Implijer:Ankou/Degemer/4

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Donemat deocʼh er Wikipedia, an holloueziadur digor ha digoust, frank a wirioù ha liesyezhek, hag a cʼhall bezañ gwellaet gant an holl

68 279 pennad emeur o sevel bremañ e rann vrezhonek an holloueziadur.


Pennad ar miz

Menezioù A' Chuith-raing, en enez Sgitheanach

Enez Sgitheanach (Skye e saozneg) zo un enezenn e Bro-Skos, ar vrasañ eus an Inizi Gall tostañ hag an hini zo ar pellañ en hanternoz.

Emañ poblañs Sgitheanach o kreskiñ: 9 200 a dud a oa eno e 2001. Ur pont zo da zont eus an douar-bras. Port Rìgh eo ar gêr vrasañ, er reter ; ur porzhig koant eo. Un drederenn eus an enezourien a gomz gouezeleg.

An eil enezenn vrasañ eus Bro-Skos eo enez Sgitheanach war-lerc'h an hollad Leòdhas ha Na Hearadh. A-hed an aod e kaver ledenezioù ha plegoù-mor hag e-kreiz ez eus menezioù, ha dreist-holl menezioù An Cuiltheann.

Brudet eo kened ar vro, ar sevenadur gouezelek, al loened gouez (erered, demmed, eoged).

Diazezet eo armerzh an enezenn war an touristerezh, gant gweladennerien a zegouezh a-vernioù e-pad an hañv, war ar sevel eoged, hag ar wiski, evel hini Talisker.

E-pad meur a gantved e voe enez Sgitheanach etre krabanoù ar Vikinged ha ne voe staget ouzh rouantelezh Bro-Skos nemet e 1266.

(muioc'h...)

Keleier

Un tamm sell war red an darvoudoù

Doare ar 1añ a viz Mezheven 2020 ha Keleier ar vro.

Nicolás Maduro

A bep seurt

A bep seurt

Fazioù zo marteze e pajennoù ar wikipedia. Amañ e vint renablet, e pajenn ar reizhadennoù da ober e-barzh yezh ar wikipedia

Keleier ar wiki

* War gresk ez a ar Wikipedia brezhonek, hogen goustatoc’h abaoe ur pennad. Emañ hon holloueziadur o vont da dizhout an niver a 37 000 pennad e miz Meurzh moarvat. Emaomp bremañ er 57vet renk e-touez ar raktresoù Wikipedia, evit an niver a bennadoù, a-dreñv ar serbo-kroateg hag a-raok ar piemonteg. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr. E renkadur an holloueziadurioù hervez danvez ar pennadoù emaomp atav en 68vet plas [1]). Derc’hel a reomp d’hor renk eta. Met pennadoù diazez a vank c’hoazh d’hor Wiki-ni. Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ. Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù a vank dimp.

* Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.

* Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez boulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat.

* E-touez ar raktresoù kar da hini Wikipedia, emañ hini ar Wikimammenn, un dastumad levrioù brezhonek, kuit a wirioù, savet tamm-ha-tamm gant un nebeud tud evel Implijer:VIGNERON pe Implijer:Gwendal. Gourc’hemennoù dezho !



Wiki all

 Ur raktres eus diazezadur Wikimedia eo Wikipedia. Meur a raktres Wiki all, liesyezhek, digoust ha frank a wirioù zo ivez :
Wikipedia
Wikeriadur Wikeriadur
geriadur hollvedel
Wikicommons Wikimedia commons
bank roadennoù liesvedia
Wikimammenn Wikimammenn
levraoueg hollvedel
Wikispesad Wikispesad
meneger ar bev
Wikiarroud Wikiarroud
dastumad arroudennoù
Meta-Wiki Meta-Wiki
kenurzhiañ raktresoù Wikimedia