Jacques
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Jacques zo un anv-badez gallek, o tonet eus an anv hebreek Jakob, ha diwarnañ e teu an anv-badez brezhonek Jakez.
Berranvioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kalzik a verranvioù zo d'an anv-badez-mañ:
- Jacot, Jacquot,
- Jacquou, a gaver ivez e brezhoneg evel Jakou
- Jachet,
- Jacquet, a zo un anv-tiegezh gallek ivez
- Jacky ha Jackie a zo ivez ur berranv kenkoulz gwregel ha gourel er broioù saoznek, gwregel hepken er broioù gallek. Roet eo bet da Jacqueline Kennedy (SUA) ha Jackie Sardou (Bro-C'hall).
Stumm gwregel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Jacqueline, an anv ofisiel, a anavezer ivez dindan ar stumm Jakelina e brezhoneg
- Jacotte, a denn un tamm d'an anv brezhoneg Jaketa
- Jackie e gallek, diwar ar saoznek
Stummoù kevrennek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An hini brudetañ eo Jean-Jacques, Yann-Jakez e brezhoneg. Kavout a reer ivez Louis-Jacques, Jacques-André, Hervé-Jacques, Jacques-Yves, Jacques-Henri hag all.
Tud brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Belgia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Jacques Brel (1929-1978), kaner
Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Jacques Collebaut (marvet e 1559), sonaozer
- Jacques Cassard (1679-1740), kourser
- Jacques Cambry (1749-1807), skrivagner brezhoneg ha galleg
- Jacques de Thézac (1862-1936), moraer ha tudoniour
- Jacques Vaché (1895-1919), skrivagner
- Jacques Demy (1931-1990), filmaozer
- Jacques Botherel (g. e 1946), marc'hhouarner
- Jacques Pellen (1957-2020), gitarour ha sonaozer
Bro-C'hall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Jacques Offenbach (1819-1880), sonaozour
- Jacques Tati (1907-1982), filmaozer
- Jacques Massu (1908-2002), jeneral
- Jacques Chirac (1932-2019), prezidant ar Republik
- Jacques Tardi (g. e 1946), aozer bannoù-treset
Kanada[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Jacques Villeneuve (g. e 1971), blenier kirri
Suis[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Jacques Chessex (1934-2009), skrivagner ha livour
Anv-tiegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un anv-tiegezh gallek eo Jacques ivez, evel kalz a anvioù-badez.
Anaout a reer ivez an adstumm Jacq, evel en anv ar skrivagner brezhonek Yann-Fañch Jacq.
Lec'hioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Meur a lec'h zo anvet Saint-Jacques e galleg. Hag ivez :
Kanaouenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ger brezhonek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar ger jak a deu eus an anv gallek Jacques(Daveoù a vank).