Mont d’an endalc’had

Jacques Collebaut

Eus Wikipedia

Jacques Collebaut pe Jacquet de Mantoue, pe c'hoazh Jiachetto di Mantoua en italianeg, ganet e Gwitreg, marvet e 1559, a oa anezhañ un sonaozer breizhat brudet eus ar Rinascimento.

Nemet gwall nebeud a dra ne anavezer diwar-benn e yaouankiz. Kemmesket e veze a-wechoù gant ar Flandrezad Jakez a Verchem a oa ivez en Italia d'ar mare-se. Moarvat e oa kar Jacques Collebaut da Antoine Colebault, lesanvet Bidon, hag a oa e gopr gant Dug Ferrara eus 1511 da 1517, ha goude e gopr gant ar pab Leon X e Roma.

Dont a ra e anv war wel en dielloù italian e 1519. Gouzout a ouzomp e aozas meur a votet war-dro 1520. E gopr gant Tiegezh Este e Ferrara e oa e 1525. Annezañ a ra e Mantova e 1526 hag e-pad 30 bloaz e tlee bezañ e penn ar vuhez sonerezhel. Anvet e voe da geodedour e 1534. Derc'hel a reas ar post a vestr a chapel eus 1534 da 1559 en Iliz-Veur Sant-Pêr ha Sant-Paol. Ar c'hardinal Ercole Gonzaga (1505-1563), a zlee bleiniañ Sened-Iliz Trente, a oa tost d'ar sonaozer breizhat.

Hemañ a gollas e wreg e 1527 ha dimeziñ a reas en-dro. Gouzout a ouzomp ivez ne reas ket krazadenn peogwir e varvas d'an 2 a viz Here 1559 o lezel kalz dleoù war e lerc'h. Paour-raz e teuas e wreg hag e verc'h da vezañ. Ar c'hardinal a roas ur pañsion dezho eta.

Unan eus mistri vrasañ liessonegezh sakr ar Rinascimento eo Jacques Collebaut e-kichen Josquin Desprez ha Giovanni Pierluigi da Palestrina. Ur sonaozer strujus, brudet hag admiret e voe e-pad mare an Eneb-Reform. Aozañ a reas kalz oferennoù ha motetoù etre 1520 ha 1540. Al lod brasañ anezho a zo bet embannet.