Fernand Jacq

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Fernand Jacq, ganet e Granville e 1908[1], a oa ur medisin breizhat.

E studioù medisinerezh en doa graet e Roazhon. En 1930 en doa emezelet er Parti Communiste Français. Goude echu e studi ez eas da labourat d'an Uhelgoad. Eno eo en deus desket brezhoneg[2]. Kuzulier-kêr e oa eno en 1935, hogen torret e voe eus e garg gant gouarnamant Vichy. Adalek 1941 ec'h aozas an FTP en departamant. Harzet e voe gant an Alamaned d'an 3 a viz Gouhere 1941, ha kaset da Gastell-Briant, da Gamp Choisel. Eno e rae skol vrezhonek ha savet e voe ul laz-kanañ gantañ[3]. D'ar 15 a viz Kerzu 1941 e voe fuzuilhet gant an Alamaned e koad Blisière e-kichen Kastell-Briant. Pa voe kerc'het evit bezañ fuzuilhet e voe kanet ar Marseillaise, Kan an Dispac'h ha Bro gozh ma zadoù gant tud al laz-kanañ savet gantañ[4].

Ur straed zo en e anv e Roazhon, e karter al Landrel.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. http://pagesperso-orange.fr/memoiredeguerre/biogr/jacq.htm
  2. Jean-Jacques Monnier, Résistance et conscience bretonne, (1940-1945), Yoran Embanner, 200, p. 307.
  3. J.J. Monnier, op.cit. p.307.
  4. J.J. Monnier, op. cit., p.308.