikipedia. Bianchi-Bihan 18 Du 2007 da 03:39 (UTC)[respont]

Poentoù Godwin

[kemmañ ar vammenn]

Pa vez taolet traoù ken brav war ho pajenn (perak? n'ouzer ket) e c'hallit ober ar gont eus ar poentoù Godwin ( ar re gentañ roet er wikipedia-mañ) gonezet gant an taoler:

  • "Arbeit macht frei ", 1
  • "Untermensch", 1
  • "Ein Volk, ein Land, ein Reich, ein Fuhrer", 1
  • "Gestapo", 1
  • "Schutzstaffel" 1
  • "Meine Ehre heißt Treue" 1
  • "Die Endlösung" 1
  • "Einsatzgruppen" 1 (titl ur pennad krouet ganin, by the way, implijet amañ gant abegoù all)
  • "Sicherheitspolizei", 1
  • "Stasi", 0 (n'emañ ket e kont e lezenn Godwin)
  • "Kapo", 1

Graet ar gont, ma n'eus fazi ebet: 10 poent Godwin. N'eo ket fall evit un taol esae.

 ____   ____   ____   ____   ____   ____   ____
/  __) (____) (____) (____) (____) (____) (__  \
|_|                                          |_|
 _      _                    _       _        _ 
| |    / |       _ __   ___ (_)_ __ | |_     | |
| |    | |      | '_ \ / _ \| | '_ \| __|    | |
|_|    | |      | |_) | (_) | | | | |_     |_|
 _     |_|      | .__/ \___/|_|_| |_|\__|     _ 
| |             |_|                          | |
| |                                          | |
|_|     ____           _          _          |_|
 _     / ___| ___   __| |_      _(_)_ __      _ 
| |   | |  _ / _ \ / _` \ \ /\ / / | '_ \    | |
| |   | |_| | (_) | (_| |\ V  V /| | | | |   | |
|_|    \____|\___/ \__,_| \_/\_/ |_|_| |_|   |_|
 _                                            _ 
| |__   ____   ____   ____   ____   ____   __| |
\____) (____) (____) (____) (____) (____) (____/

Da zekkementiñ eta.

Pajennoù digejañ

[kemmañ ar vammenn]

Trugarez lakaat ar patrom {{digejañ}} pa savez pajennoù digejañ. Da skouer war ar pajennoù o tennañ d'un anv. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 30 Her 2007 da 21:13 (UTC)[respont]

??????????????????????????????????????????????????????????????????Bianchi-Bihan 18 Du 2007 da 03:31 (UTC)[respont]

Stankadenn hiraet

[kemmañ ar vammenn]

Hiraet eo bet da stankadenn evit bezañ krouet meur a fri-faos. Difennet groñs ez eo margodenniñ! Setu ar frioù-faos a zo bet kavet dit dre ur wiriekadenn ip (11 d'an nebeutañ!!!):

Stanket ez eo bet an holl frioù-faos-se evel-just. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 3 Du 2007 da 00:59 (UTC)[respont]

An difenn-se zo ur reolenn hervez an hini en deus savet anezhi: n'eo ket bet votet gwech ebet. N'eo ket dereat lakaat un ali personel da lezenn e bro ebet, ha n'eo ket demokratel implij e c'halloud da ober kement-se.
N'eo nemet un digarez evit serriñ ma c'hont adarre hag en em veñjiñ evel just war-lerc'h abadenn Lusius Iañ (fazi, pennad da zistruj) a zo bet ranket lakaat Lukius Iañ, da zoujañ d'an distagadur reizh da vihanañ.
Pa'z eus bet savet ur 500 bennak a bennadoù gant an anvioù-se e vije interest wikipedia addigeriñ anezho: chom hep ober zo mont a-enep d'ar c'hrouiñ pennadoù. Un dibab personel, kontrol da interest wikipedia evel-just. A galon.

Bianchi-Bihan 18 Du 2007 da 04:01 (UTC)[respont]

Deut oc'h mat. Orañjez, n'am boa ket mui... Ur banne bier Flandrez marze ? 'mat d'ho koug! A galon. Klaod Kadbzh 17 Du 2007 da 19:50 (UTC)[respont]

Taolennoù: graet. A galon. Klaod. Kadbzh 18 Du 2007 da 10:45 (UTC)[respont]
Degemer mat en-dro ! Emichañs ne vi ket skarzhet en-dro re vuan...
Ouzhpennet em eus un dra bennak e roll ar fazioù stankañ, a c'hallfe bezañ gwellaet sur a-walc'h. Taol ur sell. --Llydawr 18 Du 2007 da 09:48 (UTC)[respont]
Daou dra a ranker ober, Gouzañv gouezoni ar bed ha hini an amzer. N'eus dazont asur ebet er bedig-mañ.
'C'h an da wel't diouzhtu. Bianchi-Bihan 18 Du 2007 da 12:52 (UTC)[respont]
Skeudenn:MenezMikaelarMor.JPG A galon. Klaod. Kadbzh 20 Du 2007 da 17:41 (UTC)[respont]
Chimay: pennad nevez. :-))) Kadbzh 20 Du 2007 da 17:42 (UTC)[respont]
Ciney n'eo ket fall ivez...  :-}}}}} Kadbzh 21 Du 2007 da 15:38 (UTC)[respont]

Margodenniñ

[kemmañ ar vammenn]

Ma fell dit cheñch ur politikerezh ofisiel, n'eo ket difennet. Met evit se e vije ret dit sevel ur bajenn eskemm ha war lerc'h ur c'hendiviz reolata. Benoni (Kaozeadenn) 3 Kzu 2007 da 11:36 (UTC)[respont]

E saosneg: This page documents an official policy on the English Wikipedia. It has wide acceptance among editors and is considered a standard that all users should follow. Please do not edit this page without first ensuring that your revision reflects consensus. When in doubt, discuss first on the talk page. Gant peseurt poent eus an droidigezh n'out ket laouen? Benoni (Kaozeadenn) 3 Kzu 2007 da 14:33 (UTC)[respont]

Pa lenner kement-mañ: Ma kendalc'h da gemmañ traoù evel-se en desped d'ar gemennadenn e vefe ret stankañ e gont rak ret e vefe lakaat e/hec'h oberoù da vandalerezh/reuz. Neal (Kaozeal) 3 Kzu 2007 da 14:11 (UTC) A-du ganit. Benoni (Kaozeadenn) 3 Kzu 2007 da 14:23 (UTC) ... n'haller ket kaozeal ken. Bianchi-Bihan 3 Kzu 2007 da 14:42 (UTC)[respont]

Demat. OK. Pennadoù arall gant "serbian"... Difaziet 'vo ganin. A galon. Klaod. Kadbzh 10 Kzu 2007 da 14:23 (UTC)[respont]

Kudennig: patrom mohennoù Hellaz kozh

[kemmañ ar vammenn]

Laka ur sell amar plij: Kaozeadenn Patrom:Mojennoù Hellaz kozh. A galon, Neal (Kaozeal) 16 Kzu 2007 da 09:24 (UTC)[respont]

Demat! Ur pennad savet ganit pe az peus labouret warnañ a zo bet kinniget evit bezañ lakaet war renk ar pennadoù eus an dibab. Tu zo dit reiñ da ali amañ. Mar bez ezhomm e c'hellez ivez ober da vad eus ali an implijerien all evit gwellaat c'hoazh ar pennad a benn ma yelo ar gumuniezh a-du evit reiñ ar meneg "pennad eus an dibab" d'az pennad. Ma sav goulenn pe c'houlenn e c'hellez mont e darempred ganin. A wir galon, Benoni (Kaozeadenn) 16 Kzu 2007 da 23:44 (UTC)[respont]

Demat! Ur pennad savet ganit pe az peus labouret warnañ a zo bet kinniget evit bezañ lakaet war renk ar pennadoù mat. Tu zo dit reiñ da ali amañ. Mar bez ezhomm e c'hellez ivez ober da vad eus ali an implijerien all evit gwellaat c'hoazh ar pennad a benn ma yelo ar gumuniezh a-du evit reiñ ar meneg "pennad mat" d'ar pennad. Ma sav goulenn pe c'houlenn e c'hellez mont e darempred ganin. A wir galon, Benoni (Kaozeadenn) 17 Kzu 2007 da 16:13 (UTC)[respont]

Perak out lakaet war evezh ur wech ouzhpenn

[kemmañ ar vammenn]

Setu an abegoù, diazezet war Wikipedia:Politikerezh stankañ:

  • Tagadennoù personel diehan a enep da implijerien all.
N'em eus graet nemet klask en em zifenn war-lerc'h div dagadenn ad hominem graet gant daou verour ha renablet ganin er bajenn Kaozeal:Cyrenaica.
  • Emzalc'h diseven ha negativel o krouiñ un aergelc'h displijus evit ar re all dre vras
Skouerioù eus emzalc'hoù diseven: re daou verour (Yawn) er pajennoù Kaozeadenn Wikipedia:Margodenn ha Kaozeadenn Rummad:Evned. Evezhiadenn ebet n'eus bet graet dezho. Din e reer un evezhiadenn diazezet war netra: ne welan ket arguzenn ebet o tiskouez ger diseven ebet eus ma ferzh.
  • Lakaat reuz en un doare diehan war wikipedia evit abegoù personel.

Pajennoù e kaoz:

Kaozeadenn Rummad:Evned.

Klasket em eus difenn ur savpoent all disheñvel diouzh hini daou verour, ha diskouez o dislavaroù diwar-benn an anvioù latin etre ar bajenn Kaozeal:Cyrenaica ha Kaozeal:Cyrenaica, evit mad an holloueziadur.
  • hag all (bemdez e kavez un abeg nevez evit tagañ, enebiñ ha plantañ reuz)

Wikipedia a zo ur gumuniezh kizidig diazezet war ar c'henemglev hag an doujañs etre ar c'henlabourerien. Da emzalc'h a lak en arvar ar raktres a bezh. Benoni (Kaozeadenn) 20 Kzu 2007 da 17:22 (UTC)[respont]

Tagadenn ad hominem ha dineptu adarre: bemdez e ran war-dro pemp pennad nevez, pa ne vez ret din en em zifenn, pe pa ne vez ket serret ma c'hont war-zigarez pe zigarez.
N'eo ket 'walc'h se: o labourat war-dro Tad Nedeleg e oan ! Bianchi-Bihan 20 Kzu 2007 da 17:46 (UTC)[respont]

Końskowola - Poland

[kemmañ ar vammenn]

Could you please write a stub http://br.wikipedia.org/wiki/Ko%C5%84skowola - just a few sentences based on http://en.wikipedia.org/wiki/Ko%C5%84skowola ? Only 3-5 sentences enough. Please.

P.S. If You do that, please put interwiki link into english version. 123owca321 24 Kzu 2007 da 10:07 (UTC)[respont]

Rummadoù doubl

[kemmañ ar vammenn]

Mat vefe dit paouez da sevel rummadoù doubl. Ma n'out ket laouen gant anv ur rummad, goulenn ma vefe kemmet en davarn pe e pajenn kaozeal ar rummad. Met ar rummadoù doubl a zo ur c'holl amzer evit an holl. Benoni (Kaozeadenn) 24 Kzu 2007 da 13:31 (UTC)[respont]

Abeg ar stankadenn

[kemmañ ar vammenn]

Lakaet e oas bet war evezh dija evit an abegoù-mañ:

Setu an abegoù, diazezet war Wikipedia:Politikerezh stankañ:
  • Tagadennoù personel diehan a enep da implijerien all.
  • Emzalc'h diseven ha negativel o krouiñ un aergelc'h displijus evit ar re all dre vras
  • Lakaat reuz en un doare diehan war wikipedia evit abegoù personel.
Pajennoù e kaoz (e-touesk kantadoù a pajennoù all):
  • hag all (bemdez e kavez un abeg nevez evit tagañ, enebiñ ha plantañ reuz)
Wikipedia a zo ur gumuniezh kizidig diazezet war ar c'henemglev hag an doujañs etre ar c'henlabourerien. Da emzalc'h a lak en arvar ar raktres a bezh.

Stanket out bet ganin evit ur sizhunvezh evit bezañ bet kendalc'het gant an emzalc'h a veze rebechet dit a-us, hag evit nac'h d'ar reolennoù savet a-stroll: war an digejañ (etre kromelloù) ha war treuzskrivadur an hen-gresianeg (Orest/Orestes da skouer). Ouzhpenn-se az peus klasket ober amañ evel ma vefe un tabut personel, o c'houzout moarvat e oas aet re bell, ha gant ar pal moarvat chom hep bezañ stanket. Evit bezañ sklaer war c'hemennadoù bet kaset ganit a-gleiz hag a-zehou: n'eo ket un afer personel, ne labouran e mod ebet war mojennoù Hellaz kozh, hag ingal eo din ar pezh a rez war an dachenn-se, gant ma vo holloueziadurel hag e toujo d'ar c'hendivizoù reolata. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 30 Kzu 2007 da 11:49 (UTC)[respont]